Geriadur GALLEG > BREZHONEG
bien sûr
evel just
-
👂 🔗 ... e oas deut da welet ac'hanon, peogwir e oan e-barzh ar pension evel just quoi, hañ, ha evel se ne deuen ket d'ar gêr 'met ur wezh ar miz, met seulamant da Sul, e oa droed da dont da welet ac'hanomp goude merenn.
Oas teut te wéled añoñ, pegur oan bah pension vêl-just quoi, añ, a vesé dên ke de gêr mèd e wêj mis, mè seulaman de Zul oa drèt te don te wéled añm goudé mèrn.
Tu étais venue me voir, parce que j'étais en pension bien sûr, et par conséquent je ne rentrais à la maison qu'une fois par mois. Mais seulement, le dimanche, on pouvait venir nous voir l'après midi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 evel se, feiz, evel just, goude, e vamm a oa kozh ha e dad a oa marv pa oa paotr yaouank, ha feiz avat evel se...
Vesé, fé, vèl just, goudé, i vamm ia kos, a i dad oa marw pé oa pod yowank, a fé hat vesé…
Sa mère était âgée et son père est mort quand il était jeune...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.
Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.
Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Evel just, ma vije ar park d'achuiñ, feiz, e chome d'achuiñ ar park quoi, 'nije... n'aje ket e-barzh ar park an deiz war-lerc'h evit dont en-dro pe da...
Vèl just, ma vijé park t’achuiñ, fé, chomé d’achuiñ park quoi, nijé... N’aché ket bah park ’n dé war-lèrh wid don dro pé de...
Bien sûr, s'il fallait finir le champ, il restait finir le champ. Il ne serait pas revenu dans le champ le lendemain juste pour revenir...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 evel-just euh
[wɛl'ʒys ə]
évidemment euh
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 evel-just
[vɛl'ʒyst]
évidemment
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Angela zo o labourat evel-just
[ɑ̃ʒe'la zo la'bu:rət vɛl'ʒyst]
Angela travaille bien sûr
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Angela zo o labourat evel-just ?
[ɑ̃nʒela zo la'bu:rəd vɛl'ʒyst]
Angela travaille évidemment ?
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
laouen
-
👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.
1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.
1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
moarvat
-
👂 🔗 1. Oh geo avat, me a c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me a c'horoe diouzhtu. 2. 'Ta goroet an deiz-se ? 1. Ya moarvat avat . 2. Oh me marteze 'ma graet ivez, me ne oaran ket. 'Meus ket soñj. 1. Geo.
1. O gè vat, mé horoé, pé oan ai gèr deuz maternité, mé horoé dustu. 2. Ta goroed ’n dé-sé ? 1. Ya mahat ha. 2. O mé matéé ma gwèt ie, mé oaran ket. Meus ke joñj. 1. Gè.
Oh si alors, quand j'étais revenu de la maternité, j'avais recommencé à traire immédiatement. 2. Tu avais trait ce jour-là ? 1. Bien sûr que oui. 2. Oh moi aussi je l'avais peut-être fait, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. 1. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
emichañs
-
👂 🔗 Jean Le Bihan ? ah, Jean Le Bihan ? (T. : 'teus bet anavezet ?) daon ya emichañs !
[... - a ... - dɑ̃w ˌjɑ meˌʃɑ̃ˑs ha]
Jean Le Bihan ? ah, Jean Le Bihan ? (T. : tu l'as connu ?) mais oui bien sûr !
Gant : Mari ar Veilh, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze, pa vi arri, a-raok antren 'ba eu... 'ba... e-mesk tout an tier-se eu... 'teus eu... 'teus... 'teus un hent 'ba ur park, hag evit mont d'ar C'hoad Plaen eo ret dit mont bu eno, ha 'h arriez 'ba un ti, un ti e-unan ya, oh, n'eo ket ! nann ! eu... ha zo... serr gant barieroù emichañs, ha 'h ez 'ba an hent-se
[a ˌnœhe̞ - pe vi ˌɑj - ˌɹo̞ˑk ˈɑ̃ntɹən bah ə - bah - ˌmesk tun ˈtiˑəɹ ze - ə - tøz ə - tøs tøz ˈnɛn bah ˈpɑɹk - a vid ˌmɔ̃n tə ˌhwɑt ˈpleːn he̞ ˌɹɛt tid ˈmɔ̃n byh ˈeːno - a ˌhɑje̞z bah ən ˈti - ˈti iˌhyˑn ˌjɑ - o ˌne̞ kə - ˌnɑ̃n - ə - a zo - ˈzɛɹ gɑ̃n baˈjeːɹo meˈʃɑ̃ˑs - a he̞z bah ˈnɛn se]
et alors, quand tu arrives, avant d'entrer dans euh... dans... parmi toutes ces maisons-là, euh... tu as euh... tu as... tu as une route dans un champ, et pour aller à ar C'hoad Plaen tu dois passer par là, et tu arrives à une maison, une maison isolée oui, oh, non ! non ! euh... et elle est... fermée avec des barrière sans doute, et tu vas dans cette route-là
St Laorañs
Gant : Mari ar Veilh, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 he den 'da... 'da graet... 'da es... 'da graet eu... e oa un den trañkil war e blaen hag ar re-se a oa men... daou c'houblad ha... en em gleve abominapl ervat ervat ivez ! hag emichañs eñ en em sante fêpaat, ha 'oa ket kat da labou... 'oa ket kat d'ober ken ha 'da esaet en em suisidañ, hag e oa arri-hi warnañ, saovetaet e oa, met honnezh 'deus ket bet... ha goude neuze, emichañs e oa bet... e oa bet ul lajad 'ba gouent Bear
[i ˈdeːn da - da ˌgwɛt - da hɛs - da ˌgwɛt ə - wa ˌdeˑn ˈtɹɑ̃kil waɹ i ˈbleːn a ɹeˌze wa men - do̞w ˈhuːblat a - nɔ̃n ˈglɛwe aboˌmiˑnab ˈvɑːd ˈvɑːd ˌiˑə - a miˌʃɑ̃ˑs ˈhẽ nɔ̃n ˈzɑ̃te fɛˈpɑːt - a ˌwɑ kə ˌkɑd laˌbu - ˌwɑ kə ˌkɑt ˈto̞ˑɹ ˌkeˑn a da hɛˌsɑˑd nɔ̃n sɥiˈsiːdɑ̃ - a wa ˌɑj ˈhiˑ ˌwaɹnɑ̃ - ˌzo̞vəˈtɑːd wa - mɛ ˈhɔ̃ˑz døs kə ˌbet - a ˌguˑde ˈnœhe - miˌʃɑ̃ˑz wa ˌbet - wa ˌbe ˈlɑːʒəd bah ˌguˑən ˈbeˑaɹ]
son mari avait... avait fait... avait ess... avait fait euh... c'était un homme très tranquille et ceux-là étaient des mén... deux couples qui... s'entendaient à merveille aussi ! et sans doute que lui se sentait faiblir, et il n'était pas capable de travaill... il ne pouvait plus faire et il avait essayé de se suicider, et elle l'avait découvert, on l'avait sauvé, mais elle n'a pas été... et après alors, sans doute qu'il avait été... qu'il avait été un moment à l'hôpital de Bear
Gant : Jeanne Gwerliskin, ganet e 1930 e Beurleudi, o chom e Kervorc'h, marvet e 2026, tud bet ganet e Beurleudi / Beurleudi.
Dastumer : Tangi