Klask
« enervet »
Frazennoù kavet : 13
-
👂 🔗 ar paotr eveek aze, (o tañsal hag enervet aze ? xxx ?), petra anv 'neva hennezh ?
[a ˌpo̞d eˈveːɛg ˌɑhe - ... - ...]
l'homme atypique là, (dansant et énervé là ? xxx ?), comment s'appelait-il ?
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. soup kafe a vije, met kafe tanav hañ ! 'vije ket lakeet kalz greun hañ ! 2. ah ben nann, un tamm chikore 1. peotramant e vijemp enervet 2. oh, e-pad ar brezel... me a oa e-pad ar brezel, e vije graet kafe gant eu... heiz 1. ah, heiz ya ! rouzañ anezhe 'ba ar billig ya
1. [ˌzup ˈkɑfe ˌviʒe - mɛ ˌkɑfe ˈtɑ̃ːno ɑ̃ - viˌʒe kə laˈkeˑɛ kalz ˈgɹœːn ɑ̃] 2. [a bɛ̃ ˈnɑ̃n - ən ˌtɑ̃m ʃikoˌɹe] 1. [pəˌtɑ̃m viʒɛm eˈnɛɹvət] 2. [o ˌpɑˑd ˈbɹeːzəl - ˈme wa ˌpɑˑd ˈbɹeːzəl ˌviʒe ˌgwɛt ˈkɑfe gɑ̃n ə ˈhe̞j] 1. [a ˈhe̞j ˌjɑ - ˈɹuːzə ˌne̞ bah ˈbiliɟ ˌjɑ]
1. il y avait de la soupe de café, mais du café clair hein ! on ne mettait pas beaucoup de grains hein ! 2. ah ben non, un peu de chicorée 1. ou sinon nous étions énervés 2. oh, pendant la guerre... moi j'étais pendant la guerre, on faisait du café avec euh... de l'orge 1. ah, de l'orge oui ! on le grillait dans la poêle oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha stad a oa ennon bepred o welet ne oa ket Henri war ar plas, eñ a vije bet en em enervet marteze war ar reoù all c'hoazh.
Et j'étais contente en tout cas que Henri ne soit pas sur place, il se serait peut-être énervé sur les autres.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah ya, ur bannac'h kafe 'mo bremañ. Ha kontant da gaout... Mersi, mersi eh ! (R. Ah-bon, ne 'teus ket c'hoant da gaout re ?) Oh, ne 'meus ket c'hoant d'evañ re memestra. Nann, peotramant e vin enervet goude.
Ah oui, je veux bien un café. Contente d'en avoir. Merci, merci, eh ! (R. Ah bon, tu n'en veux pas trop ?) Oh, je ne veux pas en boire trop. Non, sinon je serai énervée après.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 enervet mat
[eˈnɛʁvə mɑːd]
bien énervé, en colère
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me 'oaran ket kaer definision ebet hañ, hemañ 'oar ket chom trankil, hemañ zo... enervet
[me wa'ʁɑ̃ kə kɛ:ʁ defini’sjɔ̃n bed ɑ̃ - 'hemɑ̃ 'wɑʁkə ʃo̞m 'tʁɑ̃ŋkil - 'hemə zo - e'nɛʁvət]
moi je ne connais pas bien aucune définition hein, celui-ci ne sait pas rester tranquille, celui-ci est... énervé
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e oan enervet, oh ! enervet e oan dam 'meus ket kavet eu... eu... eu... ar recette, « me 'meus skoet anezhi kuit », ha goude an deiz-war-lerc'h e oan aet da adklask adarre, hag eñ e oa, eñ a oa da gentañ, lec'h emañ les feuilles evel-se
[a ˈguːd wɑ̃n eˈnɛʁvət - ɔ - eˈnɛʁvə wɑ̃n dɑ̃m ˈmøs kə ˈkɑːd ə ə ə ʁøˈsɛt - me møs ˈskoːə nɛj kwit - a ˈguːde ˌde waʁˈlɛʁχ wɑ̃n ɛd də ˈhɑtklask ˈɑe – ag ẽ wa - hẽ wa də ˈgentɑ̃ - le̞h mɑ̃ ... viˈse̞]
et après j'étais énervée, oh ! j'étais énervée du fait que je n'ai pas trouvé euh... euh... euh... la recette, « je l'ai jetée », et après le lendemain, j'avais été à nouveau la chercher, et il [recette] était [là], il était au début, là où sont les feuilles comme ça
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dec'h e oa ar sul, disadorn 'h eo bet neuze, ha disadorn 'h eo bet, oh ! e-sell e oan da gousket abred, oh ! eñ a oa aze betek seizh eur ! oh ! me a oa enervet hañ !
[deh wa ˈzyːl - deˈsɑːn he̞ bed ˈnœhe - a deˈsɑːn he̞ bed - o zɛl wɑ̃n də ˈguskəd aˈbʁeːt - o ẽ wa ˈɑhe̞ ˈbekə ˈsɛjzəʁ - o me wa eˈnɛʁvəd ɑ̃]
hier c'était dimanche, il est venu samedi alors, et il est venu samedi, oh ! j'avais l'intention d'aller de bonne heure au lit, oh ! et lui était là jusqu'à sept heures ! oh ! moi j'étais énervée hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eben all a oa esaeet kas anezhi, evit al loened bihan, kas anezhi d'ar marc'h, met re enervet e oa
[i’be:n al wa hɛ’sɛɛt kɑs nɛj wid ə ’lwẽ̞:nə ’biən kɑz nɛj də mɑrh mɛ re e’nɛrvəd wa]
l'autre on avait essayé de l'envoyer, pour avoir des petits, l'envoyer à l'étalon, mais elle était trop énervée [saillie]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 muioc'h enervet e oac'h a-raok
['myɔh i'nɛrvɛd wah ro:k]
vous étiez plus énervés, nerveux, auparavant
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma zad gant euh... gant euh... e... enervet un tamm kwa euh
[a ma zɑ:d gɑ̃n ə gɑ̃nt ə i i'nɛrvət tɑ̃m kwa ə]
et mon père avec euh... avec euh... é... énervé un peu quoi
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! ken enervet e oan ! ken skuizh e oan ! oh la la ! hastañ buan mont da gerc'hat Edern, e oa poent mont da gerc'hat Edern, ha hastañ buan de... hastañ buan debriñ merenn ha hastañ buan mont war-raok, ha... hag a-raok mont da Lannuon 'ma c'hoant e vije sellet eu... eu... la lampe 'ba la salle de bain, eu... da welet petra a vije prenet, oh ! 'ma ket c'hoant da vont neblec'h ebet ganti hañ !
[o - ken eˈnɛʁvə wɑ̃n - ˈken skwiz wɑ̃n - o la la - ˈhɑstə ˈbyːən mɔ̃n də ˈgɛhəd eˈdɛʁn - wa pwe̞n mɔ̃n də ˈgɛhə eˈdɛʁn - a hazˈbyːən di - haz ˈbyːən ˈdiːbĩ ˈme̞ʁn a haz ˈbyːən mɔ̃n waˈʁo̞k - a a ʁo̞g mɔ̃n tə lɑ̃ˈnyːən - me ma hwɑ̃n ˈviʃe ˈzɛlət ə ə ... bah ... - ə də we̞l pʁa ˈviʃe ˈpʁeːnət - o - ma kə hwɑ̃n də vɔ̃n ˈble̞h eˌbe ˈgɑ̃nti ɑ̃]
oh ! j'étais tellement énervée ! j'étais tellement fatiguée ! oh là là ! se dépêcher d'aller chercher Edern, il était temps d'aller chercher Edern, et se dépêcher de déj... se dépêcher de prendre le déjeuner et se dépêcher de partir, et... et avant d'aller à Lannuon je voulais qu'on regarde euh... la lampe dans la salle de bain, euh... pour voir ce qu'on allait acheter, oh ! je n'avais envie d'aller nulle part avec elle hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me oa enervet ken e c'hwezen
[me wa e'nɛrvɛt ken 'hwe:zɛn]
j'étais énervée tellement que je suais
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi