Brezhoneg Bro-Vear

Klask

Kavet zo bet 404 frazenn.
123456789101112131415161718192021

amañ e vije graet Lann Gog doute, 'teus ket Lann Gog aze ? geo ? aze, Keruhelañ, hennezh zo un anv nevez hañ ! añfin... nevez ! ugent vloaz pe tregont vloaz kwa ! a-raok 'vije ket komzet deus se

[... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... ˌlɑ̃n ˈgɔk ... - ... - ... - ˌke̞ɣyˈelɑ̃ - ... - ... - ... - ...]

Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

1. hag zo un hent kozh aze, un délaissé départemental hag a vez graet Hent Jegou dioutañ 2. ya 1. hag aze e oa un ti gwechall hag a zo bet eu... 'meus ket gwelet nemet ur vogerenn dioutañ, ar mein zo bet gwerzhet, arri zo... ugent vloaz zo abaoe

1. [... - ... ˌhe̞n ˈʒeˑgu ...] 2. [ja] 1. [... - ... - ...]

Lanvaeleg
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

1. Ivoñ Penven, 1961, Lanvaeleg
2. X Penven, , Lanvaeleg
(dastumet gant Tangi)

ah, Kerberon ! ah ben ya ! Kerberon ! Kerberon ya, eno e oa If ar Meur, paotr ar vapeur, on bet... on bet ugent vloaz oc'h ober des battages à l'ancienne gantañ, marv int-tout ivez, Kerberon ya

[a ˌke̞ꝛˈbeˑɾɔ̃n - ... - ˌke̞ꝛˈbeˑɾɔ̃n - ˌke̞ꝛˈbeˑɾɔ̃n ja - ... - ... - ... - ˌke̞ꝛˈbeˑɾɔ̃n ja]

Ploulec'h
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Noel Fomel, 1943, Ploulec'h (dastumet gant Tangi)

Kroaz ar Gwenanenn ! Kroaz ar Gwenanenn, hag ar Gwenanenn-se, dre an avani, n'eo ket... n'eo ket... unan 'na lâret « c'est les abeilles ! », non ! n'eo ket an « abeilles » eo ! non, non ! moaien e vefe da soñjal se met n'eo ket se eo ! ar Gwenanenn a oa an anv ar reoù... tud-kozh a oa a-hont o chom, 'ba ar c'hartier-se, ha... ar pezh a oa arri eu... e oa bet en em debrouilhet *ma... fall gant ar gazeg ha... ruilhet ar c'hastell-karr warnañ ha bet lazhet ar paotr hag evel-se e oa bet graet, ar groaz zo bet adgraet bremañ zo... tremen ugent vloaz zo, peogwir on bet o sikour oc'h ober anezhi peogwir a-wechoù e vezan 'ba ar patrimoine hag e sikouren tammoù evel-se, ha eo Kroaz ar Gwenanenn

[ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən - ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən - a gweˈnɑ̃ˑnən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - gweˈnɑ̃ˑnən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ-Paul ar Rouzez, 1956, Pleuveur-Gaoter (dastumet gant Tangi)

hennezh zo un ti nevez e-kichen Logell Jegoig, Logell Jegoig ha... boñ ! aze e oa bet graet un ti, bremañ hanter-kant vloaz zo, met un ti eu... boñ, e vez lâret un ti nevez hein ! n'eo ket kozh an ti, ha eo Kerveder e oa, ya ! an anv... ya ! emañ... bezañ 'neus e anv ha tout ya ! nann, nann ! e-kichen Logell Jegoig, penn an hent Logell Jegoig

[... ˌloˑgəl ʒeˈgoˑic - ˌloˑgəl ʒeˈgoˑiɟ a - ... - ... - ... - ... - ... ke̞ɹˈveˑdəɹ ... - ... - ... - ˌloˑgəl ʒeˈgoˑik - ˌloˑgəl ʒeˈgoˑic]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ-Paul ar Rouzez, 1956, Pleuveur-Gaoter (dastumet gant Tangi)

peogwir... e oa e dad... e tad-kozh, ha goude e oa bet e dad ha bremañ eo ar mab, gant e da... a labour an douar, (met end-eeun ?) ar mab 'neus graet un ti nevez.. kazi e-tal ar vered aze, hag evel-se n'emañ ket o chom ken e-barzh eu... e dud zo bet o chom ur pellad-mat... dek vloaz zo zo, dek pe pemzek vloaz zo zo den e-barzh ken, nann ! 'ba Kerbrost an Noblañs aze

[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ke̞ꝛˌbɹɔst ˈnoˑblɑ̃s]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ-Paul ar Rouzez, 1956, Pleuveur-Gaoter (dastumet gant Tangi)

ha neuze 'teus Keryakob, Ker... Keryakob, aze on bet o chom, c'hwec'h vloaz pa oan dimezet, Keryakob, daou Geryakob zo

[... ke̞ꝛˈjɑkɔp - ... ke̞ꝛˈjɑkɔp - ... - ... - ke̞ꝛˈjɑkɔp - ... ge̞ꝛˈjɑkɔb zo]

Pleuvihan
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Mari-Glaod Meudal, 1946, Kerborzh (dastumet gant Tangi)

Ujen salpin a deue da labourat da Grec'h Hello, keit hag e oan... 'ma pemp pe c'hwec'h vloaz, war e dreid

[ˌyˑʒɛn ˈzɑlpin ... gɣe̞χ ˈhe̞lo ... - ... - ...]

Eugène salpin venait travailler à Crec'h Hello, tant que j'étais... j'avais cinq ou six ans, à pied

Tredarzeg
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Louis an Arzul, 1936, Tredarzeg (dastumet gant Tangi)

Langoad, Kergadig, Kergadig, ya, ur c'hastell zo aze, ma zud zo bet pevar c'hant vloaz aze

[lɑ̃nˈgwɑt - ke̞ꝛˈgɑˑdic - ke̞ꝛˈgɑˑdik - ... - ...]

Langoad
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Jañ ar Gwajo, 1936, Koatreven (dastumet gant Tangi)

Koatreven, Koatreven 'h on amañ tremen... hanter-kant vloaz zo

[kwaˈtɾɛˑvən - kwaˈtɾɛˑvən ... - ...]


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Rene Meurig, 1936, Koatreven (dastumet gant Tangi)

un anv kozh e oa er barrouz, puisque Penn an Nec'h... e oa bet pemp kant vloaz censément ma familh e-barzh

[... - ... ˌpe̞n ɑ̃ ˈnex - ...]

Plufur
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Rene Meurig, 1936, Koatreven (dastumet gant Tangi)

pa oan nav vloaz e oan deut ac'hane, e oamp deut da... Lougoulaouen, Lougoulaouen, ah ? nann ! amañ da-gaout... e bord la voie expresse kazi amañ

[... - ... - ˌluguˈlɔwən - ˌluguˈlɔwən - ...]

Plounerin
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Frañsoa an Ozhac'h, 1938, Plounerin (dastumet gant Tangi)

1. petra 'na lâret tad-kozh Tangi dit pa 'ta kreuvet ur rod ? « oh ! ma vezec'h aze pa... pa retornin, me a chãnjo anezhi dac'h » 2. ya, « me a chañjo anezhi dac'h » 3. piv eo e dad-kozh ? 1. feiz, François... euh... Jean Bihan, an hini a oa... ur penn eu... un tamm, ruz un tamm e fenn, gant supercinq bleu clair 3. ah, d'accord, da dad-kozh ! 1. ya ! ha... ha eñ 'na kroazet ac'hanon, te 'ta kreuvet, 'na lâret se dit 3. ah ya ! soñj 'meus deus hennezh 1. « ma vezec'h aze pa... pa retornin » 2. « ma vezec'h aze pa retornin, emezañ » 3. 'oa ket ken kozh-se hennezh ? pet vloaz 'na ? 1. en oajoù gant maman ha tout

1. [ˌpɹɑ na ˌlɑːd ə - tatˌkoˑs ˈtɑ̃ŋgi ˌdit pe ta ˈkɹœːvəd ə ˈɹoːt - o ma vɛx ˌɑhe pe - pe ɹeˈtɔɹnĩ - me ˈʃɑ̃ːʒo ˈnɛj dax] 2. [ˌjɑ - me ˈʃɑ̃ːʒo ˈnɛj dax] 3. [ˌpiw e̞ i datˈkoːs] 1. [fe - ... ə - ... ˈni wa - ˈbe̞n ə - tɑ̃m - ˈɹyˑ tɑ̃m i ˈve̞n - gɑ̃n ...] 3. [... - də datˈkoːs] 1. [ja - a a ˌẽ na ˈkɹwɑːzəd ɑ̃w - ˌte ta ˈkɹœːvət - na ˌlɑˑɹ ˈse ˌdit] 3. [a ˌjɑ - ˌʃɔ̃ˑʒ møs dœs ˌhẽˑs] 1. [ma vɛx ˌɑhe pe - pe ɹeˈtɔɹnĩ] 2. [ma vɛx ˌɑhe pe ɹeˈtɔɹnĩ ˌmeˑɑ̃] 3. [ˌwɑ kə ˌken ˈkosˑe ˌhẽˑs - ˌpeˑd la na] 1. [ˌnwɑːʒo gɑ̃n ... a ˌtut]

1. qu'est-ce que le grand-père de Tangi t'avait dit quand ta roue avait crevé ? « oh ! si vous êtes là quand... quand je reviens, moi je vous changerai la roue » 2. oui, « moi je vous changerai la roue » 3. c'est qui son grand-père ? 1. ma foi, François... euh... Jean Bihan, celui qui était... une tête euh... un peu, la tête un peu rouge, avec une supercinq bleu clair 3. ah, d'accord, ton grand-père ! 1. oui ! et... et il m'avait croisé, toi tu avais crevé, il t'avait dit ça 3. ah oui ! je me souviens de lui 1. « si vous êtes là quand... quand je reviens » 2. « si vous êtes là quand je reviens, dit-il » 3. il n'était pas si vieux que ça ? quel âge avait-il ? 1. de l'âge de maman et tout

1. Dominik Baodour, 1965, Bear
2. Anna ar Baodour, 1932, Bear
3. Korin ar Baodour, , Bear
(dastumet gant Tangi)

ha prenet ur c'hamion, me a lâr dit, me 'ma ur c'hamion, eñ 'na ket e bermi, me 'ma ma fermioù, evel-se 'meus graet daouzek vloaz kamion goude

[... - ... - ... mə vɛɹˈmiˑo - ...]

et [j'avais] acheté un camion, moi je te dis, moi j'avais un camion, il n'avait pas son permi, moi j'avais mes permis, donc j'ai fait douze ans de camion après


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Louis Roparzh, 1945, Trezeni (dastumet gant Tangi)

hag e oan o lâret dezhañ « 'oarez ket pet vloaz 'meus ? pevar-ugent vloaz », 'ma d'ar c'houlz-se, « pevar-ugent vloaz, eu... kavet a ra dit on kap da... da gonduiñ ma oto ? zo degaset din ? » « eu... emezañ, ret e vo gwelet ! met me zo kontant da... da... da dont da welet, ha da lakat ac'hanout en rout ganti eu... » voilà ! ha 'ma kemeret daou les.. div leson

[a wɑ̃n ˌlɑˑɹ ˈteˑɑ̃ - waˌɹes kə ˈped la møs - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ma də ˈhulsˑe - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ə - ˈkɑˑ ɹa ˌdit hɔ̃ ˌkɑb də - də gɔ̃nˈdyˑĩ ma ˈhoto - zo ˈdjɛsə ˌtĩ - ə ˌmeˑɑ̃ - ˌɹɛ vo ˈgwe̞ːlɛt - mɛd ˌme zo ˈkɔ̃ntɑ̃n də də - də ˌdɔ̃n tə ˈwe̞ːlɛt - a də ˈlɑkəd o̞wd ɛn ˈɹut ˌkɑ̃nti ə - ... - a ma keˈmeːɹəd do̞w ˈløs - diw ˈløsɔ̃n]

et je lui disais « tu ne sais pas quel âge que j'ai ? quatre-vingts ans », que j'avais à cette époque-là, « quatre-vingts ans, euh... tu penses que je suis capable de... de conduire ma voiture ? qu'on m'a apportée ? » « euh... dit-il, il faut voir ! mais moi je veux bien venir... venir voir, et te faire rouler avec elle euh... » voilà ! et j'avais pris deux leç... deux leçons

Mari ar Vey, 1924, Sant Laorañs (dastumet gant Tangi)

hag ar reoù gozh eo... boñ, se zo dija dek vloaz, pemzek vloaz koshoc'h eviton, ha... 'deus muioc'h soñj deus eu... rak... rak-kar me 'oaren ket ger gallek ebet, pa oan aet... pa oan aet d'ar skol

[a ˌɹew ˈgoːz e̞ - bɔ̃ - ˌze zo deˌʒɑ ˈdeg la pɛmˈzɛg la ˈkosɔx ˌwitɔ̃ - a - døz ˌmyˑx ˈʃɔ̃ˑʒ døz ə - ɹak - ɹak kaɹ me ˌwɑˑɹɛn kə ˌgiˑɹ ˈgɑləg ˌbet - pə wɑ̃n ˌɛt - pə wɑ̃n ˌɛd də ˈskoːl]

et les anciens c'est... bon, ça c'est déjà dix ans, quinze ans plus vieux que moi, et... ils se souviennent mieux de euh... car... car moi je ne savais pas un mot de français, quand j'étais allé... lorsque j'étais allé à l'école

If Damani, 1938, Prad (dastumet gant Tangi)

seizh vloaz sec'hour, n'eo ket bet gwir ivez

[ˈsɛjzla ˈzehuɹ - ...]

sept années de sécheresse, ça n'a pas été vrai non plus


Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Ifig ar Falc'her, 1940, Rospez (dastumet gant Tangi)

klevet 'ma unan o lâret ur momed zo, tri-ugent vloaz... zo... zo, hag eu... eñ a oa un tamm paotr chafoutist ha tammoù partioù... evañ a rae ur bannac'h hag e oa arri tomm dezhañ, hag e oa arriet eu... amañ, d'ar c'houlz-se e oan o terc'hen menaj, ha fidedou, arri tomm-mat d'ar paotr adarre, sañs... hennezh 'h arrie... du-mañ 'h arrie alies ha... « hag eu... emezañ », hag e welan anezhañ oc'h antren 'ba an ti c'hoazh, « le modernisme tuera l'homme, emezañ », ha zo se ya... soixante-dix ans zo abaoe, ya 'vat ! hemañ a oa o chom er Wazh Du aze, ya 'vat ! « le modernisme tuera l'homme, emezañ », e welen anezhañ o fraoñval e divvrec'h evel-se, oh daonet e vo ! met lâret 'meus... lâret se mat a wech, « fidambie ! eñ 'oa ket genaoueg, sur ! met e blije ar bannac'h traoù dezhañ hag evel-se... eñ a oa vadrouilh te ! sell aze

[ˈklɛwə ma ˌyˑn ˈlɑːd ˈmomət so - tɾiyˈgɛnla - so zo - ag ə ˌhẽˑ wa ˌntɑ̃m ˈpo̞t ʃafuˌtis a ˌtɑ̃mo paɹˈtiˑo - ˈeːvə ɹe̞ ˈbɑ̃x a wa ˌɑj ˈto̞m ˌdeˑɑ̃ - a wa ˌɑjəd ə ˌɑ̃mɑ̃ - də ˈhulsˑe wɑ̃n ˌtɛɹhɛn ˈmeːnaʃ - ə fidəˈdu aj ˌto̞mˈmɑt tə ˈpo̞ˑd ˌɑɹe - ˌsɑ̃s hẽˑs ˌhɑje ˈdymɑ̃ ˌhɑje aˈliˑɛs a - ag ə ˌmeˑɑ̃ a ˌwe̞ˑlɑ̃ ˌneˑɑ̃ ˈhɑ̃ntɾən ban ˈtiˑ ˌxwɑs - ... ˌmeˑɑ̃ - a zo ze ja - ... zo ˌbwe - ja ha - ˌhemɑ̃ wa ˌʃo̞m ˌwɑˑzˈdyˑ ˌɑhe - ja vat - ... ˌmeˑɑ̃ - ˌwe̞ˑlɛn ˌneˑɑ̃ ˈfɹɑ̃wəl i ˈdiwvɹex vəˈse - o ˈdɑ̃wnəd ə vo - mɛ ˈlɑːɹɛ møs - ˌlɑˑt se ˌmɑd ə ˈweʃ - fidɑ̃mˈbiˑe̞ - hẽ ˌwa kə geˈnoˑg ˌzyˑr - mɛd e ˌbiˑʒe ˌbɑ̃x ˈtɾɛw ˌdeˑɑ̃ a vəˈse - ˌhẽˑ wa vaˈdɾuj te se̞l ˌɑhe]

j'en avais entendu un il y a un moment, cela fait... fait... soixante ans, et euh... c'était un gars « je m'en foutiste » et des petites fêtes... il buvait un coup et il était éméché, et il était arrivé euh... ici, à cette époque-là je tenais la ferme, et bon sang, voilà le gars bien éméché de nouveau, en princi... celui-là venait... il venait souvent chez moi et... « et euh... dit-il », et je le vois encore entrant dans la maison, « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et ça c'est oui... il y a soixante-dix ans depuis, mais oui ! il habitait à ar Wazh Du là, mais oui ! « le modernisme tuera l'homme, dit-il », et je le voyais agiter les bras comme ça, oh damnation ! mais j'ai dit... dit ça plusieurs fois, « nom de dieu ! lui n'était pas idiot, assurément ! mais il aimait la boisson et donc... il était du genre à vadrouiller tiens ! voilà

Mari ar Gag, 1932, Bear (Lanneven) (dastumet gant Tangi)

he zad a oa arri 'ba en Roazhon, hag e oa... donc e oa avertiset, 'na gallet dont d'ar gêr un devezh pe daou, a-raok partiañ d'ar brezel, ha... ya, ha 'oa ket deut d'ar gêr ac'hann c'hwec'h vloaz goude

[i ˈzɑːd wa ˌɑj ban ˈɹɑ̃wɔ̃n - a wa - dɔ̃ŋg wa avɛɹˈtisət - na ˈgɑlə dɔ̃n də ˈge̞ːɹ ən ˈndewəs pe ˈdo̞w - ɹo̞k paɹˈtiˑɑ̃ də ˈbɹeːzəl - a ja - a ˌwa kə ˌdœt tə ˈgeˑɹ hɑ̃n ˈxwɛx la ˈguːde]

son père était arrivé à Rennes, et il était... donc il avait été averti, il avait pu venir à la maison une journée ou deux, avant de partir à la guerre, et... oui, et il n'était revenu à la maison que six ans après

Ifig ar Blevenneg, 1939, Bear (dastumet gant Tangi)

abaoe pevarzek vloaz emañ an nen o labourat, bemdez, bemdez, bemdez !

[ˌbwe paɹˈzɛg la mɑ̃ ˈneːn laˈbuːɹəd ˈbɑ̃wde ˈbɑ̃wde ˈbɑ̃wde]

depuis ses quatorze ans on travaille, tous les jours, tous les jours, tous les jours !

Deniz Bourdonneg, 1935, Bear (Trezelan) (dastumet gant Tangi)

Kavet zo bet 404 frazenn.
123456789101112131415161718192021