Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

test

Stummioù : dest ; test ; testoù ;

témoin

Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.

Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.

Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)