Klask
« kapapl »
Frazennoù kavet : 24
Pajennoù : 1 2
-
🔗 1. du-mañ e vije... e oa unan ha 'blije ket nemet chistr fort dezhi, ur plac'h e oa, hoñ a oa unan met... hag e oa... en ti bihan e oa o chom aze, ya, e bord an hent, hoñ a vije mezv... ur plac'h kapapl e oa, mezv e vije... 2. ha neuze gwechall... 1. e vije roet chistr dezhi ya 2. e oa... 1. e chistre ! 2. pa 'h ae an dud d'ar park... 1. 'c'houlle ket nemet chistr, pas chistr dous ! ya, hoñ a eve ur bern, (e chistre ?)
[...]
1. chez moi il y avait... il y en avait une qui n'appréciait que le cidre fort, c'était une femme, c'était une sacrée mais... et elle était... elle habitait dans la petite maison là, oui, au bord de la route, elle était ivre régulièrement... c'était une femme costaude, elle était ivre... 2. et alors autrefois... 1. on lui donnait du cidre oui 2. c'était... 1. elle buvait du cidre ! 2. quand les gens allaient au champ... 1. elle ne voulait que du cidre, pas de cidre doux ! oui, elle buvait beaucoup, (elle buvait du cidre ?)
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ha hoñ 'h ae bemdez da gerc'hat gant ur sakochenn ! hag e eve « dek litrad bemdez, (eme ?) Jaguin, met 'sko ket anezhe a-raok ivez ! », nann, ober a rae ! hag a-benn ar fin, o vont d'ar gêr, 'oa ket arri nemet kant metr deus an ostaleri, e oa kouezhet ba toull-karr ur park, eno e oa marvet ! hag he sakochenn en he c'hichen, aze e oa marvet, ba toull-karr ar park, gwelet a ran toull-karr ar park, ur park bihan c'hoazh, e vije xxx ( ?), marv e oa a-benn ar fin, met hoñ a oa... ya, oh, met añfin... bemdez mezv ! 2. devet ! 1. ur plac'h kapapl e oa ! 2. oc'h evañ traoù yen
[...]
1. et elle allait tous les jours en chercher [du cidre] avec une sacoche ! et elle buvait « dix litres par jour, (que disait ?) Jaguin, mais elle ne les balance pas non plus ! », non, elle le faisait [quoi ?] ! et finalement, en allant à la maison, elle n'était qu'à cent mètres du restaurant, elle était tombée dans l'entrée d'un champ, elle y était morte ! et sa sacoche à côté d'elle, elle était morte, dans l'entrée de champ, je vois l'entrée de champ, un petit champ encore, il y avait xxx ( ?), elle était morte finalement, mais elle était... oui, oh, mais enfin... [elle était] ivre tous les jours ! 2. détruite [litt. brûlée] ! 1. c'était une femme forte ! 2. en buvant des choses froides
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 hoñ a oa solut ! oh, ya ! hoñ a oa ur plac'h kapapl, kas ed d'ar solier, xxx ( ?) evel paotred, tout, lodenn e oa partout, war ar bern ed da darbañ ar c'houfr, tout ! oh, ya 'vat !
[...]
elle était résistante ! oh, oui ! c'était une femme forte, emporter le blé au grenier, xxx ( ?) comme des hommes, tout, elle était de taille partout, sur le tas de blé à approvisionner la batteuse, tout ! oh, mais oui !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 les roues... 'oant ket bras, peder rod dindan ar c'harr, se... pour 12 T, bihan e oant, ma vije bet pneuioù kapapl e oa... muioc'h pneuioù bihan e oant
[...]
les roues... n'étaient pas grandes, quatre roues sous la remorque, ça... pour 12 T, elles étaient petites, si ça avait été des pneus solides ça aurait été... c'était davantage de petits pneus
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 Arriet e oa just evel 'nea... evel e oa o c'hortoz. E oa graet dezhañ aretiñ, evit tapout e arc'hant. Hag eñ da lâret dezhe : « Ah, emezañ ! kulit ma kerit, emezañ, kar me, emezañ, a oar en em difenn ! emezañ ». 'Deent ket kredet, pa oant tri evit unan. Petra... e oant kapapl kwa ! Ha feiz, eñ o tapout e n'onn petra, « vlaou ! » war benn d'an hini kentañ. A-hervez 'nea tapet anezhañ a-drek e benn aze evel-se. An daou all 'oant ket chomet da c'hortoz o zro hañ ! E oant aet a-raok.
[...]
Cela arriva exactement comme il l'avai... comme il s'y attendait. On l'avait arrêté, pour lui prendre son argent. Et il leur avait rétorqué : « Ah, dit-il ! reculez si vous voulez, dit-il, car moi, dit-il, je sais me défendre ! dit-il ». Ils n'avaient pas obtempéré, étant donné qu'ils étaient trois contre un. Quoi... ils étaient costauds quoi ! Et ma foi, il saisit son je ne sais quoi, « vlan ! » sur la tête du premier. A ce qu'il parait il l'avait atteint derrière la tête là comme ça. Les deux autres n'étaient pas restés attendre leur tour hein ! Ils étaient partis.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 koulskoude e oa ur veteriner kapapl ivez
[kus’ku:de wa veteʁinɛʁ ’kɑpab ie]
pourtant c'était un vétérinaire compétent aussi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, se zo... chomet bihan kwa, reoù dister kwa, ma kerez zo... ya... n'int ket tud kapapl
[ja ze zo ’ʃo̞məd ’bi:ən kwa ʁew ’distəʁ kwa me ’keʁɛz zo ja nœɲ cə tyt ’kɑpap]
oui, ça c'est... restés petits quoi, des gens mal constitués , si tu veux il y a... oui... ce ne sont pas des gens forts
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket gwall kapapl ken ivez 'meus aon
[nɛ kə gwɛl ’kɑpap ken ije mø’zo̞wən]
il n'est pas très vaillant non plus je crois [homme âgé et malade]
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kapapl e oa, If Toudig a oa ur pezh den
[’kɑpəb wa iv ’tu:dig pe:z de:n]
il était fort, Yves Toudic était un costaud
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan bras aze, bras-kapapl
[yn bɾɑ:z 'ɑ:he bɾɑs 'kɑpap]
un grand là, un grand costaud
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tud kapapl
[tyt ’kɑpap]
des gens costauds [cyclistes]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouez d'ar reoù gozh kwa, ar person a oa ur pezh den kapapl aze emezañ, « sellit deus ma c'hof emezañ ha grit pinijenn ! »
[gwes tə ɾew’go:s kwa ’pɛʁsɔ̃n wa ’pezden ’kɑpab ’ɑ:he meɑ̃ ’zɛlɛt təz mə ho:v meɑ̃ a gwɛt pi’ni:ʒən]
comme disaient les anciens quoi, le curé était un grand homme costaud là, « regardez mon ventre et faites pénitence ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ oa ur veteriner kapapl
[hẽ: wa veteri’nɛr ’kɑpɑp]
c'était un vétérinaire capable [compétent]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me zo kapapl
[me zo ’kɑpap]
je suis forte [mémoire]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. kapapl e oa, eñ pa vije oc'h ober 'oa ket brav mont da c'hoari fudbal gantañ, 'meus klevet reoù a c'hoarie fudbal gantañ, pa darc'he un taol-skoaz ganit e darc'he ac'hanout daou pe dri metr a-drek 2. ah ya ! ur gwaz e oa neuze 1. ur gwaz, ur gwaz e oa, oh non de diou !
1. [ˈkɑpab wa - hẽ ? ˌwakə ˈbɹɑw mɔ̃n də hwɑj fudˌbal ˈgɑ̃tɑ̃ - møs ˈklɛwəd ɹew ˈhwɑje fudˌbɑl ˈgɑ̃tɑ̃ - pe ˈdɑɹhe to̞lˈskwɑː gəˈnit ːdɑɹhe o̞wt ˈdo̞w pe ˈdɾiː mɛt dɹẽ] 2. [a ja - gwɑs wa ˈnœhe] 1. [gwɑs - gwɑz wa - o ...]
1. il était costaud, lui quand il était en action, ce n'était pas agréable d'aller jouer au foot avec lui, j'ai entendu certains qui jouaient au foot avec lui, quand il te balançait un coup d'épaule, il te balançait deus ou trois mètres en arrière 2. ah oui ! c'était un costaud alors 1. un costaud, c'était un costaud, oh non de diou !
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 he merc'h 'da bet graet met he merc'h ne oa ket ken kapapl ha hi
[i mɛrh da be gwɛd mɛ i mɛrh wa kə ken ’kɑbab a hi]
sa fille avait fait [rebouteuse] mais sa fille n'était pas aussi compétente qu'elle
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 'vije... 'oa ket medesined ken kapapl-se
[viʒe wɑ kə ˌmœdœ’si:nət ken ˌkɑpɑp’se]
il n'y avait.... il n'y avait pas de médecins si compétents que cela
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un paotr kapapl
[pɔt ’kɑpɑp]
un homme dans la force de l'âge
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar baotred kapapl, paotred kapapl
[ə ’bo̞tət ’kɑpap - ˌpo̞tət’kɑpap]
les hommes forts, hommes forts
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 oa kapapl ivez e soñje dezhi
[wa ’kɑpɑb ’ie ’ʒɔ̃:ʒɛ dɛj]
elle pensait être forte aussi
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2