Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

diwezhat

Stummioù : diwezhat ; diwezhatañ ; diwezhatoc'h ;

Gwelet an temoù Diwezhat, Diwezhatoc'h ha D'an diwezhatañ

tard

Boñ a-wezhioù, ma vije ur vuoc'h d'halañ pe un dra bennaket e degouezhe dit bezañ diwezhatoc'h met anfin, boñ, a-benn seizh eur eo rare ma ne vije ket fin, ma ne vije ket fin hañ. X e-barzh ar park a vez ar memes tra ivez.

Boñ (a)wêjo, ma vijé vuh t’alañ, pé ’n dra bénnaket digwêê dit béañ diwéétoh, mèd anfin, boñ, bènn sèiz eur è rare ma vijé ke fin, ma vijé ke fin añ. X bah park vé mostra ie.

Parfois, quand il fallait faire vêler une vache ou quelque chose comme ça, il arrivait d'être plus tard, mais enfin, c'est rare si ce n'est pas fini pour sept heures. X au champ c'était pareil.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

En-dro eizh eur a sav apeupre met se n'eo ket ken diwezhat se c'hoazh. (T : N'eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !

[dʁo ˈe̞zəʁ zɑv apəˈpʁɛ mɛ ze ˈnɛ kə ken diwɛː se hwɑs – pe vɛːʁ ˈʁətʁɛt ɑ̃ normaˈlɑ̃mɑ̃n]

Je me lève autour de huit heures mais ça n'est pas encore si tard que ça. (T : Oui ça n'est pas tard.) Quand on est en retraite hein, normalement !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Arri 'neus div... div gamaradez vihan. Pokañ a ra dezhe ha tout hañ, geus geus, n'eo ket diwezhat o temarriñ, arri e ray tu bennaket !

[aj nø diw diw gɑ̃m’ʁɑ:dəs ˈvi:ən ˈpokɑ̃ ʁa dɛ a tud ɑ̃ gø gøs ˈnɛ kə ˈdiwɛː teˈma:ĩ aj ʁɛj ty ˈmnakət]

Il a deux copines, il leur fait des bisous et tout hein, si si, il n'est pas tard, il arrivera quelque part !

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Kap eo da gaout koan diwezhat !

[kab ɛ də gaːd gwɑ̃ːn diˈwɛat]

Elle est capable de retarder le souper !

[dit au sujet d’une personne qui traine, ici une caissière particulièrement bavarde]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Kap eo lakat goan diwezhat !

[kap ɛ ˈlakə kwɑ̃ːn diˈwɛat]

Elle est capable de retarder le souper ! [de quelqu'un qui fait perdre leur temps aux autres]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)