Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 2978 frazenn.
123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149

me a derc'he ur park hag a vije graet Park an Ti Soul doutañ ha 'oa ti ebet ken e-barzh hañ ! met mein a vije kavet hañ !

[... ˌpɑꝛk ti ˈzuːl ... - ...]

nom de champ de Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

lec'h emañ ar farmasi aze eo, aze e oa ar chapel, aze e oa ar chapel, chapel ar Prioli donc Cha... Chapel Santez Madelen, nann ! hag ar park a vije graet Santez-Madelen doutañ ivez, Park Madelen a vije graet doutañ, me 'meus bet labouret ar park-se e-pad ur pennad-mat

[... - ... - ... - ˌʃɑpəl pɹiˈoːli ... - ˌʃɑpəl ˌzɑ̃təz maˈdœˑlən - ... - a ... ˌzɑ̃təz maˈdœˑlən ... - ˌpɑɹg maˈdœˑlən ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Traou ar Stank ya, hennezh zo e traoñ ar bourk ivez, a-raok arriet ar Prostern, traou ar Stank eu... e traoñ eu... Gra Tasel a vije graet doute... douti, honnezh eo ar gra startañ 'ba Lezardrev, kement hag un doenn an ti

[ˌtɹɔw ˈstɑ̃ŋˤ ja - ... - ... ˈpɹo̞stɛꝛn - ˌtɹɔw ˈstɑ̃ŋˤ ... - ... - ˌgɹɑ ˈtɑsəl ... - ... - ja - ... ˌlezaꝛˈdɹẽˑ - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

kavet 'm... Kavet 'meus anezhañ, ar Gonideg, ar Gernevez, donc e oa aze, 9 Résidence ar Gernevez, ar Gernevez... ah, ouai ! met hennezh eu... marteze eo ur park aze a vije graet ar Gernevez doutañ, aze zo ur cité bremañ, 'ba ar Gernevez, evel e lerez aze

[... - ... - ... - ge̞ꝛˈnewe - ... - ... ge̞ꝛˈnewe - ge̞ꝛˈnewe - ... - ... - ... ge̞ꝛˈnewe ... - ... ge̞ꝛˈnewe - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ur park a oa aze ha 'meus ket soñj piv 'na bet prenet anezhañ ha... hag e oa d'an Iliz hañ ! donc eu... met peogwir e oant bet gwerzhet-tout eu... leve an ilichoù aze goude 1805, c'est ça ? ouai, ha donc hennezh a oa bet gwerzhet ivez, Park Sant-Jann, hag e vije renket paeañ eu... penaos e lârfen dit ? an hini 'na prenet anezhañ, a renke reiñ un tamm bep bloaz d'an Iliz bepred, ya ! ha 'meus bet klevet ma dad o lâret, an hini 'na prenet anezhañ, 'na c'hoanteet... 'na... 'na... 'na ket c'hoanteet, 'na dimezet e verc'h, ha 'na c'hoant da gaout tout an enorioù, met 'na ket paeet ar pezh a c'hlee d'an Iliz, ha 'na lâret ar person dezhañ « pa 'to paeet mabig, ar pezh a c'hleez d'an Iliz, emezañ, 'to an enorioù, hag a-raok 'to ket ! », Sant-Jann, Sant-Jann, donc eñ a oa ur park, met aze zo ur cité bremañ hañ ! ya

[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɑꝛg ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

aze zo tri pe bevar di aze ivez, 'ba vilajenn Traou an Dour aze, Traou an Dour a vije lâret met... ya, Hent ar Prad a lerez hañ ? ouai, gwelet a ran pelec'h emañ an hent hañ ! peogwir an hent-se a dape prajoù, ben aze e oa prajoù, un toullad prajoù, gleb memes, gleb-kaer, hag an hent da vont dezhe, ben, a vije graet Hent ar Prad doutañ

[... - ... ˌtɹɔwˈnduːɹ ... - ˌtɹɔwənˈduːɹ ... - ja - he̞n ˈpɹɑˑd ... - ... - ja - ... - ... - ... he̞n ˈpɹɑˑd ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Kerrun, hag eo Ker-an-run met Kerrun a vije graet doutañ

[ke̞ˈɹyːn - ... - ... ke̞ˈɹyːn ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Kergochon met... ha hennezh zo e Lezardrev c'hoazh ? Kergochon ? ah, ya ! tost da Bleuveur hañ ! ya, ya, geo ! peogwir an hini a oa o chom e-barzh a oa Barbier hag e vije graet Barbier de Kergochon doutañ dre ma oa ur Barbier all e-kichen du-mañ, Barbier ar Fantan Wenn ha Barbier de Kergochon

[ke̞ꝛˈgoʃɔ̃n ... - ... ˌlezaꝛˈdɹẽˑ ... - ke̞ꝛˈgoʃɔ̃n - a ja - ... blœˈvœˑꝛ ɑ̃ - ja - ja - ... - ... - ˈbɑꝛbje ˌvɑ̃tən ˈwe̞n a ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

an Ti Ruz a vije graet doutañ, met... marteze 'na un anv all hañ ! met... ah, nann ! met an Ti Ruz eu... dre ma oa brik ruz oc'h ober an doenn, ha donc e vije graet an Ti Ruz doutañ, ah, marteze ya ! geo ! geo, geo ! ouai, ya, ya, ya ! ya, ya ! met 'vije ket graet, an Ti Ruz a vije graet doutañ ordinal hañ ! Flouriou

[ˌti ˈɹyˑ ... - ... - ... - ... - ... - ˌti ˈɹyˑ əː - ... - ... ˌti ˈɹyˑ ... - ... - ... - ... - ... - ja - ja - ja - ja ja - ... - ˌti ˈɹyˑ ... - fluˈɣiju]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Toull al Lann ya, met a-raok arriet e Toull al Lann 'teus ur menaj aze hag a vije graet doutañ... peseurt anv ?

[ˌtuˈlɑ̃n ja - ... ˌtuˈlɑ̃n ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

e arriez e Kerriwalan, ya, e vije graet al Lann Vihan doutañ, ya ! al Lann Vihan, ya ! met an anv... gwir eo... Kerriwalan

[... ˌke̞ɹiˈwɑlɑ̃n - ja - ... ˌlɑ̃n ˈviˑən ... - ja - ˌlɑ̃n ˈviˑən - ja - ... - ... - ˌke̞ɹiˈwɑlɑ̃n]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

aze e vije graet ar Gorneri doutañ, 'oa ket hennezh an anv, lakeet eo ? Corderie ? non, ar Gorneri a vije graet doutañ, a-hervez... e oa bet reoù hag a rae kerden aze, ha se zo kaoz e oa lakeet eu... la Corderie doutañ met...

[... gɔꝛˈnœːɹi ... - ... - ... - ... - gɔꝛˈnœːɹi ... - ... - ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

pelloc'h evit Kerdilez eo ar C'hrogilheg hag an Ezlec'h, ya ! an Ezlec'h a vije lâret met al Lezlec'h eo skrivet hañ !

[... ke̞ꝛˈdiːlɛs ... hɹoˈgijɛg a ˈnezle̞x - ja - ˈnezle̞χ ... ə ˈlezle̞χ ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

an hini a lârez al Lann Gozh aze 'oa ket al Lann Gozh e anv hañ ! met al Lann Gozh a vije graet doutañ ! met... met war... war ar c'hadastr e oa al Lann Wenn, ya ! met ur bankardenn prive hañ ! 'na kreet gant ur c'hreion an hini zo o chom e-barzh, peogwir 'meus ur park, un tamm bihan pelloc'h evit... evit hennezh, ha eo al Lann Wenn e anv, Park al Lann Wenn, donc ar menaj a oa 'ba al Lann Wenn ivez hañ ! 'ba al Lann Gozh 'oa menaj ebet, mann... mann nemet douar !

[... ə ˌlɑ̃n ˈgoːz ... ˌlɑ̃n ˈgoːz ... - ... ˌlɑ̃n ˈgoːz ... - ... - ... - ... ˌlɑ̃n ˈwe̞n – ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌlɑ̃n ˈwe̞n ... - ˌpɑɹg lɑ̃n ˈwe̞n - ... ˌlɑ̃n ˈwe̞n ... - ... ˌlɑ̃n ˈgoːz ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ya met... goude al Lann Wenn aze 'gleez ket kaout ti ebet ken, ha hennezh a vije graet al Lann Gozh doutañ, met... e anv... gwir a oa al Lann Wenn

[... - ... ˌlɑ̃n ˈwe̞n ... - ... ˌlɑ̃n ˈgoːz ... - ... - ... - ˌlɑ̃n ˈwe̞n]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ya, met 'meus ket soñj douzh peseurt anv e vije aze, met lâret e vije ar C'hroashent doutañ ivez, met eu... 'meus ket soñj douzh e anv, 'oa ket Konvenant un dra bennak ? ah, bon ? ouai... mais Brousteiero a oa izeloc'h en traoñ, an anv ar plas-se 'oa ket eu... ar C'hroashent zo, goude emañ ar menaj-se a lâran dit, ha goude emañ Brousteiero

[ja - ... - ... ˈhɹwɑsɛn ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌbʴustɛˈjeˑɹo ... - ... - ə ˈhɹwɑsɛn ... - ... - ... ˌbʴustɛˈjeˑɹo]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Penn Kra a vije lâret, 'vije ket lakeet Penn ar C'hra, Penn Kra, ya, ya, met Penn Kra a vije lâret ivez, ya, 'vije ket lâret Penn ar C'hra, Penn Kra, ouai, ya, en brezhoneg e vije kentoc'h hañ ! met me 'meus bet klevet ordinal ober Penn Kra doutañ

[ˌpe̞n ˈkɹɑˑ ... - ... ˌpe̞n ˈhɹɑˑ - ˌpe̞n ˈkɹɑˑ - ja - ja - ... ˌpe̞n ˈkɹɑˑ - ja - ... ˌpe̞n ˈhɹɑˑ - ˌpe̞n ˈkɹɑˑ - ... - ja - ... - ... ˌpe̞n ˈkɹɑˑ ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

amañ e vije graet Lann Gog doute, 'teus ket Lann Gog aze ? geo ? aze, Keruhelañ, hennezh zo un anv nevez hañ ! añfin... nevez ! ugent vloaz pe tregont vloaz kwa ! a-raok 'vije ket komzet deus se

[... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... - ... - ˌke̞ɣyˈelɑ̃ - ... - ... - ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

goude e gouezhez e Kervengi, Kervengi a vije graet doute, na Bihan na Bras, Kervengi, o-daou

[... ke̞ꝛˈvɛ̃ŋgi - ... - ... ke̞ꝛˈvɛ̃ˑgi - ke̞ꝛˈvɛ̃ŋgi ... - ... - ke̞ꝛˈvɛ̃ŋgi - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ah... marteze ya ! n'onn ket hag-eñ 'oa ket ar Vilin ar Vir a vije graet doutañ

[... - ... ˌviˑlin ˈviːɹ ...]

Lezardrev ???