Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

seizh

Stummioù : seizh ;

sept

C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha deus noz, deus noz, a-benn seizh eur 'nije fin e labour hañ.

A deuz nos, deu nos, bènn sèiz eur nijé fin i labour añ.

Et le soir, pour sept heures il avait fini son travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Boñ a-wezhioù, ma vije ur vuoc'h d'halañ pe un dra bennaket e degouezhe dit bezañ diwezhatoc'h met anfin, boñ, a-benn seizh eur eo rare ma ne vije ket fin, ma ne vije ket fin hañ. X e-barzh ar park a vez ar memes tra ivez.

Boñ (a)wêjo, ma vijé vuh t’alañ, pé ’n dra bénnaket digwêê dit béañ diwéétoh, mèd anfin, boñ, bènn sèiz eur è rare ma vijé ke fin, ma vijé ke fin añ. X bah park vé mostra ie.

Parfois, quand il fallait faire vêler une vache ou quelque chose comme ça, il arrivait d'être plus tard, mais enfin, c'est rare si ce n'est pas fini pour sept heures. X au champ c'était pareil.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

C'hwec'h eur pemp. Ya. N'emañ ket kont ac'hann seizh eur. Pa gari 'h i hañ. Ma 'teus fin bremañ.

Hwèh eur pèm. Ya. Mañ ke kon hann sèiz eur. Pé gari ’h i añ. Ma teus fin brœmañ.

Six heures cinq. Oui. Il n'est pas encore sept heures. Tu partiras quand tu voudras. Si tu as fini maintenant.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Amañ a oa partiet dec'h da seizh eur...da seizh eur da noz a oa partiet betek...betek eizh eur hanter evit ar beure.

[ˈɑ̃mɑ̃ paʁˈtiət deχ də ˈsɛjzəʁ də ˈsɛjzəʁ də nɔ̃ːs wa paʁˈtiət də ˈbekɛ ˈbekə ˈɛjzəʁ ˈhɑ̃ntəʁ wi ˈbœːʁe]

Ici il est parti hier à sept heure du soir jusqu'à huit heure et demi ce matin. [le courant]

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.

[me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]

Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)