Temoù
Mont a-benn da
-
🔗 hag e oa unan hag e oa aet 'ba un oto
[a wa yn a wa ɛt bah 'noto]
et il y en a une qui était rentrée dans une voiture
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em darc'hoet on 'ba 'r voger sell
[nɔ̃n dɑr'hoəd ɔ̃ bah 'vɔ:gər sɛl]
j'ai percuté [je suis rentré dans] le mûr regarde
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aet on a-benn 'ba 'r voger
[ɛd ɔ̃ bɛn bar 'vɔ:gər]
j'ai percuté le mûr [de face]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an oto zo aet 'ba ar vur
[ən 'oto zo ɛd bah vy:ʁ]
la voiture est rentrée dans le mur
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 skoet 'deus 'ba ar c'hleuz, da vên e oa...
['sko:ɛd døs bah hlœ̃: da vɛɲ wa]
ils ont percuté le talus parce qu'ils ne voyaient rien à cause de la buée sur la vitre
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peotramant gant an otoioù a vez an eil o skeiñ 'ba egile
[pə'tɑ̃:mɑ̃n gɑ̃n o'tojo ve nɛʎ 'skɛĩ bah e'gi:le]
sinon les voitures elles se percutent les unes les autres [pare-choc contre pare-choc]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'onn ket penaos 'na ket den ebet e-barzh emezon-me
[nɔ̃ kə pə'nɔ̃:z na kə den be bɑrs 'mɔ̃mɛ]
je ne sais pas [je me demande] comment personne ne va pas dedans [ne percute l'engin], dis-je
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eus ket droed da vale gant ar re-se, ma 'h afe a-benn d'unan bennak e lazhfe anezhe
[nəs kə dwrɛt tə 'vɑ:le gɑ̃n 'reze ma 'hɛfe bɛn dyn mnɑ:g 'lɑhfe nɛ:]
il n'y a pas le droit de se promener avec [ces engins], s'il percutait quelqu'un de face il les tuerait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini 'h arru warnañ... a-benn dezhañ, n'eo ket evit (?)
['ni:ni hɑj warnɑ̃ bɛn deɑ̃ nɛ kə wid ?]
celui qui arrive dessus... qui arrive de face, il ne peut (?)
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-hend-all a-wechoù ec'h ez a-benn da... d'ur wezenn pe un dra bennak
['hɛndal 'we:ʒo hɛz bɛn də də 'we:ən pe də dʁa mə'nɑk]
sinon parfois tu percutes euh... un arbre ou quelque chose
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet a-blaen e-barzh kwa
[ɛd ble:n baɹs kwa]
l'ayant percuté de plein fouet quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tamponniñ kwa, an eil o skeiñ 'ba eben
[tɑ̃m'pɔ̃nĩ kwa nɛʎ 'skɛĩ ba i'be:n]
se tamponner kwa, l'une percutant l'autre
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, unan du hag unan wenn anezhi, ec'h arri da harpañ eben
[ja yn dy: a yn wɛn nɛj hɑj də 'hɑɾpɑ̃ i'be:n]
oui, une noire et une blanche [voitures ?], elle arrive à (appuyer l'autre ?)
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'na... 'na sachet re frank war... war al levier, « bouf », e oa antreet 'ba un ti, hag evel e lâremp, an hini gozh a oa aze, « toujust 'ta ket brevet anezhi kwa », hag eñ deskiñ dimp ober
[’hemɑ̃ na na ’ʒɛʃə vɹɑ̃ŋg waɹ waɹ ’lœ:vje buf wa ’ɑ̃ntɾe:əd ban ti: a wɛl ’lɑ:ɹe n:i go:s wa ’ɑ:he tu’ʒyst ta kə ’bɾɛwəd nɛj kwa a ẽ̞: ’diskĩ dim o̞:ɹ]
celui-ci avait... avait tiré trop fort sur... sur le levier, « bouf », il était entré dans une maison [avec son semi-chenillé], et comme nous disions, il y avait là une vieille, « tout juste l'avais-tu broyée quoi », et lui de nous apprendre à faire [le conduire]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 harzhet 'meus skeiñ e-barzh kwa
['hɑɹzɛ mœs 'skɛĩ baɹs kwa]
j'ai évité de le percuter quoi
traduction
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'neus skoet un oto en ennañ war ar parking, pennbouzellet anezhañ kwa
[nœs ’sko:əd ’noto nenɑ̃ waɹ paɹ’kiŋg pim’bwɛləd neɑ̃ kwa]
une voiture l'a percuté sur le parking, l'a renversé quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 a-benn 'ba al laguna int aet
[bɛn bal laguna iɲ ɛt]
ils ont percuté la laguna
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket pe e oa mezv pe e oa petra, e welen anezhañ... ni a oa traoñ c'hoazh, « pouf ! », skoet ur revrad 'ba... 'ba... 'ba ar c'hleuz deus du-se 'ba... eñ a oa o tont war-draoñ met 'ba e du 'na skoet... ur revrad
[me nɔ̃ kə pe wa mɛw pe wa pɹɑ 'we̞:lɛn neɑ̃ nim wa tɾo̞w hwɑs buf 'sko:əd 'ɹɛɹvad bah bah bah hlœ̃: dəs 'ty:he bah ẽ̞: wa tɔ̃n waɹ'dɾo̞w mɛ ba i dy: na 'sko:ət 'ɹɛɹvat]
moi je ne sais pas s'il était ivre ou quoi, je le voyais... nous étions encore en bas, « pouf ! », percuté le... le... le talus de chez toi au... il descendait mais il avait percuté de son côté
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e wreg hag eñ, o-daou e oant mar... e oant lazhet, arri unan a-benn dezhañ, 'ba un dro-gorn bepred, o toublañ pe n'on ket petra
[i wɹeg a ẽ̞: o'do̞w wɑ̃ɲ mɑ wɑ̃ɲ 'lɑ:hət ɑj yn bɛn deɑ̃ ban dɾo'gɔɹn 'bopət 'tu:blɑ̃ pe nɔ̃ kə pɹɑ]
sa femme et lui, tous les deux ils avaient été mor... été tués, quelqu'un les avait percuté frontalement, dans un virage toujours, en train de dépasser ou je ne sais quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa arri se ganin, eu... 'h aen 'ba eu... surtout pa vije ret stasioniñ, peotramant e skoen 'ba un oto ha 'ba unan all ha 'meus... 'meus drailhet... daou aksidant 'meus renket deklariñ han-se, hag en em eskuziñ c'hoazh, 'ma graet ma genaouegez
[pe wa aj ˌze gəˌnĩ - ə - hɛn bah ə - syɹˌtut pe ˌviʒe ˌɹɛt staˈsjo̞ːnĩ - pəˌtɑ̃m ˈskoˑɛn bah ˈnoto a bah ˈnɑl a møs - møz ˈdɹɑjət - do̞w akˈsiːdɑ̃n møz ˈɹɛŋkə deˈklɑˑɹĩ ɑ̃ˌse - a nɔ̃n ɛsˈkyːzĩ ˌhwɑs - ma ˌgɛd mə geno̞ˈweːgəs]
quand ça m'était arrivé, euh... j'allais à euh... surtout quand il fallait stationner, ou sinon je heurtais une voiture ou une autre et j'ai... j'ai abîmé... j'ai dû déclarer deux accidents par conséquent, et s'excuser encore, j'avais fait ma niaise
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un oto a oa aet a-benn ur *pel... pilier telefon, hag e oa kroget an tan ba an oto, devet ar pilier telefon, gant-se... me (a oa eno ?) gant ar patron
[...]
une voiture avait percuté un *pet... poteau téléphone, et le feu avait pris dans la voiture, le poteau téléphone avait brûlé, donc... moi (j'étais là-bas ?) avec le propriétaire
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 hag an hini a oa aet a-benn dezhi, peneogwir e oa... frontal
[...]
et celui qui lui l'avait percuté de front, puisque c'était... Frontal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ar Sul ar beure 'nea bet e aksidant, ar Sul ar beure oc'h ober moto, war-dro... 2. ar Sul beu... 1. war-dro dek eur, hent Perroz, e-fas da garaj Peugeot 2. ar pezh zo an gwashañ 'nea... 1. tanfoeltret ! 2. 'nea lazhet ar vamm 1. ar moto a oa 2. ur vamm ha bugale dezhi kwa, c'est ça le... 1. hag oc'h oto a oa eksplozet-naet, peogwir e oa partiet ar rod... ar rod 'ba... 2. hi a oa lazhet-moust war... 1. hag eñ a oa skoet (en vol plané ?) dreist an oto 2. peogwir hi 'dea... 'dea... a oa evit treiñ à gauche 1. ('oa arri mann gantañ ?), vol plané dreist an oto, « bloup ! emezañ » 2. hag hi a oa oc'h arriout deus Perroz 1. ba... bah ar park, ugent metr pelloc'h, ur pezh... ba ar park 2. antreet ba ar bortierenn de plein fouet hañ ! 1. 'oa arri mann gantañ
[...]
1. il avait eu son accident un dimanche matin, un dimanche matin en faisant de la moto, vers... 2. un dimanche mat... 1. vers dix heures, route de Perroz, en face du garage Peugeot 2. ce qu'il y a de pire c'est qu'il avait... 1. bousillée ! 2. avait tué la mère 1. que la moto était 2. une mère qui avait des enfants quoi, c'est ça le... 1. et leur voiture était complètement explosée, puisque la roue... la roue était partie dans... 2. et elle avait été tuée sur le coup sur... 1. et lui avait été projeté en vol plané par-dessus la voiture 2. parce qu'elle avait... avait... elle allait tourner à gauche 1. (il n'avait rien eu ?), en vol plané par-dessus la voiture, « Whoosh ! dit-il » 2. et elle, elle arrivait de Perroz 1. dans... dans le champ, vingt mètres plus loin, un gros... dans le champ 2. [il était] rentré dans la portière de plein fouet hein ! 1. il n'avait rien eu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ben ya, ar batronez a oa ba ar volant a oa lazhet-moust, lazhet-moust ! hag an oto a oa... pleget ar chasi, a-benn neuze 'na bet ur vazhad gant ar moto, ya, ya... eñ a oa skoet dreisti 2. se zo kaoz, pa glevan komz deus motoioù ha pa glevan motoioù, o tremen, oh, la, la ! la, la ! « c'hwi, emezon-me, na gomprenit ket petore dañjer eo ! » 1. deus ar moto e oa, (eñ a glee bezañ tost sur a-walc'h ?) 2. c'hwi, marteze, a ra ivez, ober moto ?
[...]
1. ben oui, la mère de famille qui était au volant avait été tuée sur le coup, tuée sur le coup ! et la voiture avait... le châssis de plié, pour alors elle avait eu un choc avec la moto, oui, oui... il avait été projeté par-dessus elle 2. c'est pour ça, quand j'entends parler de motos et quand j'entends des motos passer, oh, là, là ! là, là ! « vous, dis-je, vous ne comprenez pas quel danger c'est ! » 1. il était de la moto, (il devait être proche sûrement ?) 2. vous, peut-être, que vous faites aussi, faire de la moto ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. war hent Perroz 2. ya, en em okupe eu... 1. (e-fas da ?) garage Peugeot, hent Perroz e oa arri se gant eu... 2. hein ? 1. ur pezh... ur pezh moto, o karzhañ, sur ! 'oa... 'oa ket a voaien da lâret piv a oa en tort, peogwir 'oa den war-lerc'h, den 'na gwelet mann ebet, un oto a oa a-raok dezhañ, hag e oa o vont da dreiñ ba salle de tennis aze, e-lec'h emañ ar garage 2. ya, met d'ar c'houlz-se... 1. e-lec'h emañ ar garaj oto Peugeot bremañ 2. Peugeot ya 1. ya, hag eñ xxx ( ?), « moarvat, barrek on da dremen anezhi, emezañ », hag hoñ a oa o tremen just, tapet anezhi ba ar bortierenn, 'neus lazhet anezhi 2. laosket e oa e bord an touflez... 1. (marv xxx ?) 2. gant ar bomperien evit marv 1. hag he merc'h a oa e-tal-kichen, ha 'oa arri mann ganti 2. ha goude e oant aet da welet... 1. e oa o kas anezhi da... d'ober tennis 2. welet hag e dizalane c'hoazh 1. d'ar c'houlz-se...
[...]
1. sur la route de Perroz 2. oui, il s'occupait euh... 1. (en face du ?) garage Peugeot, ça c'était arrivé route de Perroz avec euh... 2. hein ? 1. une grosse... une grosse moto, qui fonçait, sûr ! on ne pouvait... on ne pouvait pas dire qui était en tort, puisqu'il n'y avait personne après, personne n'avait rien vu, une voiture était devant lui, et qui allait tourner à la salle de tennis là, là où est le garage 2. oui, mais à cette époque-là... 1. là où est le garage Peugeot maintenant 2. Peugeot oui 1. oui, et il xxx ( ?), « sans doute que je peux la doubler [litt. : la passer], dit-il », et elle passait juste [devant la moto], elle l'avait prise dans la portière, il l'a tuée 2. il avait été laissé au bord du fossé... 1. (mort xxx ?) 2. pour mort par les pompiers 1. et sa fille qui était à côté, il ne lui était rien arrivé 2. et après ils étaient allés voir... 1. ils l'emmenaient au... à faire du tennis 2. voir s'il respirait encore 1. à cette époque-là...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)