Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

gwech ebet

Gwelet an tem Gwech ebet

jamais

Oh nann, 'meus ket bet desket anglais gwezh ebet, nann.

O nann, meus ke bé disket anglais gwéj ébét, nann.

Oh non, je n'ai jamais appris l'anglais.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ne oa ket bet gwezh ebet du-mañ ? Ur machin da c'horo ?

Oa ke bé gwéj ébét tu-mañ ? Machin de horo ?

Il n'y en a jamais eu chez nous ? Une machine à traire ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Me emezañ n'on ket bet kuizinier gwezh ebet na mann ebet emezañ, ha a-hend-all emezañ ne rin ket 'met debriñ bara emezañ.

Mé méañ n’on ke bé kuizinier gwéch bét na mann bét méañ, a hèndall méañ rin ke mè dibi bara méañ.

Moi, dit-il, je n'ai kamais été cuisinier ni rien, et sinon je ne ferai que manger du pain.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

A-hend-all, bara ha traoù evel se ne vije ket. Geo, a-blasoù marteze, me ne oaran ket, me n'on ket bet gwech ebet e-barzh ur fest-noz e lec'h all.

Hèndall, bara a trèw vesé vijé ket. Gè, blaso matéé, mé oaran ket, mé n’on ke bé gwéj ébét bah fès-noz lèh all.

Et sinon, il n'y avait pas de pain ou de choses comme ça. Si, à certains endroits peut-être, je ne sais pas. Moi je ne suis jamais allé à un fest-noz ailleurs.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ne rae ket anezhañ an deiz a-raok aze gwezh ebet, nann. Nann. Met c'hoant, met ha... aon 'dije da vezañ foulet an deiz-se pe ma 'dije da vont un tu bennak pe un dra bennaket met kazi ordin e rae anezhe da noz quoi, d'abardaez, da noz.

Rê ke néañ 'n dé rok ahé gwéch ébét, nann. Nann. Mè hoan... Mèt a owen dijé de véañ voulet 'n dé sé, pé ma dijé de von tu bénnak pé 'n dra bénnaket, mè kahé ordin rê nè de nos quoi, d'abardé, da nos.

Elle ne faisait jamais ses crêpes la veille, non. Sauf si elle craignait d'être débordé ce jour-là, ou si elle devait aller quelque part, mais elle les faisait presque toujours le soir-même.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

dre amañ 'meus ket soñj da welet moustiked gwezh ebet

[dre 'ɑ̃mɑ̃ møs kə ʒɔ̃:ʒ də 'wɛ:lə mus'ti:kəd gwe:ʒe'bet]

par ici je ne me souviens pas d'avoir jamais vu des moustiques

Ivet Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

'meus ket bet klevet gwezh ebet nemet en galleg ivez kwa hañ

[møs kə be klɛw gweʒe'be mɛ 'gɑləg ije kwa ɑ̃]

je ne l'ai jamais entendu qu'en français non plus quoi

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

Ne vo ket fin gwech ebet ?

[ˈvo kə fin ˈgweʃ bet]

Ça ne finira jamais ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Riagad se n'eus ket kalz avat. Ne ma ket klevet an anv-se gwech ebet c'hoazh.

[ʁiagat ze ˈnøs kə kɑls ha ˈma kə ˈklɛwə nɑ̃ː se ˈgweʃə be wɑs]

Il n'y a pas beaucoup de Riagad. Je n'avais jamais entendu ce prénom là auparavant.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)