Gwelet ivez moc'h
Gwelet an temoù Ar moc'h ha Ar c'hochon
▶ E oa ur wiz kozh, ma kerez, ha 'nea kerzhet war ar c'hochon bihan.
Oa e wis kos, ma kées, a néa kèrzet war hochon bien.
Il y avait une truie, si tu veux, et elle avait marché sur le petit cochon.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Met feiz, avat, chomet e oa ma gochon bihan bev. Ah ya ! Laket ur pañsamant dezhañ war-benn ha tout, graet se brav, comme il faut.
Mè fé hat, chome oa me gochon bien béw. A ya ! Lake pañsaman déañ war-bènn a tout, gwèt sé braw, comme il faut.
Mais mon petit cochon avait survécu. Ah oui ! [J'avais] mis un pansement dessus et tout, fait ça bien, comme il faut.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ 'H arrue ar c'hochon bihan neuze krevet gant troad e vamm evel-se, ar re-se a vez tanav tanav o c'hroc'hen, ha feiz ma 'h arru un troad da stokañ diontañ [?] e vez krevet quoi.
Haié hochon bien neuhé, kreuvet gan trwad i vamm vesé. Rézé vé tano-tano o hrohen. A fé, ma 'h ai en trwat te stokañ diontañ [?] vé kreuvet.
Elle apportait le petit cochon à la peau percée par la patte de sa mère. Ceux-là ont la peau vraiment très fine, et si une patte vient la frapper, ça la perce.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.
Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.
Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
ur porc'hell-gouez
[ˌpɔrhəl’gwẽ:]
un sanglier
Herve ar Beleg, 1957, Bear (dastumet gant Tangi)
totoch
totoch
[totoʃ]
cochon
Plac'h, , Bear (dastumet gant Julien)