Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 322 frazenn.
1234567891011121314151617

ur park a oa aze ha 'meus ket soñj piv 'na bet prenet anezhañ ha... hag e oa d'an Iliz hañ ! donc eu... met peogwir e oant bet gwerzhet-tout eu... leve an ilichoù aze goude 1805, c'est ça ? ouai, ha donc hennezh a oa bet gwerzhet ivez, Park Sant-Jann, hag e vije renket paeañ eu... penaos e lârfen dit ? an hini 'na prenet anezhañ, a renke reiñ un tamm bep bloaz d'an Iliz bepred, ya ! ha 'meus bet klevet ma dad o lâret, an hini 'na prenet anezhañ, 'na c'hoanteet... 'na... 'na... 'na ket c'hoanteet, 'na dimezet e verc'h, ha 'na c'hoant da gaout tout an enorioù, met 'na ket paeet ar pezh a c'hlee d'an Iliz, ha 'na lâret ar person dezhañ « pa 'to paeet mabig, ar pezh a c'hleez d'an Iliz, emezañ, 'to an enorioù, hag a-raok 'to ket ! », Sant-Jann, Sant-Jann, donc eñ a oa ur park, met aze zo ur cité bremañ hañ ! ya

[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɑꝛg ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

1. Krec'h Salio 2. Krec'h Salio 1. voilà ! lec'h emañ hennezh 2. an deiz all e oamp tremenet dre aze 1. ya, hennezh zo prenet gant unan 2. plijout a ra dimp mont d'ober un tamm tro d'ar sul evel-se 1. ha zo... 2. xxx ( ?) Krec'h Salio 1. ya, gwelet 'mamp anezhañ 'ba la décharge, ha 'na lâret dimp e oa d'Aix-en-Provence, ha 'ne nevez-brenet... Krec'h Salio, hag e oa deut aze emezañ, ha 'neus... prenet an douaroù

1. [ˌkɹe̞χ saˈliːo] 2. [ˌkɹe̞χ saˈliːo] 1. [... - ...] 2. [...] 1. [ja - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... ˌkɹe̞χ saˈliːo] 1. [ja - ... - ... - ... - ˌkɹe̞χ saˈliːo - ... - ... - ... - ...]

Plouared
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

1. Anna ar Briker, 1939, Plouared
2. Pier Tredan, 1939, Plouared
(dastumet gant Tangi)

hag eñ o lâret din « 'h eomp da vont da... da Sant-Brieg, emezañ »

[... - ... - zɑ̃mˈbɹiˑəg ...]


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ Gwilhou, 1931, Pleuvihan (EHPAD) (dastumet gant Tangi)

geo ! xxx ( ?) Krec'h... Krec'h Loaz, Krec'h Loaz, ya, Krec'h Loaz, ah oui ! aze eo ya ! daon ! 'oan ket kat 'vat dec'h... dec'h 'ma goullet « met... », gant Guy 'ma goullet, « met penaos... petore anv... », « oh ! me n'onn ket, emezañ, Frañsoa Derrien Kerprost dioutañ », Krec'h Loaz eo an anv ya !

[... - ... - ˌkɹe̞x - ˌkɹe̞χ ˈlwɑˑs - ˈkɹex ˌlwɑˑs - ja - ˌkɹeχ ˈlwɑˑs - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌvɹɑ̃swa ˈdɛɹjɛn ke̞ɹˈpɹɔs ... - ˌkɹeχ ˈlwɑˑz ...]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ-Paul ar Rouzez, 1956, Pleuveur-Gaoter (dastumet gant Tangi)

Bayon, zo aze, hein ? bon, très bien ! il y a... il y avait un gamin à Boloi... à... Bayon, et si c'est... s'est trouvé perdu, à Guingamp, tu vois ? à cette époque-là on allait chercher... acheter une bête, à Guingamp, ils avaient... ses parents avaient acheté une vache là-bas, à Guingamp, et... an hini bihan 'na kollet e dud, 'welez ket ? hag an dud o c'houll gantañ duzh a belec'h e oa, « duzh Bayon ! emezañ »

[baˈjɔn - ... - ... - ... boˈloˑi - a - baˈjɔn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... baˈjɔn]

Planiel
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Frañsoa ar Gonideg, 1935, Planiel (dastumet gant Tangi)

nant fortifiet ar C'hastell... ar C'hastell ar Yar, hag ar C'hastell ar C'hog ivez, ar C'hastell ar C'hog ? pelec'h emañ ? pelec'h emañ ar C'hastell ar C'hog, 'ma gwelet... klasket 'ma, partout 'ma klasket ar C'hastell ar C'hog, hag e oan... ha... e oan... ha pa lâren se pa oan... o tebriñ c'hoazh 'ba ar pred evel-se, « ma Doue ! met ar C'hastell ar C'hog, emezañ, me a anavez ! pelec'h emañ ar C'hastell ar C'hog ! e-kichen ar C'hastell ar Yar », ha 'h ae da dibab gomon aze en-dro d'ar C'hastell ar *Yog... C'hog, met ar C'hastell ar C'hog n'eus ken kastell ebet peogwir eo aet a-raok gant ar mor kwa !

[... - ˌhɑstəl ˈjɑˑꝛ - a ˌhɑstəl ˈhoˑg ... - ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑg ... - ... ˌhɑstəl ˈhoˑk - ... ˌhɑstəl ˈjɑˑꝛ - ... - ˌhɑstəl ˈjoˑd əː - ˈhoˑk - ˌhɑstəl ˈhoˑk ...]

Lanvaodez - toponymes nautiques
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Fañch Gwilhou, 1942, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

1. Armand disait ça toujours (GH. : Konvenant Flejer ?) 2. Fleujer ? 1. 'oa ket o chom e Santez-Marc'harid, e oa o chom 'ba... Konvenant Flejer, emezañ

1. [...] 2. [ˈflœˑʒəɹ] 1. [... ˌzɑ̃təz maˈhɑˑic - ... kɔ̃vønɑ̃n ˈfleˑʒəɹ ...]

Tredarzeg
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

1. Ivoñ Segilhon, 1951, Tredarzeg
2. Fernande ar Bever, 1935, Tredarzeg
(dastumet gant Tangi)

ha 'na renket mont da... Landaned lec'h... lec'h 'na ur menaj bihan, Pleuveur, « met ma vijen chomet e Kerborzh, emezañ », douzh aze 'nije james... dilojet ac'hanon peogwir... 'na ket c'hoant da welet ac'hanon o vont a-raok

[... - lɑ̃nˈdɑ̃ˑnəd ... - ... - plœˈvœˑɹ - ... - ... ke̞ɹˈbɔɹs - ... - ... - ...]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Louis an Arzul, 1936, Tredarzeg (dastumet gant Tangi)

« ah ! fidedoue, Ujen ! 'meus ket tapet gomon peogwir... on bet argaset douzh... » « piv 'neus argaset ac'hanout emezañ ? », rak-kar eu... hennezh a oa Job (ar Roc'hell ?) ivez, « bremañ-souden 'h a da vezañ gwelet emezañ », pa oa arri war... e penn... e penn an Erv goude, e wel tout ar (genaoueien ?) aze, hag eñ o c'houll gant Romain Bonboni, « piv 'neus argaset Pierrot, emezañ, douzh... douzh (merkañ ?) gomon aze ? » « oh ! Ujen, ur c'harr-tout e oant prest, me 'h a da gargañ lec'h zo, emezañ » « oh, Ujen ! karg aze hardi ! », kemeret doan un tamm peogwir... goude e oan laosket trankil

[... - ... - ... - ... - ... - ... ˈnɛꝛw ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]

Pleuvihan - toponymes nautiques
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Pierrot Gwilhou, 1931, Lanvaodez (dastumet gant Tangi)

'h an da lâret ur gontadenn neuze diwar Rusklev kwa, 'ba bourk Trezelan, an hent da dont amañ, zo... aze e oa Picard gwechall kwa, ha eñ a oa aet da gaout ar medesin, hag eu... pa 'na... pa oa bet oskultet, ha 'na lâret ar medesin 'nea kollet ur poumoñ, « se n'eo ket gwir emezañ, pa on partiet emezañ, e oa daou ganin », eñ a oa ur c'hole ! « ya, ha 'meus ket gwelet emezañ 'met ki an Ol... an Ollier war ma rout emezañ, hag en ur retorn emezañ, ma 'gavan ket anezhañ, emezañ, e vo aet gantañ ! »

[ˌhɑ̃ də ˌlɑˑɹt gɔ̃nˈtɑːn ˌnœhe diwaɹ ɹyˈsklɛw kwa - ba buɹk tɹeˈzeːlən - ˌnɛn də ˌdɔ̃n ˈɑ̃mɑ̃ - zo ˌɑhe wa piˈkɑɹ gweˈʒɑl kwa - a ˌhẽ wa ˌɛt tə ˌgɑˑd mœˈdœsin - ag ə pe na - pe wa ˌbet osˈkyltət - a na ˌlɑˑɹ mœˈdœsin nea ˈko̞lət ˈpumɔ̃ - ze ˌne̞ kə ˈgwiːɹ ˌmeˑɑ̃ - pe ɔ̃ paɹˈtiˑəd meˑɑ̃ wa ˈdo̞w gɑ̃ˌnĩ - ˌhẽ wa ˈhwɛːle - ja - a ˌmøs kə ˈgwe̞ːlə ˌmeˑɑ̃ mɛ ˌki no - ə noˈliˑəɹ waɹ mə ˈɹud ˌmeˑɑ̃ - a nɔ̃n ˈɹetɔɹn ˌmeˑɑ̃ - ma gaˌvɑ̃ kə ˌneˑɑ̃ ˌmeˑɑ̃ - vo ɛt ˌkɑ̃tɑ̃]

je vais dire une histoire alors à propos de Rusklev quoi, au bourg de Trezelan, la route pour venir ici, il y a... là il y avait Picard autrefois quoi, et lui était allé voir le médecin quoi, et euh... quand il avait... quand il avait été ausculté, et le médecin avait dit qu'il avait perdu un poumon, « ça ce n'est pas vrai dit-il, quand je suis parti, dit-il, j'en avais deux », lui c'était une vedette ! « oui, et je n'ai vu, dit-il, que le chien d'Ol...d'Ollivier sur ma route dit-il, et en revenant dit-il, si je ne le trouve pas dit-il, c'est qu'il l'aura emporté »

Bear-Trezelan

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)

« kof zo, emezañ, boued n'eus ket ! xxx ( ?) », e-kerzh ar goañv neuze « kof zo, boued n'eus ket ! », hag e-kerzh an hañv neuze « boued zo ha kof n'eus ket ! », ar pichon ! pa vijent o kanañ, « boued zo, emezañ, kof n'eus ket ! boued zo, kof n'eus ket ! », hag e-kerzh ar goañv neuze « kof zo eu... pe... « boued zo, kof n'eus ket ! boued zo, kof n'eus ket ! »

[ˈkoˑf so ˌmeˑɑ̃ - ˈbwed nøs ˌket ? - ˌkɛɹz ə ˈgoˑɑ̃ ˌnœhe - ˈkoˑv zo ˈbwed nøs ˌket a ˌkɛɹz ə ˈnɑ̃ˑ ˌnœˑe - ˈbwet so a ˈkoˑf nøs ˌket - ˈpiʃɔ̃n pe viʒɛɲ ˈkɑ̃ːnɑ̃ - ˈbwet so ˌmeˑɑ̃ ˈkoˑf nøs kət - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ket - a ˌkɛɹz ə ˈgoˑɑ̃ ˌnœˑe - ˈkoˑv zo ə pe - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ˌket - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ˌket]

« il y a du ventre, dit-il, mais pas de nourriture ! xxx ( ?) », pendant l'hiver alors « il y a du ventre, mais pas de nourriture ! », et pendant l'été alors « il y a de la nourriture mais pas de ventre ! », le pigeon ! quand ils chantaient, « il y a de la nourriture, dit-il, mais pas de ventre ! il y a de la nourriture, mais pas de ventre ! », et pendant l'hiver alors « il y a du ventre euh... ou... « il y a de la nourriture, mais pas de ventre! il y a de la nourriture, mais pas de ventre ! »

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

ah ! dluzed xxx ( ?) kwa, l'arc-en-ciel, pikoù ruz en enne, ah oh la la la ! met a-hervez zo arri aze met int bihan, Gérard xxx ( ?) 'h a da besketañ hag an deiz all 'ma bet gwelet anezhañ aze, ha 'nea gwelet emezañ, met marteze an dour a welleo un tamm bremañ met... ma vez suprimet serten produioù zo marteze

[ a ˈlyːzət ? - ... - ˌpico ˈɹyˑ ˌnene̞ - a olalala - mɛ ˌhɛɹwe zo ˈhɑj ˌɑhe mɛ hiɲ ˈbiˑən - ... ha də besˈkɛtɑ̃ a deˈɑl ma be ˈgwe̞ˑləd ˌneˑɑ̃ ˌɑhe - a ˌnea ˈgwe̞ˑləd ˌmeˑɑ̃ - mɛ maˌtehe ˈnduːɹ wɛˌlɛˑo ˈntɑ̃m ˈbɹœmɑ̃ mɛ - ma ve syˌpɹimə ˌsɛɹtən pɹoˈdɥiˑo zo maˌtehe]

ah ! des truites xxx ( ?) quoi, l'arc-en-ciel, des points rouges dessus, ah oh la la la ! mais à ce qu'il parait il en est arrivé mais elles sont petites, Gérard xxx ( ?) va pêcher et l'autre jour je l'avais vu là, et il en avait vu, dit-il, mais peut-être que la qualité de l'eau va s'améliorer mais... si certains produits sont supprimés peut-être

Remond ar Bras, 1934, Louergad (Sant Eler) (dastumet gant Tangi)

1. petra 'na lâret tad-kozh Tangi dit pa 'ta kreuvet ur rod ? « oh ! ma vezec'h aze pa... pa retornin, me a chãnjo anezhi dac'h » 2. ya, « me a chañjo anezhi dac'h » 3. piv eo e dad-kozh ? 1. feiz, François... euh... Jean Bihan, an hini a oa... ur penn eu... un tamm, ruz un tamm e fenn, gant supercinq bleu clair 3. ah, d'accord, da dad-kozh ! 1. ya ! ha... ha eñ 'na kroazet ac'hanon, te 'ta kreuvet, 'na lâret se dit 3. ah ya ! soñj 'meus deus hennezh 1. « ma vezec'h aze pa... pa retornin » 2. « ma vezec'h aze pa retornin, emezañ » 3. 'oa ket ken kozh-se hennezh ? pet vloaz 'na ? 1. en oajoù gant maman ha tout

1. [ˌpɹɑ na ˌlɑːd ə - tatˌkoˑs ˈtɑ̃ŋgi ˌdit pe ta ˈkɹœːvəd ə ˈɹoːt - o ma vɛx ˌɑhe pe - pe ɹeˈtɔɹnĩ - me ˈʃɑ̃ːʒo ˈnɛj dax] 2. [ˌjɑ - me ˈʃɑ̃ːʒo ˈnɛj dax] 3. [ˌpiw e̞ i datˈkoːs] 1. [fe - ... ə - ... ˈni wa - ˈbe̞n ə - tɑ̃m - ˈɹyˑ tɑ̃m i ˈve̞n - gɑ̃n ...] 3. [... - də datˈkoːs] 1. [ja - a a ˌẽ na ˈkɹwɑːzəd ɑ̃w - ˌte ta ˈkɹœːvət - na ˌlɑˑɹ ˈse ˌdit] 3. [a ˌjɑ - ˌʃɔ̃ˑʒ møs dœs ˌhẽˑs] 1. [ma vɛx ˌɑhe pe - pe ɹeˈtɔɹnĩ] 2. [ma vɛx ˌɑhe pe ɹeˈtɔɹnĩ ˌmeˑɑ̃] 3. [ˌwɑ kə ˌken ˈkosˑe ˌhẽˑs - ˌpeˑd la na] 1. [ˌnwɑːʒo gɑ̃n ... a ˌtut]

1. qu'est-ce que le grand-père de Tangi t'avait dit quand ta roue avait crevé ? « oh ! si vous êtes là quand... quand je reviens, moi je vous changerai la roue » 2. oui, « moi je vous changerai la roue » 3. c'est qui son grand-père ? 1. ma foi, François... euh... Jean Bihan, celui qui était... une tête euh... un peu, la tête un peu rouge, avec une supercinq bleu clair 3. ah, d'accord, ton grand-père ! 1. oui ! et... et il m'avait croisé, toi tu avais crevé, il t'avait dit ça 3. ah oui ! je me souviens de lui 1. « si vous êtes là quand... quand je reviens » 2. « si vous êtes là quand je reviens, dit-il » 3. il n'était pas si vieux que ça ? quel âge avait-il ? 1. de l'âge de maman et tout

1. Dominik Baodour, 1965, Bear
2. Anna ar Baodour, 1932, Bear
3. Korin ar Baodour, , Bear
(dastumet gant Tangi)

hag e oan o lâret dezhañ « 'oarez ket pet vloaz 'meus ? pevar-ugent vloaz », 'ma d'ar c'houlz-se, « pevar-ugent vloaz, eu... kavet a ra dit on kap da... da gonduiñ ma oto ? zo degaset din ? » « eu... emezañ, ret e vo gwelet ! met me zo kontant da... da... da dont da welet, ha da lakat ac'hanout en rout ganti eu... » voilà ! ha 'ma kemeret daou les.. div leson

[a wɑ̃n ˌlɑˑɹ ˈteˑɑ̃ - waˌɹes kə ˈped la møs - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ma də ˈhulsˑe - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ə - ˈkɑˑ ɹa ˌdit hɔ̃ ˌkɑb də - də gɔ̃nˈdyˑĩ ma ˈhoto - zo ˈdjɛsə ˌtĩ - ə ˌmeˑɑ̃ - ˌɹɛ vo ˈgwe̞ːlɛt - mɛd ˌme zo ˈkɔ̃ntɑ̃n də də - də ˌdɔ̃n tə ˈwe̞ːlɛt - a də ˈlɑkəd o̞wd ɛn ˈɹut ˌkɑ̃nti ə - ... - a ma keˈmeːɹəd do̞w ˈløs - diw ˈløsɔ̃n]

et je lui disais « tu ne sais pas quel âge que j'ai ? quatre-vingts ans », que j'avais à cette époque-là, « quatre-vingts ans, euh... tu penses que je suis capable de... de conduire ma voiture ? qu'on m'a apportée ? » « euh... dit-il, il faut voir ! mais moi je veux bien venir... venir voir, et te faire rouler avec elle euh... » voilà ! et j'avais pris deux leç... deux leçons

Mari ar Vey, 1924, Sant Laorañs (dastumet gant Tangi)

eñ a lâre se, (ar pezh zo xxx ?) emezañ, 'meus gallet... mont fonnus gant se eo dre ma brezhoneg

[ˌhẽ ˈlɑːɹɛ ze - ˌpeˑs so ? ˌmeˑɑ̃ møs ˈgɑlət - ˌmɔ̃n ˈvɔ̃nys gɑ̃n ze he̞ dɹe mə bɹe̞ˈzɔ̃ːnək]

lui il disait ça, (le problème xxx ?) disait-il, j'ai pu... aller vite avec ça c'est grâce à mon breton

Pier Gotie, 1938, Plûned (dastumet gant Tangi)

klevet 'ma unan o lâret ur momed zo, tri-ugent vloaz... zo... zo, hag eu... eñ a oa un tamm paotr chafoutist ha tammoù partioù... evañ a rae ur bannac'h hag e oa arri tomm dezhañ, hag e oa arriet eu... amañ, d'ar c'houlz-se e oan o terc'hen menaj, ha fidedou, arri tomm-mat d'ar paotr adarre, sañs... hennezh 'h arrie... du-mañ 'h arrie alies ha... « hag eu... emezañ », hag e welan anezhañ oc'h antren 'ba an ti c'hoazh, « le modernisme tuera l'homme, emezañ », ha zo se ya... soixante-dix ans zo abaoe, ya 'vat ! hemañ a oa o chom er Wazh Du aze, ya 'vat ! « le modernisme tuera l'homme, emezañ », e welen anezhañ o fraoñval e divvrec'h evel-se, oh daonet e vo ! met lâret 'meus... lâret se mat a wech, « fidambie ! eñ 'oa ket genaoueg, sur ! met e blije ar bannac'h traoù dezhañ hag evel-se... eñ a oa vadrouilh te ! sell aze

[ˈklɛwə ma ˌyˑn ˈlɑːd ˈmomət so - tɾiyˈgɛnla - so zo - ag ə ˌhẽˑ wa ˌntɑ̃m ˈpo̞t ʃafuˌtis a ˌtɑ̃mo paɹˈtiˑo - ˈeːvə ɹe̞ ˈbɑ̃x a wa ˌɑj ˈto̞m ˌdeˑɑ̃ - a wa ˌɑjəd ə ˌɑ̃mɑ̃ - də ˈhulsˑe wɑ̃n ˌtɛɹhɛn ˈmeːnaʃ - ə fidəˈdu aj ˌto̞mˈmɑt tə ˈpo̞ˑd ˌɑɹe - ˌsɑ̃s hẽˑs ˌhɑje ˈdymɑ̃ ˌhɑje aˈliˑɛs a - ag ə ˌmeˑɑ̃ a ˌwe̞ˑlɑ̃ ˌneˑɑ̃ ˈhɑ̃ntɾən ban ˈtiˑ ˌxwɑs - ... ˌmeˑɑ̃ - a zo ze ja - ... zo ˌbwe - ja ha - ˌhemɑ̃ wa ˌʃo̞m ˌwɑˑzˈdyˑ ˌɑhe - ja vat - ... ˌmeˑɑ̃ - ˌwe̞ˑlɛn ˌneˑɑ̃ ˈfɹɑ̃wəl i ˈdiwvɹex vəˈse - o ˈdɑ̃wnəd ə vo - mɛ ˈlɑːɹɛ møs - ˌlɑˑt se ˌmɑd ə ˈweʃ - fidɑ̃mˈbiˑe̞ - hẽ ˌwa kə geˈnoˑg ˌzyˑr - mɛd e ˌbiˑʒe ˌbɑ̃x ˈtɾɛw ˌdeˑɑ̃ a vəˈse - ˌhẽˑ wa vaˈdɾuj te se̞l ˌɑhe]

j'en avais entendu un il y a un moment, cela fait... fait... soixante ans, et euh... c'était un gars « je m'en foutiste » et des petites fêtes... il buvait un coup et il était éméché, et il était arrivé euh... ici, à cette époque-là je tenais la ferme, et bon sang, voilà le gars bien éméché de nouveau, en princi... celui-là venait... il venait souvent chez moi et... « et euh... dit-il », et je le vois encore entrant dans la maison, « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et ça c'est oui... il y a soixante-dix ans depuis, mais oui ! il habitait à ar Wazh Du là, mais oui ! « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et je le voyais agiter les bras comme ça, oh damnation ! mais j'ai dit... dit ça plusieurs fois, « nom de dieu ! lui n'était pas idiot, assurément ! mais il aimait la boisson et donc... il était du genre à vadrouiller tiens ! voilà

Mari ar Gag, 1932, Bear (Lanneven) (dastumet gant Tangi)

ne greden ket refus dezhañ kwa, ha 'h aen betek kreistez, hag e lâre din « 'to ket keuz, gwelet a ri, emezañ » a lâre din, alors, krog e oa... re hardi diouzhin, gwelet a rez, ha 'na kaset ac'hanon da Lokarn da repariñ ur c'harlaj war-lerc'h unan all

[gɹe'dɛŋkə 'ɹœfyz deɑ̃ kwa a hɛn 'bekə kɹɛjs'te: a 'lɑ:ɹe dĩ to kə kœ̃: gwe̞:l ə ɹi meɑ̃ 'lɑ:ɹe dĩ alɔɹ 'gu:de 'nœ:he kɾɔg wa ɹe 'hɑɹdi də'wĩ gwe̞s a na 'kɑsəd ɑ̃w də 'lokaɹn də re'pɑ:ɹĩ haɹˈlaʒ waɹ'lɛɹχ nɑl]

je n'osais pas lui refuser quoi [au patron], et j'allais jusqu'à midi, et il me disait « tu ne le regretteras pas, tu verras, disait-il », qu'il disait, alors, il commençait... trop à l'aise avec moi, tu vois, et il m'avait envoyé à Lokarn pour réparer un carrelage derrière un autre

Michel Bonno, 1939, Bear (dastumet gant Tangi)

1. a-benn neuze e oa arri tost da hanternoz, d'ar sul, pe d'al lun beure, « ah ! emezon-me, ma 'teus an alc'hwez da atelier » « geo 'vat emezañ » « neuze 'h amp da welet anezhi diouzhtu, me 'meus ezhomm da welet honnezh diouzhtu, hag a lâro dit... muioc'h evit 'h ouvezez war... war... war istoar ar c'hloc'h », ha ni da... d'ar skol, ha fidedoue ! « hemañ eo 'vat emezon-me » hag eu... feiz, 'ma lâret dez... 'ma espliket dezhañ penaos e oa bet kont, e oa bet laeret ha tout, Komo 'h ouveze se goude ivez met... 2. chomet e oa du-hont goude

1. [be̞nˈnœˑhe wa ˌɑj ˈtɔst tə ˌhɑ̃təɹˈnɔ̃ːs - də ˈzyːl - pe də ˌlyˑn ˈbœːɹe - a ˈmɔ̃me̞ ma tøz ˈnɑlhwe ta aˈtejəɹ - ge̞w ha ˌmeˑɑ̃ - ˈnœhe hɑ̃m də we̞ːl nɛj dyˈstyː - me møz em də ˈwe̞ːlə hɔ̃ːz dyˈstyː - a ˈlɑːɹo dit - ˈmyːɔχ wid huˈveːe̞s waɹ - waɹ - waɹ ˈistwaɹ ə ˈhlɔχ - a nim də də ˈskoːl - a fidəˈduːe ˈhemɑ̃ e̞ ha ˈmɔ̃me̞ - ag ə - fe ma ˈlɑːɹəd de - ma ɛsˈplikəd ˈdeɑ̃ pəˈnɔ̃ wa be ˈkɔ̃n - wa be ˈlɛːɹəd a tut - komo huˈveːe̞ ze ˈguːde ˈie mɛt] 2. [ˈʃo̞mə wa ˈdyːən ˈguːde]

1. et pour alors il était près de minuit, le dimanche, ou le lundi matin, « ah ! dis-je, si tu as la clé de ton atelier » « mais si dit-il » « alors nous allons la voir tout de suite, il faut que je vois celle-là tout de suite, et je te dirai... davantage que tu ne sais sur... sur... sur l'histoire de cette cloche », et nous d'aller... à l'école, et bon sang ! « c'est bien elle ! dis-je », et euh... ma foi, j'avais dit... je lui avais expliqué comment ça s'était passé, elle avait été volée et tout, Commeau savait ça après aussi mais... 2. elle était resté là-bas après

1. Pier Gotie, 1938, Plûned
2. Odil Gotie, , Plûned
(dastumet gant Tangi)

1. pa vez klevet komz deus ar Bailh la Solaye Kervorc'h, ha me 'meus ket... me 'meus ket eu... anavezet anezhañ met... klevet pa 'h aen... klevet komz deus hennezh, eno e oa... eno e oa traoù kwa 2. ah ya ! 1. met debret int tout ! 2. ya ! oh ya ! eu... muioc'h evit trist ivez, met eu... ur breur da Frañsoa, peogwir e oa o chom 'ba Lanngwerad, hag e oa ar Bailh, eñ 'na lâret eu... « oh ! a-benn an amzer zo da dont, emezañ, tout an douar a vo d'ar memes reoù ! » 1. a vo da... ah ya ! 2. ya, hag If, breur Frañsoa xxx ( ?) 1. ya 2. « ha... ha... ha ni neuze ? » « ben eu... e labourfet evite ! »

1. [pe ve ˌklɛwə ˈkɔ̃mz dœz ˌbɑj lasoˌlɛ kɛɹˈvɔɹx - a ˌme møs kət - ˌme møs kəd ə - hɑ̃nˌveˑəd ˌneˑɑ̃ mɛ - ˌklɛwɛt pe hɛn - ˌklɛwət ˈkɔ̃mz dœz ˌhẽˑz - ˌeˑno wa - ˌeˑno wa ˈtɹɛw kwa] 2. [a ˌjɑ] 1. [mɛ ˈdɛːb iɲ ˈtut] 2. [ˌjɑ - o ˌjɑ ə - ˌmyˑɔx wit ˈtɹist ˌiˑe - mɛd ə - ˈbɹœːɹ də ˈfɹɑ̃swa - pyˌgyˑɹ wa ˌʃo̞m bah lɑ̃nˈgwɛːɹat - a wa ˈbɑj - ˌhẽˑ na ˌlɑˑd ə - o be̞n ˈnɑ̃mzəɹ zo də ˌdɔ̃nt ˈmeˑɑ̃ - ˌtunˈduˑaɹ vo də ˌmɔ̃məz ˈɹew] 1. [vo də - a ˌjɑ] 2. [ˌjɑ - a ˈif - ˌbɹœˑɹ ˈfɹɑ̃swa ?] 1. [ˌjɑ] 2. [a a a ˈnim ˌnœhe - bɛ̃ ə - laˈbuɹfəd ˌwite̞]

1. quand on entend parler de Le Bail de la Solaye en Kervorc'h, et moi je n'ai pas... moi je ne l'ai pas euh... connu mais... entendu quand j'allais... entendu parler de lui, là-bas il y avait... là-bas il y avait des biens quoi 2. ah oui ! 1. mais tout a été dilapidé ! 2. oui ! oh oui ! euh... plus que triste aussi, mais euh... un frère à François, puisqu'il habitait à Lanngwerad, et il y avait Le Bail, il avait dit euh... « oh ! dans le futur, dit-il, toutes les terres seront à la même famille ! » 1. et elles seront à... ah oui ! 2. oui, et Yves, le frère de François xxx ( ?) 1. oui 2. « et... et... et nous alors ? » « ben euh... vous travaillerez pour eux ! »

1. Daniel Yekel, 1957, Sant Laorañs
2. Solañj Gilhard, 1930, Sant Laorañs
(dastumet gant Tangi)

« te a anavez an andouilhenn-se emezañ ? », « ya 'vat ! tout an dud a anavez an andouilhenn-se », 'ma lâret dezhañ

[ˌte ˈhɑ̃nve nɑ̃nˈdujən ze ˈmeˑɑ̃ - ja ˈhɑ - ˈtun ˌdyt ˈhɑ̃nve nɑ̃nˈdujən ze ma ˌlɑꝛ ˈteˑɑ̃]

« toi tu connais cette andouille-là, dit-il ? », « mais oui ! tout le monde connait cette andouille-là », que je lui avais dit

Jañ Michel, 1939, Peurid (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 322 frazenn.
1234567891011121314151617