Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

e-kerzh

Stummioù : e-kerzh ;

Gwelet an tem E-kerzh

pendant

A-wezhioù pa vije, pa vije krevier da vidañ e-kerzh ar goañv, se a vije start a-walc'h d'ober quoi, kar pa vije loened e-barzh ar c'hraou e-kerzh ar goañv feiz, e vije start pa vije ret vidañ dindane quoi.

Wêjo, pa vijé... pa vijé krèvier de vidañ kèrz gouañ, zé vijé stard wah t’or quoi, ka pa vijé loened bah hrow kèrz gouañ fé, vijé start pé vijé rét vidañ dinanè quoi.

Parfois, quand il y avait des crèches à vider en hiver, c'était assez difficile à faire, car quand il y avait des bêtes dans la crèche en hiver, c'était difficile quand il fallait vider sous elles.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya, goude koan, me 'h ae da gerc'hat ar saout, da gas ar saout er-maez, peogwir e vijent degaset d'ar gêr da c'horo, ha neuze goude, goude da noz goude koan, e vijent kaset er-maez e-kerzh an hañv.

Ya, goudé koan, mé ’h è de gèrhet zowt, de gas zowt mès, pegur vijènt dièset te gêr de horo, a neuhé goudé, goudé de nos goudé koan, vijènt kase mès kèrz ’n añ.

Oui, après le repas du soir, moi j'allais chercher les vaches, je sortais les vaches, parce qu'on les ramenait à la maison pour la traite, et ensuite, le soir après le repas du soir, on les sortait pendant l'été.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Hennezh a oa ur c'horve e-kerzh ar goañv. Hennezh a oa ur c'horve e-kerzh ar goañv, ribotat.

Heñ oa horvé kèrz e gouañ. Heñ oa horvé kèrs gouañ, ribotet.

Ça c'était une corvée en hiver. C'était une corvée en hiver, baratter.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Hennezh a oa ur c'horve e-kerzh ar goañv. Hennezh a oa ur c'horve e-kerzh ar goañv, ribotat.

Heñ oa horvé kèrz e gouañ. Heñ oa horvé kèrs gouañ, ribotet.

Ça c'était une corvée en hiver. C'était une corvée en hiver, baratter.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

vers

Te ne debrez ket adverenn a-hend-all ? Adverenn e-kerzh peder eur.

[tə ’debɛs kəd a’vɛʁn hɛn’dal – a’vɛʁn ə’kɛʁz pe’deːʁœʁ]

Et sinon, tu ne manges pas de goûter ? Un goûter vers quatre heures.

Paotr, 1964, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ar reoù all a lâre gwechall-gozh pa arrie just an dour eo vers le... e-kerzh Gouel Mikael an hini e veze kwa, han-se gwelet a rez omp arri aze

[ɹew ɑl ’lɑ:ɹe ˌgweʒal’go:s pe ’hɑje ʒyst ən du:ɹ hɛ vɛɹ lə kɛɹz ˌgumi’cɛ:l n:i viʒe kwa ɑ̃’se gwɛ:l ə ɹɛs hɔ̃m ɑj ’ɑ:he]

les anciens disaient autrefois quand l'eau était juste que c'est vers le... à la Saint Michel que c'était quoi, par conséquent tu vois que nous y sommes

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)