Klask
« gontell »
Frazennoù kavet : 47
-
🔗 Ya 'vat ! Me 'ma ket kontell ebet. Ha 'ma laeret an hini ar skolaer. Me 'ma hini ebet ! Ha 'na ket kavet al laer. Me a oa al laer ! Me 'ma laeret anezhi. Ya 'vat ! E gontell dezhañ. Hoñ a oa ur gontell vrav, paotr ! E oa lemm hag e oa un tirbouchon war... me 'ma kontell ebet ha yaouank 'te, krennard. Me 'ma c'hoant da gaout ur gontell ivez xxx ( ?) ha feiz, ba ar gêr, e vije lesket kontilli, deus ar skol n'ae ket.
[...]
Mais oui ! Moi je n'avais aucun couteau. Et j'avais volé celui du maître. Moi je n'en avais pas ! Et il n'avait pas trouvé le voleur. C'était moi le voleur ! Je l'avais volé. Mais oui ! Son couteau à lui. Ca c'était un beau couteau, mon gars ! Il était aiguisé et il y avait un tirebouchon sur... moi je n'avais pas de couteau et [j'étais] jeune, pardi ! adolescent. Moi je voulais avoir un couteau aussi xxx ( ?) et ma foi, à la maison, on laissait les couteaux, [de l'école, il n'allait pas ?].
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Ha me o welet... ar skolaer a oa bet ba e... toull ar c'hav bah... bah... e-kichen eu... ar préau just. Hag e welen ar gon... e... e welen e gontell war ar varrikenn. « Me a lako ar c'hog ar varrikenn ». Ha me a oa o surveilh, e-pad ar rekreasion, ar reoù all a oa o c'hoari al las 'te. « Moarvat emañ ba an nor, bremañ-souden... ar skolaer zo aet d'e di. Me zo o vont da dapet ar gontell kar xxx ( ?) ».
[...]
Et moi de voir... le maître avait été dans... l'entrée de la cave dans... dans... juste à côté euh... du préau. Et je voyais le cou... son... je voyais son couteau sur la barrique. « Moi je mettrai le robinet sur la barrique ». Et moi de le surveiller, pendant la récréation, les autres étaient en train de s'amuser pardi. « Sant qu'elle est dans la porte [la clé], tout à l'heure... le maître est allé à sa maison. Moi je vais prendre le couteau car xxx ( ?) ».
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Attention, emezañ, il ne me reste plus que huit minutes. Cinq minutes ! emezañ, il va aller en... emezañ, en... prison ! » 'Oan ket en em denoñset. (An deiz e oa ?), e gontell a oa aet ganin d'ar gêr, 'ma lesket anezhi er gêr goude. Hoñ a oa ur gontell vrav hañ ! Me 'ma laeret anezhi ! Hag an deiz war-lerc'h ar beure 'nea adkomañset gant ar chanson-se adarre.
[...]
« Attention, disait-il, il ne me reste plus que huit minutes. Cinq minutes ! disait-il, il va aller en... qu'il disait, en... prison ! » Je ne m'étais pas dénoncé. (C'était le jour ?), j'avais emporté son couteau à la maison, je l'avais laissé chez moi après. C'était un beau couteau hein ! Moi je l'avais volé ! Et le lendemain matin il avait recommencé sa chanson de nouveau.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Bremañ out trop tard, emezon-me, du-mañ emañ ! » Oh, me eo an hini a oa al laer ! Arri 'ma laeret ar gontell ivez peogwir 'ma hini... 'ma c'hoant da gaout ur gontell ! Ya ! Unan vrav a oa ! Tirbouchon, tout a oa (aze ?). Tout... tout... tout ! Ya. Hoñ a oa brav ! Oh, bez... bezañ e oa din. Me a oa aet ba ar c'hav pa oa ar reoù all c'hoari ba ar porzh. En vitesse. E oa (diskennet xxx ?) un tamm bihan, nompas serriñ an nor. Tapet e gontell. Ba ma godell ba ar c'hlas. D'achuiñ. Ya.
[...]
« Maintenant tu es trop tard, disais-je, il est chez moi ! » Oh, c'était moi le voleur ! J'avais volé le couteau aussi puisque je n'en avais... j'avais envie d'avoir un couteau ! Oui ! C'était un beau ! Tirebouchon, il y avait tout (là ?). Tout... tout... tout ! Oui. Il était beau ! Oh, il était... était à moi. J'étais allé dans la cave quand les autres étaient dans la cour. En vitesse. xxx était (descendu xxx ?) un petit peu, ne pas fermer la porte. [J'avais] pris le couteau. Dans ma poche dans la classe. Pour finir. Oui.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Papi oa charreter mat : Hemañ 'nije ordin ur gontell 'ba e godell. Pa 'dije kollet e gontell, pa kave ket anezhi diouzhtu, ec'h ae da gerc'het unan all d'ar bourk met goude e gave anezhi.
Papi wa charéteur mad : é-n ni jé ordi-n gonteul ba i godeul. Pa di jé koleut i gonteul, pa kavi ke nèy dustu, è de gèhèt nal de bourk mèt goudé gavé nèy.
[papi wa ʃaʁetəʁ mad] [en ni ʒe oʁdin gõtəl ba i godəl] [pa di ʒe kolət i gõtəl pa kavi kø nɛj dysty ɛ də gɛhɛt nal də buʁk mɛt gude gave nɛj]
Papi était un bon charretier : il avait toujours un couteau dans sa poche. Quand il perdait son couteau, quand il ne le trouvait pas tout de suite, il allait en cherche un autre au bourg mais après il le retrouvait.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag ar poupigoù ha traoù, d'ar c'houlz-se 'vije ket poupigoù, e vije graet gant beterabez ha gant patatez pa vije pejoù reoù, ah ya ! gant ar gontell e raemp, o daou... toull o daoulagad hag o c'henoù ha tout te !
[ag ə puˈpeˑɟo a ˈtɾɛw - ... - ... beˈtɾɑˑvəs - ... gɑ̃n beˈtɾɑˑvəs a gɑ̃n ə paˈtɑtəs pe ˌviʃe ˌpeˑʒo ˈɣeˑo - ...]
et les bébés et tout, à cette époque-là il n'y avait pas de bébés [pour jouer], on en faisait avec des betteraves et des patates quand il y en avait de grosses, ah oui ! avec le couteau nous faisions, leurs deux... le trou des yeux et de la bouche et tout pardi !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me e oan xxx ( ?), 'ma derc'het da ruzañ anezhi, 'ma derc'het da ruzañ anezhi, met retard a oa 'ba... 'ba ma skol kwa ! ma sertifikad 'ma ket bet, peogwir e oan rasket, 'oan ket rasket gant ar gontell vras met 'ma ket kapasite kwa ! ingal zo ! me a derc'h da vont bepred, evel e oan
[... - ... - ma sɛ̃jtiˈfikə ... - ... ˈɣɑskəd gɑ̃n ˌgɔ̃ntəl ˈvɣɑˑs ... - ...]
moi j'étais xxx ( ?), j'avais continué de me traîner, j'avais continué de me traîner, mais [j'avais] du retard dans... dans mon parcours scolaire quoi ! je n'avais pas eu mon certificat, puisque j'avais été recalé, je n'avais pas été raclé avec le grand couteau mais je n'avais pas de capacité quoi ! peu importe ! je continuais d'avancer, comme j'étais
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ! an hini n'eo ket kat da c'hovelañ ur falc'h, evel a lâren, n'eo ket kat da droc'hañ foenn ivez, nann ! hag an hini 'vije ket ur gontell gantañ en e c'hodell, a-hervez, eñ 'oa ket ur charreter... 'oa ket ur charreter mat ivez te ! oh, ya ! ya ! ya !
[a - ... ˈwe̞nə ˈvɑlχ ... - ... - ... - ...]
ah ! celui qui n'est pas capable d'affûter une faux, comme je disais, il ne peut pas couper de foin non plus, non ! et celui qui n'a pas un couteau dans sa poche avec lui, à ce qu'on dit, il n'était pas un charretier... il n'était pas un bon charretier non plus pardi ! oh, oui ! oui ! oui !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir... eu... eo sañset dichaosañ anezhe zo... goût a ouzout ? goût a ouzout ? evit plantañ ? sell ! lakeomp eu... 'tez c'hoant... 'tez c'hoant d'ober... d'ober ur blantenn, ma dr... ma droc'hez anezhi gant ar gontell, ne grogo ket, ne grogo ket, e renkez dichaosañ anezhi evel-se aze, dichaosañ anezhi, gwelet a rez, dichaosañ, ha tennañ ar brankoù sec'h a vez, ha plantañ anezhi betek an hanter aze, apeupre, ya !
[...]
parce que... euh... c'est arracher qu'il faut faite en principe... tu le sais ? tu le sais ? pour planter ? regarde ! admettons euh... tu veux... tu veux faire... fait un plant, si tu cou... si tu le coupes avec un couteau, il ne prendra pas, il ne prendra pas, tu dois l'arracher comme ça là, l'arracher, tu vois, arracher, et retirer les branches sèches qu'il y a, et les planter jusqu'à la moitié là, à peu près, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha hemañ da droc'hañ eu... ar voudenn, ar voudenn war ar presouer, oh ! 'oaran ket eu... ar gontell, ar gontell da presouer
[a ˈhemɑ̃ ˈdɹo̞hɑ̃ ə - ə ˈvuːdən - ˈvuːdən waɹ pɹɛˈsuːɹ - o waˌɹɑ̃ kəd ə - ə ˈgɔ̃ntəl - ə ˈgɔ̃ntəl də pɹɛˈsuˑɹ]
et celui-ci pour couper euh... la motte, la motte sur le pressoir, oh ! je ne sais pas euh... le couteau, le couteau à pressoir
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur gontell... da droc'hañ foenn a vije graet dioutañ
[ˈgɔ̃ntəl - ˈdɹo̞hɑ̃ ˈvwɛn ˌviʒe ˌgwɛd ˈdɔ̃tɑ̃]
un couteau... à couper le foin qu'on l'appelait
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en em c'hloaziet on gant ar gontell
[nɔ̃n ˈhlɑːʒəd ɔ̃ gɑ̃n ˈgɔ̃təl]
je me suis blessé avec le couteau
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, marvet e 2026, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Moazan kozh, eñ a vije mezv ha drouk deus e wreg, oh ! hennezh a vije gant ur gontell hañ ! ah ya ya ya ya ya ! se zo gwir ! bet 'da un taol war he... skoaz pe war he c'hein aze tu bennaket aze, e-krec'h, oc'h esa lazhañ anezhi
[ˌmwɑˑzɑ̃n ˈkoːs - ˌhẽˑ viʒe ˈmɛw a ˈdɹuk dœz i ˈwek - oː - ˌhẽˑz viʒe gɑ̃n ˈgɔ̃ntəl ɑ̃ - a ˌjɑ ja ja ja ja - ˌze zo ˈgwiˑɹ - ˌbed da ˈntoˑl waɹ i - ˈskwɑˑ pe waɹ i ˈhɛɲ ˌɑhe̞ ty ˈmnɑkəd ˌɑhe̞ - ˌkwex - ˈhɛsa ˈlɑhɑ̃ ˌne̞j]
le vieux Moysan, il était ivre et méchant avec sa femme, oh ! il prenait un couteau hein ! ah oui oui oui oui oui ! ça c'est vrai ! elle avait eu un coup de couteau sur son... épaule ou sur son dos là quelque part là, en haut, en essayant de la tuer
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Maivon... Maivon a oa e fri... e wreg, Maryvonne, e oa... e oa gwreg If, ya, ha pa 'nije ezhomm diouti moarvat da dennañ un taol ivez evel e vez lâret hañ ! bon, « eh ! Maivon, emañ da revr o son ! », se 'mamp desket sell ! Ived ha me, ma c'hoar ha me, « kaoc'h ganit sell ! » a vije lâret dezhañ, « deus 'ta ! me zo prest », daon ! a-benn ar fin en em divragoue ar paotr kozh paotr kaezh ! ya 'vat ! oh ! oh ma doue ! o klask eu... ! neuze e vije lâret dezhañ « gortoz ! me zo o vont da gerc'hat ur gontell da droc'hañ da lost dit »
[mɑiˌvɔ̃ˑn - mɑiˌvɔ̃ˑn wa i ˌvɹi - i ˈwɹek - ... - wa wa ˌgweg ə ˈiˑf - ˌjɑ - a pe niʒe ˌem dɔ̃nti maˈhɑd də ˌdɛnə ˈntoːl ˌiˑe we̞l ve ˌlɑˑd ɑ̃ - bɔ̃ - ɛ - ˌmɑiˈvɔ̃ˑn - mɑ̃ də ˌɹɛːɹ ˈsɔ̃ːn - ˌze mɑ̃m ˈdiskə sɛl - ivɛt a ˌme - mə ˈhwɑˑɹ a ˌme - ˈkɔx gɑ̃ˌnit sɛl - ˌviʒe ˈlɑˑt ˌteˑɑ̃ - ˌdøs ta - ˌme zo ˈpɹest - dɑ̃w be̞nˌfiˑn nɔ̃n divɹaˈgo̞we ˌpo̞tˈkoːs po̞tˈkɛːs - ˌjɑ ha - oː - o ma ˈduˑe - ˈklɑsk ə - ˌnœhe ˌviʒe ˌlɑˑɹ ˈteˑɑ̃ ˈgɔto̞s - ˌme zo ˌvɔ̃n də ˈgɛɹhə ˈgɔ̃ntəl ˈdɹo̞hə də ˈlɔst dit]
Maryvonne... Maryvonne était son épou... sa femme, Maryvonne, c'était... c'était la femme de Yves, oui, et quand il avait besoin d'elle sans doute pour tirer un coup aussi comme on dit hein ! bon, « eh ! Maryvonne, il y a ton cul qui sonne ! », c'est ça que nous avions appris tiens ! Yvette et moi, ma soeur et moi, « va chier tiens ! » qu'on lui disait, « viens donc ! moi je suis prêt », dame ! finalement le vieux enlevait son pantalon mon pauvre ! mais oui ! oh ! oh mon dieu ! cherchant euh... alors on lui disait « attends ! moi je vais chercher un couteau pour te couper la queue »
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e vije ordin eu... gant ur gontell o kalfichat
[a ˌnœhe ˌviʒe ɔɹˈdiˑn ə - gɑ̃n ˈgɔ̃ntəl kalˈfiʃat]
et alors il était toujours euh... avec un couteau à tailler le bois
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur gontell da displantañ
['gɔ̃ntəl də dis'plɑ̃ntɑ̃]
un couteau pour déplanter [salades]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket ur pod-soubenn ivez 'ba ar voest, e boest al lieuse 'h ae div volotenn, div volotenn a vije dit gant da gontell, ar wech kentañ raskal, raskal ar fisel abalamour dezhañ da grogañ, ya ya, ha hennezh bep ma 'h ae « diañw diañw diañw diañw ! » evel-se hag e terc'he d'amarriñ, met Ifig ar Gov neuze 'na... 'na ket bet c'hwitet war fiselenn ebet, hoñ a oa arri kozh
[wa kə put’su:bən ie ma west west ə ljøz hɛ diw vo’lotən diw vo’lotən a viʃe dit gɑ̃n də ’hɔ̃ntəl ə veʃ ’kentɑ̃ ’ɾɑskəl ’ɾɑskəl ’fisəl bɑ̃m deɑ̃ də ’gɾɔ:gɑ̃ ja ja a hẽ̞:z bop hɛ dʲɑ̃w dʲɑ̃w dʲɑ̃w dʲɑ̃w vi’se a ’dɛʁhɛ dɑ̃’mɑɾĩ mɛd ’ifig go: ’nœ:he na na kə be ’hwitət waʁ fi’se:lən bet hɔ̃: wa ɑj ko:s]
ce n'était pas un pot à soupe non plus dans la boîte, dans la boîte de la lieuse allaient deux pelottes, deux pelottes que tu devais, avec ton couteau, racler, racler la ficelle afin qu'elle adhère, oui oui, et celui-là au fur et à mesure qu'il allait « diañw diañw diañw diañw ! » comme ça et il continuait de lier, mais Yves Le Goff alors avait... n'avait jamais râté aucune ficelle, elle était arrivée vieille
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ 'neus ur gontell da droc'hañ war an daou du, ur paotr faos
['hemɑ̃ nøz ə 'gɔ̃ntəl də 'dʁɔ:hɑ̃ waʁ ən do̞w dy: ə pod vo:s]
celui-ci a un couteau qui coupe des deux côtés, c'est un homme faux
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa deue an houarn a-raok eu... boñ, la corne 'neus... 'neus boutet kwa hag e vez d'ober ad... plaeniañ anezhañ kwa hag e vez d'ober... hag aze ar marichal neuze pa vez o houarniñ ur gazeg 'neus eu... n'onn pesort eu... ur gontell a vez xxx (?) d'ober ha gant ur morzhol eu... a droc'ho ar c'horn, a blaenio anezhañ ha neuze goude pa ruz an houarn neuze e vo tremenet war... war... war ar votez, ar c'horn zo kwa, an aneval ne sante ket mann ebet met aze neuze e vez plaeniet evit lakat an houarn kwa ha goude e vez tachet ha neuze e vez troc'het ar c'horn war ar bord kwa, an troad ma kerez 'neus boutet hag eu... goude e vez... vez paret neuze, e vez laket propr ha mat
[pe de ’nu:aɹn ɹo:k ə bɔ̃ la kɔɹn nøs nøz ’butət kwa a ve do̞:ɹ hat’pleɲɑ̃ neɑ̃ kwa a ve do̞:ɹ ag ’ɑ:he ə ma’ɹiʃal ’nœ:he pe ve hu’ɑɹnĩ ’gɑ:zək nøz ə nɔ̃m pə’sɔɹd ə ə ’gɔ̃ntəl ve ? do̞:ɹ a gɑ̃n ’mɔɹzɔl ə ’dɾɔ:ho hɔɹn ’pleɲo neɑ̃ a ’nœ:he ’gu:de pe ve ɹy: ’nu:aɹn ’nœ:he vo tɾe’me:nə waɹ waɹ waɹ ’votəs hɔɹn zo kwa nɑ̃’ne:val zɑ̃n’tɑ kə mɑ̃n’bet mɛd ’ɑ:he ’nœ:he ve ’pleɲə wid ’lɑkə ’nu:aɹn kwa a ’gu:de ve ’tɑʃət a ’nœ:he ve ’tɾɔ:hə hɔɹn waɹ bɔɹt kwa ən twɑ:d ma ’ke:ɹɛz ə nøz ’butəd ag ə ’gu:de ve ve ’pɑ:ɹəd ’nœ:he ve ’lɑkət pɾɔp a mɑ:t]
quand le fer partait euh... bon, la corne a... a poussé quoi et il faut le re... aplanir quoi et il faut... et là le maréchal alors quand il ferre le cheval, il a un euh... je ne sais quoi... un couteau qui xxx (?) et un marteau euh... il coupe la corne, il l'aplanit et alors après quand le fer est rouge alors il le passe sur... sur... sur le sabot, il y a la corne quoi, le cheval ne sentait rien mais là alors on aplanit pour mettre le fer quoi et après on cloue et alors on coupe la corne au bord quoi, le pied si tu veux a poussé et euh... après on... on le pare alors, on le met parfaitement
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 deus d'evañ ur bannac'h kafe hag un tamm bara amann hag ur gontell da debriñ gantañ
[døz 'de:vɑ̃ bɑ̃h 'kɑfe a tɑ̃m 'bɑ:ra mɑ̃n a 'gɔ̃ntəl də 'di:bĩ gɑ̃ntɑ̃]
viens boire un café et un morceau de pain beurre et un couteau pour manger avec [formule rituelle pour inviter]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi