Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

bev

Stummioù : bev ;

Gwelet an tem Bev

vivant

Ha chomet e oa bev.

A chome oa béw.

Et il avait survécu.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.

Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.

Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)