Klask
« tro-a-zro »
Frazennoù kavet : 7
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ya, tapet 'nea un toufad, xxx ( ?) e vije an amzer, ha skorn, skorn 'na graet an noz-se, met mezv, e oa kouezhet bah ar poull-dour, gant e visikled ! ha xxx ( ?) ur pezh moustach, ha skornañ a rae en noz-se, ha pa oa dihunet 'oa ket kat da vont a-raok, e oa... 2. e oa skornet tro-a-zro dezhañ ? 2. feiz, e voustach a oa bah ar skorn ba ar blakenn ! 'oa ket kat da fiñval, ret eo bezañ kal... eñ a oa kalet ! 'oa ket barvet, 'oa ket barvet
[...]
1. oui, il avait pris une cuite, xxx ( ?) était le temps, et du gel, il avait gelé cette nuit-là, mais ivre, il était tombé dans une flaque d'eau, avec son vélo ! et xxx ( ?) une grosse moustache, et il gelait cette nuit-là, et quand il s'était réveillé il ne pouvait pas partir, il était... 2. c'était gelé autour de lui ? 2. ma foi, sa moustache était dans la glace dans la plaque ! il ne pouvait pas bouger, il faut être du... il était dur [au mal] ! il n'était pas barbu, il n'était pas barbu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Gwazhoure a vez graet deus tout ar sekteur, ya 'vat ! Gwazhoure 2. ya, peogwir ar pezh zo graet tro-a-zro zo batiset kwa, bremañ me n'onn ket petra eo, pe int da lotissement pe int... 1. aze zo ur bern tiez, emaint Gwazhoure tout kazi
1. [gwaˈzuˑɻe̞ ... - ... - gwaˈzuˑɻe̞] 2. [... - ...] 1. [... - ... gwaˈzuˑɻe̞ ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. bouchiri a oa Louis... 2. Pont ar Stank ! 1. Fransoa Gwlihou, le boucher, tenait... Pont ar Stank, Pont ar Stank... an ti zo war-draoñ, ba an toull, ur pezh ti bras aze bremañ, pa diskennez da gaout Lannuon aze, ba an traoñienn aze, leur a yeot tro-a-zro hag arri... ya, ya... ya !
1. [...] 2. [põnˈstɑ̃ŋk] 1. [... - ... - ... - ˌpõnəˈstɑ̃ŋˤ - ˌpõnəˈstɑ̃ŋˤ - ... - ... - ... lɑ̃ˈnyõn ... - ... – ja ja - ja]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. kezeg bihan zo bet e-barzh... 'ba an dachenn-se 2. ya, xxx ( ?) e oa bet kezeg ivez xxx ( ?) 1. ha neuze givri bihan bremañ, n'onn ket hag-eñ zo givri ken... 2. nann ! n'eus ket... 'soñj ket din zo givri ken 1. met ur... ur gazeg-labour 'neus, war an dachenn, hag ur bonetenn 2. ya ! 1. ya, ya, ya, ya, ya ! 2. oh, ya 'vat ! 1. peneogwir 'neus... 'neus añtouret, gwelet a rez, gant grilhaj, tout tro-a-zro 2. ya !
[...]
1. il y a eu des petits chevaux dedans... sur ce terrain-là 2. oui, xxx ( ?) il y avait eu des chevaux aussi xxx ( ?) 1. et aussi de petites chèvres maintenant, je ne sais pas s'il y a encore des chèvres... 2. non ! il n'y a pas... je ne crois pas qu'il y ait encore des chèvres 1. mais il a un... un cheval de trait, sur son terrain, et une ponette 2. oui ! 1. oui, oui, oui, oui, oui ! 2. oh, mais oui ! 1. puisqu'il a... il a entouré, vois-tu, avec du grillage, tout autour 2. oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 Prajo an Eskob ? pa 'h aer da-gaout ar C'hatrevañ, ya, aze zo un tamm... tu-dehoù ivez zo un hent, un tamm... ha goude e arrier 'ba... un tamm douar gleb aze, Prajo an Eskob, prajoù hag a diskouez douar gleb kazi-tout kwa ! neuze n'eus ket keit-se zo aze 'deuint... aze e oa graet eu... ur stank da... da... da... evit al lin gwechall aze, 'deuint naeteet anezhi-tout hag adgreet-tout tro-a-zro, ya !
[ˌpɹaˑʒoˈneskɔp - ... hatxəˈvɑ̃ˑ - ... kɛꝛˈliˑdəɹ - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɹaˑʒoˈneskɔb ə - ˈpɹaˑʒo - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ja - ja -ˌpɹaˑʒoˈneskɔp ja]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 ha lec'h emañ menaj Koad Nevenez, pa oa bet tan, il y a... zo koad, hag e diskennez e-traoñ, hag emañ ar reñvier tro-a-zro, ar sep... oc'h ober ar separasion penn-da-benn
[... ˌkwaneˈveˑne - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Margerid ar C'hampion, ganet e 1938 e Peurid, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Kervaria / Prad.Dastumer : Tangi (2023-08-28)