Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

long

hir

Gwelet an tem Hir (padelezh)

diveskelloù hir

[ˌdiwe'skelo hi:r]

de longues ailes

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

E vije troc'het an delioù un tamm bihan quoi ma kerez, abalamour... kuit dezhe da vezañ re hir.

Vijé trohe 'n dèio tamm bïen quoi ma kées, bañw... kuit tè de véañ ré hir.

On coupait un peu les feuilles, si tu veux, pour qu'elles ne soient pas trop longues.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Aze zo ur pezh grañj hir hir quoi. Aze e oa plas quoi.

Ahé zo e pés kreñch hir hir quoi. Ahé oa plas quoi.

Là il y avait une grande grange toute en longueur. Là il y avait de la place.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha feiz neuze e oa merenn, e oamp aet da verenn, ha e oa taolioù e-barzh... ne oa ket hangar ebet e-barzh ar Veuzit, met ur pezh grañj hir, e-barzh honnezh, ha neuze e oa un deltenn. Une tente. Un deltenn.

A fé, neuhé oa mèrnn, oam èt te vèrnn, a oa toio bah... oa ked añgar bét bah Veuzit, mêd er pés kleñch hir, bah hoñs, a neuhé oa ’n dèltenn. Une tente. ’N dèltenn.

Et alors il y avait le repas de midi, on était allé manger le repas de midi dans... Il n'y avait pas de hangar au Veuzit, mais une grande et longue grange, dans cette grange, et sinon il y avait une tente.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Beñ, abalamour e oa c'hoant d'ober unan e Trezelan, ha ne ouient ket pelec'h ober anezhañ quoi. Ha du-mañ, e-barzh ar Veuzit e oa ur pezh grañj, hir, ya.

Beñ, bañw oa hoan t'or un Trézélan, a ouièn ke plèh or néañ quoi. A du-mañ, bah Veuzit oa e pés kreñch, hir, ya.

Ben, parce que des gens voulaient faire en faire un [un fest-noz] à Trézélan, et ils ne savaient pas où le faire. Et chez moi, au Veuzit, il y avait une grande grange, en longeur, oui.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Sklisenn, ar machin hir aze. Ha e vije boutet dindan, ha honnezh a vije degaset en-dro neuze goude neuze, abalamour dezhi da boazhat e-barzh an tu all.

Skliñsenn, machin hir ahé. A vijé boutet dinan, a hoñ vijé dièse ’ndro neuhé goudé neuhé, bañw tèi de boahat bah ’n tu all.

La spatule, le machin long là. Et on la mettait dessous, et on la retournait [la crêpe], pour qu'elle cuise de l'autre côté.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ur beg hir dezhañ

[bek hi:r 'deɑ̃]

il a un long museau

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)

ar pezhioù kefioù-se 'h eo pa divarrez, pa divarrez da goad hir neuze, pa divarrez da goad, ha egile all a lâre dit war ar c'hleuz aze « met aze 'teus ket ezhomm mont da gac'hat peotramant ec'h ey euh... ar c'hefioù-se 'ba... 'ba... 'ba da revr » pe tu bennaket

[’pe:ʒo ’ke:ljo hɛ pa di’vɑrɛs pa ’divɑrɛs də gwɑt hi:r ’nœhe pa ’divɑrɛs də gwɑt a: e’gi:le al ’lɑ:rɛ dit war hlœ̃: ’ɑhe mɛ ’ɑhe tøs ke:m mɔ̃n də ’gɑhat pə’tɑ̃mɑ̃n hɛj ə ’he:vjo ze ba ba ba də rɛ:r pe ty bə’nɑkət]

ces grosses souches-là c'est quand tu élagues, quand tu élagues trop long le bois alors, quand tu élagues le bois, et l'autre te disait sur le talus là « mais là il ne faut pas que tu ailles chier sinon tu vas t'enfoncer euh... ces souches dans... dans... dans le cul » ou quelque part

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

hir eo un tamm ?

[hi:r ɛ tɑ̃m]

il est long un peu ?

Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)