Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 2 frazenn.

ma boulê boazh

[mə 'bu:lɛ bwɑh]

mon poulet cuit

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

hañ ?! hag ober pred da hennezh ?! me a lâr dit ! hag ur wech 'ma prenet ur poulê, 'ma prenet ur poulê 'ba eu... ti Gorju, boucher tal-kichen ar mairie aze, 'ma prenet ur poulê, « oh ! met hennezh zo c'hwezh gantañ ! », kaer 'ma reniflañ anezhañ, « oh ! hennezh zo c'hwezh gantañ ! minabl zo c'hwezh gantañ ! », ha neuze 'ma laket eu... 'ma gwalc'het anezhañ gant gwinegr, da welet, tremenet holen, tremenet 'bu robinet, bepred e oa c'hwezh gantañ, « ben tant pis ! bremañ pa 'meus gwalc'het anezhañ ha graet ar sirk-se gantañ, 'h an da boazhañ anezhañ bepred » oh ! ha goude 'meus lâret... « oh ! ben n'an ket... 'h an da... 'h an da... 'h an d'ober traoù all dezhañ d'e verenn, n'an ket da reiñ hennezh dezhañ d'e verenn, n'an ket da reiñ hennezh dezhañ peotramant e lâro din 'h on sot », hag e oan aet da di Gorju gant ma boulê boazh, da lâret dezhi...

[ɑ̃ a o̞ːʁ ˈpʁet tə hẽːs - me lɑːʁ dit - a weʃ ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ - ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ bah ə - ti ˈgɔʁʒy - ˈbuʃe talˈkiʃən mɛʁi ˈɑhe̞ - ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ - ho mɛ hẽːs so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - kɛːʁ ma ʁøˈniflə ˈneːɑ̃ - o hẽːs so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - ˈmiːnəp so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - a ˈnœːhe ma ˈlɑkət ə - ma ˈgwɑlhəd ˈneɑ̃ gɑ̃n gwiˈnɛk - də ˈwe̞ːlət - tʁeˈmeːnə ˈhoːlən - tʁeˈmeːnə by ʁoˈ biːnɛ - ˈbopə wa hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - ... - ˈbœmɑ̃ pa møs ˈgwɑlhə ˈneːɑ̃ a gwe̞t ˈsiʁk se ˈgɑ̃tɑ̃ - hɑ̃ də ˈbwɑhɑ̃ ˈneɑ̃ ˈbopət - oː a ˈguːde møz lɑːt - o bɛ̃ ˈnɑ̃ kə - hɑ̃ də hɑ̃ də hɑ̃ do̞ːʁ tʁɛwˈɑl deɑ̃ di ˈvɛʁn - ˈnɑ̃ kə də ˈʁɛĩ hẽːz ˈdeɑ̃ pəˌtɑ̃m ˈlɑːʁo dĩ hɔ̃ zoːt - a wɑ̃n ɛd di ˈgɔʁʒy gɑ̃n mə ˌbuˑːle̞ ˈbwɑh - də ˈlɑːʁ tɛj ...]

hein ?! et faire le repas de celui-là ?! moi je te dis ! et une fois j'avais acheté un poulet, j'avais acheté un poulet à euh... chez Gorju, boucher à côté de la mairie là, j'avais acheté un poulet, « oh ! mais celui-là sent fort ! », j'avais beau le renifler, « oh ! celui-là sent fort ! il sent terriblement fort ! », et alors j'avais mis euh... je l'avais lavé avec du vinaigre, pour voir, passer au sel, passer au robinet, il sentait toujours, « ben tant pis ! maintenant que je l'ai lavé et fait ce cirque-là avec, je vais le cuire quand même » oh ! et après j'ai dit... « oh ! ben je ne vais pas... je vais... je vais... je vais lui faire autre chose à déjeuner, je ne vais pas lui donner celui-là ou sinon il me dira que je suis folle », et j'étais allée chez Gorju avec mon poulet cuit, pour lui dire...

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 2 frazenn.