Temoù
An obuzioù
-
🔗 an obuzioù
[no’by:ʒo]
les obus
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 an obuz a oa... a oa strinket tal-e-gichen
['no:byz wa wa 'stʁiŋcət tali'giʃən]
l'obus avait... avait éclaté à côté de lui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tremenet un obuz hag en eklad ha dic'hoûget anezhañ, ha kouezhet e benn 'ba e dorn pa oa o reiñ tan, peadra evit eu... non mais franchement !
[tɾe’me:nəd ’no:bys a ’neklat a di’hu:gə neɑ̃ a kwed i bɛn ba i dɔɹn pe wa ’ɹɛɲ tɑ̃:n pea’dɾɑ wid ə nɔ̃ mɛ fɹɑ̃ʃmɑ̃]
passé un obus et un éclat et l'ayant décapité, et sa tête tombée dans sa main quand il lui donnait du feu, de quoi euh... non mais franchement !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. bep bloaz e vez kavet unan bennak war an aod amañ 2. oh, kavet e vez unan bep bloaz, bep bloaz e vez kavet 1. ha... pa... pa labour ar... ar mor moarvat, e vezont dizoloet hag e arriont da... da degas anezhe diwar ar blajenn 2. ya 'vat ! 1. ha marteze... zo bet esplozet unan bennak ivez
[...]
1. tous les ans on en trouve quelques-uns [obus] sur la côte ici 2. oh, on en trouve un par an, tous les ans on en trouve 1. et... quand... quand la... la mer travaille sans doute, ils sont découverts et ils arrivent à... à les ramener de la plage 2. mais oui ! 1. et peut-être... qu'il y en a eu quelques-uns a exploser aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ni a oa kouezhet seizh *ozus... seizh obus, ba ar c'hraou, e-fas d'ar gomanant, aze e oa graet ur... aze e oa laket ur c'hanon, bah... bah... e-lec'h e oa barakennoù, da dennañ, hag e skoe kazi a-us d'al lojeiz du-mañ, e oa kouezhet seizh obuz ba ar park e-fa... e-fas da di, ya, hag unan a oa kouezhet war... war an hent a-drek an ti aze, hag unan all a oa kouezhet war... war ar c'hreñch, war ar c'hreñch e-lec'h e oamp-ni... war... e-lec'h e oamp-ni o kousket just, 'oa ket nemet treuz ar voger etrezomp, ya, kreuvet an doenn hag... kavet... ur pezh xxx ( ?) goûg an obuz, war ar viñs ba ar c'hreñch !
[...]
nous il nous était tombé sept *ozus... sept obus, dans l'étable, en face de la ferme, là on avait fait un... on avait mis un canon là, dans... dans... là où il y avait des barraques, pour tirer, et il balançait presque au-dessus du logis chez moi, il était tombé sept obus en fa... en face de la maison, oui, et un était tombé sur... sur la route derrière la maison là, et un autre était tombé sur... sur la grange, sur la grange là où nous étions nous... sur... juste là où nous dormions, il n'y avait que l'épaisseur du mur entre nous, oui, le toit avait été crevé et... [on avait] trouvé... une grosse xxx ( ?) culasse d'obus, sur l'escalier dans la grange !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)