Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

général (en –)

peurvuiañ

Gwelet an tem Peurvuiañ

Kar ar gachenn peurvuiañ a-hend-all e vezont graet, e vez graet kazi ordin trempañ anezhe e-barzh... e-barzh un alkol bennak. Ya, ar re-mañ a drempez anezhe e-barzh petra ? E-barzh petra 'ta trempet da gachenn un tamm ?

Ka gachenn pèrvuiañ hènd-all vènt gwèt, vé gwèt karjé ordin trèmpañ né barh... barh 'n alkol bénnak. Ya, ré-mañ drèmpès nè barh para ? Barh para ta trèmpet te gachenn tamm ?

Car les gâteaux en général sinon, on les trempe presque toujours dans... dans de l'alcool. Oui, tu as trempé ceux-ci dans quoi ? Dans quoi as-tu trempé tes gâteaux un peu ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Anfin, peurvuiañ e vije pe un devezh ar sizhun pe daou devezh ar sizhun, ha e vije ar memes tra bep sizhun, quoi. Ya. Eñ a oa an abitud quoi ma kerez.

Añfin, pèrvuañ vijé pé ’n déwes zun pé dow déwes zun, a vijé momes tra bop sun quoi. Ya. Eñ oa ’n abitut quoi ma kées.

Enfin, en général c'était un jour par semaine ou deux jours par semaine, et c'était pareil chaque semaine. Oui, c'était l'habitude, si tu veux.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)