Klask
« garaj »
Frazennoù kavet : 13
-
🔗 1. ya, met n'eo ket e-lec'h emañ... n'eo ket e-lec'h emañ an Otel... 2. ah, nann ! 1. zo... zo graet bier 2. ah, nann ! 1. eo... eo... 2. e-lec'h e oa Menou ! 1. e-lec'h e oa Menou, paotr ar c'hoad 2. ya, Menou, Menou ya 1. ha neuze zo graet ur garaj ivez 'meus aon 2. e oa bras, e-ti Menou 1. ya, met pec'hed e oa laoskel tout al lojeiz-se hep mann ebet ivez hañ !
1. [ja - ... - ... ˈnotəl] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [... - ...] 1. [ja - ... - ...] 1. [...] 2. [... - ...] 1. [ja - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. war hent Perroz 2. ya, en em okupe eu... 1. (e-fas da ?) garage Peugeot, hent Perroz e oa arri se gant eu... 2. hein ? 1. ur pezh... ur pezh moto, o karzhañ, sur ! 'oa... 'oa ket a voaien da lâret piv a oa en tort, peogwir 'oa den war-lerc'h, den 'na gwelet mann ebet, un oto a oa a-raok dezhañ, hag e oa o vont da dreiñ ba salle de tennis aze, e-lec'h emañ ar garage 2. ya, met d'ar c'houlz-se... 1. e-lec'h emañ ar garaj oto Peugeot bremañ 2. Peugeot ya 1. ya, hag eñ xxx ( ?), « moarvat, barrek on da dremen anezhi, emezañ », hag hoñ a oa o tremen just, tapet anezhi ba ar bortierenn, 'neus lazhet anezhi 2. laosket e oa e bord an touflez... 1. (marv xxx ?) 2. gant ar bomperien evit marv 1. hag he merc'h a oa e-tal-kichen, ha 'oa arri mann ganti 2. ha goude e oant aet da welet... 1. e oa o kas anezhi da... d'ober tennis 2. welet hag e dizalane c'hoazh 1. d'ar c'houlz-se...
[...]
1. sur la route de Perroz 2. oui, il s'occupait euh... 1. (en face du ?) garage Peugeot, ça c'était arrivé route de Perroz avec euh... 2. hein ? 1. une grosse... une grosse moto, qui fonçait, sûr ! on ne pouvait... on ne pouvait pas dire qui était en tort, puisqu'il n'y avait personne après, personne n'avait rien vu, une voiture était devant lui, et qui allait tourner à la salle de tennis là, là où est le garage 2. oui, mais à cette époque-là... 1. là où est le garage Peugeot maintenant 2. Peugeot oui 1. oui, et il xxx ( ?), « sans doute que je peux la doubler [litt. : la passer], dit-il », et elle passait juste [devant la moto], elle l'avait prise dans la portière, il l'a tuée 2. il avait été laissé au bord du fossé... 1. (mort xxx ?) 2. pour mort par les pompiers 1. et sa fille qui était à côté, il ne lui était rien arrivé 2. et après ils étaient allés voir... 1. ils l'emmenaient au... à faire du tennis 2. voir s'il respirait encore 1. à cette époque-là...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ar Sul ar beure 'nea bet e aksidant, ar Sul ar beure oc'h ober moto, war-dro... 2. ar Sul beu... 1. war-dro dek eur, hent Perroz, e-fas da garaj Peugeot 2. ar pezh zo an gwashañ 'nea... 1. tanfoeltret ! 2. 'nea lazhet ar vamm 1. ar moto a oa 2. ur vamm ha bugale dezhi kwa, c'est ça le... 1. hag oc'h oto a oa eksplozet-naet, peogwir e oa partiet ar rod... ar rod 'ba... 2. hi a oa lazhet-moust war... 1. hag eñ a oa skoet (en vol plané ?) dreist an oto 2. peogwir hi 'dea... 'dea... a oa evit treiñ à gauche 1. ('oa arri mann gantañ ?), vol plané dreist an oto, « bloup ! emezañ » 2. hag hi a oa oc'h arriout deus Perroz 1. ba... bah ar park, ugent metr pelloc'h, ur pezh... ba ar park 2. antreet ba ar bortierenn de plein fouet hañ ! 1. 'oa arri mann gantañ
[...]
1. il avait eu son accident un dimanche matin, un dimanche matin en faisant de la moto, vers... 2. un dimanche mat... 1. vers dix heures, route de Perroz, en face du garage Peugeot 2. ce qu'il y a de pire c'est qu'il avait... 1. bousillée ! 2. avait tué la mère 1. que la moto était 2. une mère qui avait des enfants quoi, c'est ça le... 1. et leur voiture était complètement explosée, puisque la roue... la roue était partie dans... 2. et elle avait été tuée sur le coup sur... 1. et lui avait été projeté en vol plané par-dessus la voiture 2. parce qu'elle avait... avait... elle allait tourner à gauche 1. (il n'avait rien eu ?), en vol plané par-dessus la voiture, « Whoosh ! dit-il » 2. et elle, elle arrivait de Perroz 1. dans... dans le champ, vingt mètres plus loin, un gros... dans le champ 2. [il était] rentré dans la portière de plein fouet hein ! 1. il n'avait rien eu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 da... da dek vloaz, da... da daouzek vloaz... daouzek vloaz, 'ma bet ur velo nevez, en... bah... ba bourk Quemper... ba garaj Andre ar Paj, ha bet ba Quemper-Guézennec o kerc'hat ma belo, ha deut... o kerzhet gant ma belo nevez, 'oa... 'oaren ket mont e-barzh ! oh, a soñj dit hein !
[ˈpaʃ]
à... à dix ans, à... à douze ans... douze ans, j'avais eu un vélo neuf, en... à... au bourg de Quemper... au garage André Le Page, et [j'avais] été à Quemper-Guézennec chercher mon vélo, et [j'étais] revenue... en marchant avec mon vélo neuf, je ne sav... savais pas monter dessus ! oh, tu imagines hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 en Perroz ? en Louaneg ? Kerya... attends... Keryann Vihan ! ah, nann ! Kereven Vihan, Kerev... pa saver da Louaneg à gauche aze, gwechall e oa ur garaj aze, Ollivier, ha pa saver à gauche, diouzhtu Truzugal aze, aze eo ganet
[... pe̞ˈɻoˑs - ... luˈɑ̃ˑne̞k - ... - ... - kɛꝛˌjanˈviˑe̞n - ... - ke̞ˌɻe̞wənˈviˑe̞n - ... luˈɑ̃ˑne̞g ... - ... txyˈzyˑgal ... - ...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 teus ket brevet kazh ebet betek bremañ, an oto zo o vont da vezañ kaset d'ar garaj ha 'to ket anezhi ken
[...]
tu n'as écrasé aucun chat jusqu'à maintenant, la voiture va être emmenée au garage et tu ne l'auras plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel ar Boulc'h, ganet e 1925 e Gwennrann (Bro-Naoned), o chom e Tredarzeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ??? / Plufur.
Bet o chom e Plufur hag e Kervaria a-raok dont da Dredarzeg da 15 vloaz.Dastumer : Tangi (2021-07-15)
-
👂 🔗 e oan kaset d'ar garaj, hag e vije... hag e oa div moto eno, « me a garfe a-walc'h mont war ar re-seoù kwa »
[wɑ̃n ˈkɑsə də gaˌɹɑˑʒ - a ˌviʒe - a wa diw ˈmoto ˌeˑno - ˌme ˈgɑɹfe ˌwɑx mɔ̃n waɹ ɹeˈzew kwa]
j'avais été amené au garage [de la caserne], et il y avait... et il y avait deux motos là-bas, « moi j'aimerais bien aller sur celles-là quoi »
Gant : Jañ Nikolaz, ganet e 1932 e Tonkedeg, o chom e Bear (Trezelan), marvet e 2023, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kariou a oa o terc'hen garaj d'ar c'houlz-se 'ba...
[ka'ʁiju wa 'tɛʁhɛn ga'ʁɑʒ də 'huls:e ba]
Cariou tenait un garage à cette époque-là à...
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e-lec'h emañ ar garaj Peugeot, pa 'h ez du-se
[le̞h mɑ̃ ga'rɑʒ pø'ʒo pe hɛs 'tyhe]
là où es le garage Peugeot, quand tu vas chez toi
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 anvioù 'nije ar parkeier, Kervras, hag eñ a oa hir, keit-se ac'hann da garaj egile all, amañ da vont betek aze
[nɑ̃’nojo niʃe par’kɛjɛr ke̞r’vɾɑ:s a hẽ̞: wa hi:r ’kɛjse hɑ̃n də ga’ɾɑʒ e’gi:le ɑl ’ɑ̃mɑ̃ dɔ̃n ’bekəd ’ɑhɛ]
les champs avaient des noms, Kervras, et il était long, aussi long que d'ici au garage de l'autre, ici pour aller jusque là
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. oh, un den treut, hir ha moan, ha 'gaozea ket kalz 2. o-daou emaint a-hont e-tal da... tost da garaj Stéphan
[o ən de:n trœt hi:r a mwɑ̃:n - a go'zea kø kals - o'dow mɛɲ a'ɔ̃n tal də tost tə garaʒ]
1. oh, un grand maigrichon, et il ne parle pas beaucoup 2. ils sont tous les deux là-bas, près de ... près du garage Stéphan
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 anvioù 'nije ar parkeier, Kervras, hag eñ a oa hir, keit-se ac'hann da garaj egile all, amañ da vont betek aze
[nɑ̃’nojo niʃe par’kɛjɛr ke̞r’vɾɑ:s a hẽ̞: wa hi:r ’kɛjse hɑ̃n də ga’ɾɑʒ e’gi:le ɑl ’ɑ̃mɑ̃ dɔ̃n ’bekəd ’ɑhɛ]
les champs avaient des noms, Kervras, et il était long, aussi long que d'ici au garage de l'autre, ici pour aller jusque là
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. oh, un den treut, hir ha moan, ha 'gaozea ket kalz 2. o-daou emaint a-hont e-tal da... tost da garaj Stéphan
[o ən de:n trœt hi:r a mwɑ̃:n - a go'zea kø kals - o'dow mɛɲ a'ɔ̃n tal də tost tə garaʒ]
1. oh, un grand maigrichon, et il ne parle pas beaucoup 2. ils sont tous les deux là-bas, près de ... près du garage Stéphan
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi