Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
honnezh
Stummioù :
celle-là
-
👂 🔗 Honnezh zo... Honnezh n'eo ket ur c'hachenn vihan hañ.
oñs so... oñs nè ke (e) hachenn vien añ.
Celui-là n'est pas un petit gâteau.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah honnezh ne vez ket poazhet ? Tamm ebet ?
A oñs vé ke poahet ? Tamm bét ?
Ah, on ne cuit pas celle-là ? Pas du tout ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh a oa e-barzh ar memes klas ganin ivez, met honnezh ne oa ket e pension, met e chome bepred, peogwir he dud, a gav din, a oa o terc'hel ur boulañjiri, ha e chome e-barzh an étude neuze a-raok mont d'ar gêr.
Hoñ oa bah momes klas kenin ie, mè hoñ oa ke pañsïon, mè chomé bopet, pegur i dut, gaf tin, oa tèrhèl boulañjiri, a chomé bah 'n étude neuhé rok mon te gêr.
Elle était dans la même classe que moi, mais elle n'était pas en pension. Mais en tout cas, elle restait... parce que ses parents, je crois, tenait une boulangerie, et alors elle restait en étude avant d'aller chez elle.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha me 'mije plijadur o gwelet honnezh o deskiñ he lesonioù, honnezh ne rae ket 'met lenn anezhe ha neuze... e ouie anezhe diouzhtu.
A mé mijé plijadur gwèle hoñs diskiñ i lesonio, hoñ rê ke mè lènn nè a neuhé... ouié nè dustu.
Et j'aimais bien la voir apprendre ses leçons, elle ne faisait que les lire et elle les savaient immédiatement.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha honnezh a amare anezhe.
A hoñ añmaré nè.
Et elle [la lieuse] les liait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, eñ a oa lorc'h ennañ o tont gant honnezh met moarvat ne oa ket re sur diontañ bepred ivez kar bepred e oa ur mekanik bras a-walc'h, al lieuz evel se quoi.
Ya, eñ oa lorh nênnañ ton gan hoñs, mè mahad oa ke ré sur diontañ ie, ka boped oa mékenik braz wah, lieuz vesé quoi.
Oui, il était fier en arrivant avec elle [la lieuse], mais il n'était probablement pas trop sûr de lui non plus, car c'était quand même une assez grande machine, la lieuse comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Honnezh eo nim 'mamp graet anezhi. Anfin, nim 'mamp graet anezhi, 'mamp ket, laket ober anezhi quoi.
Hoñz è nim mam gwè nèi. Añfin, nim mam gwè nèi, mam ket, laked or nèi quoi.
Celle-là, c'est nous qui l'avons faite. Enfin, nous l'avons faite, non, fait faire quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ur c'hoar 'nea bet, met honnezh a oa bet marvet abred-abred pa oa yaouank.
hoar néa bét, mè hoñ oa bé marwed abréd abrét pé oa yowank.
Il a eu une soeur, mais elle est morte très prématurément quand elle était jeune.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Bern charre en-dro da honnezh !
[bɛʁn ˈʃɑʁɛ dʁo də hɔ̃ːs]
Beaucoup de remue-ménage pour elle ! [litt. « autour d'elle »]
[lors d’un déménagement]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Bern charre gant honnezh.
[bɛʁn ˈʃɑʁɛ gɑ̃n hɔ̃ːs]
Beaucoup de remue-ménage avec elle !
[lors d’un déménagement]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien