Klask
« brevet »
Frazennoù kavet : 34
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 teus ket brevet kazh ebet betek bremañ, an oto zo o vont da vezañ kaset d'ar garaj ha 'to ket anezhi ken
[...]
tu n'as écrasé aucun chat jusqu'à maintenant, la voiture va être emmenée au garage et tu ne l'auras plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel ar Boulc'h, ganet e 1925 e Gwennrann (Bro-Naoned), o chom e Tredarzeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ??? / Plufur.
Bet o chom e Plufur hag e Kervaria a-raok dont da Dredarzeg da 15 vloaz.Dastumer : Tangi (2021-07-15)
-
👂 🔗 daon ya ! brevet deus a bartout !
[...]
dame oui ! broyé de partout [corps des anciens] !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ar fleur zo drailhet tout gant ar glaveier hag an avelaj aze tout, oh la la ! brevet anezhe-tout te !
[ˈflœˑꝛ zo ˌdɣɑjət ˈtud gɑ̃n ə glaˈwɛjəꝛ a naˈweˑlaʃ ... - ˈbɾɛwəd ˌne̞ ˈtut te]
les fleurs ont toutes été abimées par les pluies et les coups de vent là, oh là là ! [elles ont été] toutes bousillées pardi !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan sortiet deus ar gouent Vear, peogwir e oa... aze e oa ur skol d'ar c'houlz-se, ha l'année eu... ar bloaz e oamp sañset da dremen hom brevet, e oa lâret dimp eu... 'vijemp ket miret ken peogwir... e oant o vont da gemer bugale deus eu... bugale vihan deus eu... peogwir e oa brezel sous... piv e oa... eñ a oa... eñ eu... en Espagn
[pe wɑ̃n sɔɹˈtiˑət tœz ˈguˑən ˈveˑaɹ - pyˌgyˑɹ wa - ˌɑhe̞ wa ˈskoːl də ˈhulsˑe - a ... ə - ˈblɑ wɑ̃m ˈsɑ̃səd də ˈdɹemen ɔ̃m ˈbɹøːvɛ - wa ˌlɑˑt ˈtim ə - viˌʒɛm kə ˈmiːɹə ˌkeˑn pyˌgyˑɹ - wɑ̃ɲ ˌvɔ̃n tə ˈgemɛɹ byˈgɑːle dœz ə - byˌgɑˑle ˈviˑən dœz ə - pyˌgyˑɹ wa ˈbɹeːzəl su - ˈpiw wa ˌhẽ wa ˌhẽ ə - nɛsˈpaɲ]
quand j'étais sortie du couvent de Bear, puisqu'il y avait... là il y avait une école à cette époque-là, et l'année euh... l'année où nous étions censées passer notre brevet, on nous avait dit euh... que nous ne serions pas gardées puisque... ils allaient prendre des enfants de euh... de jeunes enfants de euh... puisqu'il y avait la guerre sous... qui était... c'était... lui euh... en Espagne
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eus forzh penaos 'mijemp ket bet le brevet peogwir n'eo ket... 'oa ket bet tremenet
[nø fɔɹs pəˈnɔ̃ːz miˌʒɛm kə ˌbe ... pyˌgyˑɹ ˌˈne̞ kə - ˌwɑ kə ˌbe tɹeˈmeːnət]
n'importe comment nous n'aurions pas eu le brevet puisque ce n'est pas... il n'avait pas été passé
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo arri brevet-libr
[ˈme zo aj ˌbɹɛwədˈlip]
je suis complètement courbaturée [personne âgée]
Gant : Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha neuze eo ret dit gwelet penaos eo brevet, oh ma doue ! peogwir... 2. ya met hoñ... 1. me 'ma ket anavezet anezhi war an taol !
1. [a ˌnœhe e̞ ˌɹɛd did ˈgwe̞ˑlə pəˌnɔ̃ˑz e̞ ˈbɹɛwət - o ma ˈduˑe pyˌgyˑɹ] 2. [ˌjɑ mɛ ˈhɔ̃] 1. [ˌme mɑ kəd ɑ̃nˈveˑə ˈne̞j waɹ ˈntoːl]
1. et alors il faut que tu vois comme elle est brisée, oh mon dieu ! puisque.. 2. oui mais elle... 1. moi je ne l'avais pas reconnue sur le coup !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Armelle Hamon, o chom e Ploueg.
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en 1924 'da graet an ti, peogwir e oa graet daou venaj amañ e plas unan, e oa graet an ti nevez 'ba an tu all, ha 'deuint difindaonet eu... ar c'houldri evit ober un ti, oh non de die ! goude neuze 'na graet un ti all neuze, ha brevet... brevet eu... ar chapel, ha me 'ma lâret d'am dad « n'int ket da sikour ac'hanout, met dit eo ! 'meus mann da lâret »
[... da gwɛ ˈntiː - pu wa gwɛd ˈdo̞w ˈveːnəʒ ˈɑ̃mɑ̃ plaz ˈyn - wa gwɛ ˌntiˑ ˈnewe ban tyˈɑl - a dœɲ ˌdivinˈdɑ̃wnəd ə - ən ˈuldɾi wid o̞ːɹ ən ˈtiː - o nɔ̃ de ˈdje - ˈguːde ˈnœˑe na gwɛ ˌntiˑˈɑl ˈnœˑe - a ˈbɹɛwəd ˈbɹɛwəd ə - ə ˈʃɑpəl - a me ma ˈlɑːɹ dəm ˈdɑːt - ˌnĩŋkə də ˈʒikur o̞wt - mɛ ˈdid e̞ - møz ˈmɑ̃n də ˈlɑːt]
en 1924 ils avaient fait la maison, puisqu'avait été faites deux fermes ici à la place d'une, la nouvelle maison avait été faite de l'autre côté, et ils ont bousillé eu... le pigeonnier pour faire une maison, oh nom de dieu ! après alors il avait une autre maison alors, et saccagé... saccagé euh... la chapelle, et moi j'avais dit à mon père « je n'irai pas t'aider, mais c'est à toi : je n'ai rien à dire »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met an Aljeri, an Aljeri 'neus brevet ac'hanomp un tamm bihan bepred hañ !
[mɛ nalʒeˌɹi - nalʒeˌɹi nøz ˈbɹɛwəd ɑ̃m tɑ̃m ˈbiˑən ˈbopəd ɑ̃]
mais l'Algérie, l'Algérie nous a démoli un petit peu quand même hein !
Gant : Ivoñ an Aofred, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kawan / Sant Kleve.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hemañ neuze 'meus bet brevet, fentus a-walc'h, pa oan oc'h ober ma servij, gwelet a rez, e oamp o naetaat an tankoù, me a oa 'ba an tankoù oc'h ober ma servij, hag e oan 'ba an dourellenn lec'h e oa ar c'hondukteur o naetaat kwa, hag unan all eu... a oad ganin, komañset pisat warnon deus krec'h, le salaud, ha me.. an dourellenn n'eo ket bras, d'ar c'houlz-se e oan... oan digourdi ha 'ma hastet buan da vont, 'ma roet ur revrad dezhañ met daonet e vo ! me ivez 'ma bet
[a ’hemɑ̃ ’nœ:he mœz be ’bɹɛwət ’fɛntyz wɑx pe wɑ̃n ho̞:ɹ mə ’ʒɛɹviʃ gwe̞:l ə ɹe̞s wɑ̃m ne’tɑ:d ən ’tɑ̃ŋkʃo me wa ban ’tɑ̃ŋkʃo ’ho:bəɹ mə ’ʒɛɹviʃ a wɑ̃n ban du’ɹɛlən le̞h wa hɔ̃’dyktəɹ ne’tɑ:t kwa ag ən al ə nwɑ:t kɑ’nĩ ko’mɑ̃sət ’pisəd waɹnɔ̃ dœs kwex lœ sɑlo a me ndu’ɹɛlən ne̞ kə bɹɑ:z də ’huls:e wɑ̃n wɑ̃n di’guɹdi a ma ’hɑstə ’by:ən də vɔ̃n ma ’ɹo:əd ə ’ɹɛɹvat teɑ̃ mɛ ’dɑ̃wnəd vo me ie ma bet]
et celui-ci [doigt] alors je l'ai esquinté, c'est assez marrant, quand je faisais mon service, tu vois, nous étions en train de nettoyer les tanks, j'étais dans les tanks à faire mon service, et j'étais dans la tourelle là où était le conducteur en train de nettoyer quoi, et un autre euh... de mon âge, commence à pisser sur moi du haut, le salaud, et moi... la tourelle n'est pas grande, à cette époque-là j'étais dégourdi et je m'étais dépêché d'aller, je lui avais donné un grand coup mais nom de dieu ! moi aussi j'avais ramassé
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vije bet brevet ar barrennoù 'mije bet graet ur deklarasion
[ma viʒe be 'bɾɛwɛd ba'ɹeno miʒe be gwɛd ˌdeklaɹa'si:ɔ̃n]
si les barreaux [de la barrière] avaient été cassés, j'aurais fait une déclaration
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'na... 'na sachet re frank war... war al levier, « bouf », e oa antreet 'ba un ti, hag evel e lâremp, an hini gozh a oa aze, « toujust 'ta ket brevet anezhi kwa », hag eñ deskiñ dimp ober
['hemɑ̃ na na 'ʒɛʃə vɹɑ̃ŋg waɹ waɹ 'lœ:vje buf wa 'ɑ̃ntɾe:əd ban ti: a wɛl 'lɑ:ɹe n:i go:s wa 'ɑ:he tu'ʒyst ta kə 'bɾɛwəd nɛj kwa a ẽ̞: 'diskĩ dim o̞:ɹ]
celui-ci avait... avait tiré trop fort sur... sur le levier, « bouf », il était entré dans une maison [avec son semi-chenillé], et comme nous disions, il y avait là une vieille, « tout juste l'avais-tu broyée quoi », et lui de nous apprendre à faire [le conduire]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 brevet eo ar paotr !
['bɹɛwəd e̞ pot]
l'homme est éreinté [pour parler de soi] !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo kaoz e vez arri brevet an nen pa vez arri en oad emezon-me, pa en em rent kont peseurt pouez zo bet war e gorf kwa, e-pad an deiz o tougen un dra bennak pe oc'h ober un dra bennak gant e divvrec'h
[zes ko:z ve ɑj 'bɾɛwə ne:n pe ve ɑj nwɑ:d mɔ̃mɛ pe nɔ̃n ʁɛn kɔ̃n pə'sœ: pwe:s so be waʁ i gɔʁf kwa pa:n de: 'tu:gən ndʁɑ bə'nɑ:k pe ho̞:ʁ ndʁɑ be'nɑ:g gɑ̃n i diwvre̞x]
c'est la raison pour laquelle on est brisé quand on est âgé dis-je, quand on se rend compte quel poids il y a eu sur son corps quoi, toute la journée en train de porter quelque chose ou en train de faire quelque chose avec ses deux bras
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deut da vezañ brevet neuze kwa
[dœt tə ’ve:ɑ̃ ’bɾɛwəd ’nœ:he kwa]
devenu éreinté alors quoi [homme sujet aux rhumatismes]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brevet e viz
['brɛwəd i vi:s]
le doigt coincé
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 brevet eo da... da gerzhal
['bɹɛwəd e̞ də də 'gɛɹzəl]
il est handicapé [litt. écrasé] pour marché
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 brevet da gerzhet ya, ya, graet e oa (faoutiñ ?) en ennañ ya
['bɾɛwəd də 'gɛɹzəd ja ja gwɛd wa 'fo̞wtĩ nenɑ̃ ja]
brisé pour marcher oui [handicapé], oui, on avait fait xxx (?) en lui
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwellañ hini 'ma, hennezh zo bet klaset aze moarvat 'ba... 'ba ar reoù... 'ba ar reoù vras 'ba Gwengamp, 'na ket bet c'hwitet, ne oa ket bet brevet 'ba ar c'honkour nemet gant unan, bep gwech e vije ar gentañ, warlene oa ar gentañ deus Toulouse, hag evit ar bloaz neuze, 'meus ket gwelet al liv dioutañ, ha tout ar reoù wellañ pe dost zo manet, 'meus ket gwelet anezhe, n'eus ket arri nemet nav diwar triwec'h, an hanter anezhe
[’gwɛlɑ̃ ’hi:ni ma hẽ̞:s so be ’klɑsəd ’ɑ:he ma’hɑt bah bah ɹew bah ɹew vɹɑ:s bah ’gwɛɲɔ̃m na kə be ’hwitət wa kə be ’brɛwɛ bah ’hɔ̃ŋkur mɛ gɑ̃n yn bob gweʒ viʒe ’gentɑ̃ ar’lœ:ne wa ’gentɑ̃ døs tu’lu:s a wid bla ’nœ:he møs kə ’gwɛ:lə liw dɔ̃ntɑ̃ a tud rew ’wɛlɑ̃ pe dɔst zo ’mɑ̃:nət - mœs kə ’gwe̞:lə nɛ: nœs kəd ɑj mɛ nɑw diwaɹ ’tɾiwah ’nɑ̃təɹ nɛ:]
le meilleur que j'avais, celui-là a été classé là sans doute parmi... parmi les... parmi les meilleurs à Gwengamp, il n'avait raté... il n'avait été battu en concours que par un, à chaque fois il était le premier, l'an passé c'était le premier de Toulouse, et cette année alors, je n'en ai pas vu la couleur, et tous les meilleurs ou presque sont restés, il n'en est arrivé que neuf sur dix-huit, la moitié d'entre-eux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma brevet ma rod 'ba Gwengamp
[me ma 'bɾɛwə mə ɹo:d bah 'gwɛɲɔ̃m]
j'avais explosé ma roue à Gwengamp [en heurtant un trottoir]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2