Brezhoneg Bro-Vear

Amprestiñ gerioù diwar ar galleg

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

Kalz a chikan a vez en emsav brezhonek diwar-benn sujed an amprestoù diwar ar galleg e brezhoneg ar bobl. Hiniennoù, pennoù bras an emsav, o deus gwelet dreze yezh ar bobl o vont da goll. Dre-se e oad techet da skarzhañ ar gerioù o tont diwar ar galleg deus ar yezh standard. Ha ramplasiñ anezhe gant gerioù kozh o tont deus an hen- pe ar c'hrenn-vrezhoneg, peotramant c'hoazh sevel gerioù nevez diwar gwrizioù keltiek.

Soñjal a ra ganimp e ra parti an amprestoù-se deus ar yezh a-herie. Han-se e talv ar boan teurel hon evezh warne, na pe posubl ne blijfe ket kement-se da difennerien ur yezh « glan ». War ar marc'had zo traoù eveek ken ec'h int er stummioù he deus hon yezh da lonkañ gerioù estren, ma fell d'an nen kemer un tamm amzer da sellet dioute. En gwirionez e kav dimp eo ret goût anezhe, mann nemet evit bezañ kat da derc'hen kaoz gant ar vrezhonegerien a-vihannik.

Hon studi ac'h a da gemer harp war ar pennad « Emprunt » kavet war ul lec'hienn deus ar c'hentañ, Arbres (Mélanie Jouitteau). Ar skwerioù a gemerfomp deus hon c'horpus avat.

Kentañ tra, pa vez komzet deus un « amprest » (« emprunt » en galleg) en yezhoniezh eo « [un] mot pleinement intégré au système de la langue cible ». evel-henn eo displeget gant Mélanie Jouitteau :

« Un mot emprunté à une autre langue s'adapte au système nouveau dans lequel il est inséré. Il devient pleinement un mot de cette langue, ce que l'on peut voir dès que ce mot subit les règles de la langue d'accueil. »

Er c'hontrol, ne vez ket « brezhonekaet » tout ar gerioù bet kemeret digant ar galleg. Alies a wech ec'h implij an nen en e frazenn vrezhonek ur ger pe ur bagad gerioù gallek hep azasaat anezhe deus reolennoù ar brezhoneg. Komzet e vez neuze deus code-switching ha n'eo ket amprest. Ar gerioù-se a vir o fonologiezh hag o frosodiezh gallek. Da skwer e chomont pouezmouezhiet war ar silabenn diwezhañ, hag-eñ e vez pouezmouezhiet an amprestoù war an eil silabenn diwezhañ, da lâret eo ar stumm brezhonek.

Skwerioù deus code-switching :

'Meus ket (ar) moral.
Ec'h an da dont en-dro parce que goude ec'h an da chom da glakenniñ adarre.
Kez te 'ba quatre-vingts à l'heure !

Koulskoude e weler gerioù implijet kalz er yezh a herie ha chomet damheñvel deus ar galleg evel apeupre [apœ'pʁɛ], toutafet [tuta'fɛt], dabitud [da'bityt] pe toujust [tu'ʒyst]. Seblantout a reont dimp bezañ amprestoù goude ma chomont pouezmouezhiet war ar silabenn diwezhañ.

Un dra eveek zo c'hoazh, en em gavet a ra an adverb gallek bien implijet ur wech an amzer en brezhoneg, hag-eñ e vezer o c'hortoz mat pe ervat. Koulskoude ne vez ket brezhonekaet e stumm ebet, ar pezh zo drol pa soñjer er sonioù diaes evit ar skouarn vrezhonek a gaver ennañ (ar fonemoù [j] ha [ɛ̃] asambles). Moarvat e klasker aze kaout un efed bennak. En galleg e kaver ar memes tra gant un toullad mat a c'herioù (adverboù pe anvioù-gwan) ramplaset gant gerioù saoznek e kaozeadennoù ar pemdez (je suis stone, il n'est pas très light, c'est hard je trouve, tu es speed…).

Se zo bien avat.
Pa vezer oc'h ober e vank ober bien.
… e weles tud bien.

Kalz a gode-switching a vez er brezhoneg komzet en deiz a herie dam d'an diglosiezh ma vevomp enni. Ne oa ket kont evel-se d'ar c'houlz ma veze ar brezhoneg yezh nemeti, pe dost, an darempredoù etre an dud. Bep tro e klee bezañ brezhonekaet an amprestoù diwar ar galleg. N'eo ket ken kreñv an traoù abaoe, na tost, met delc'hen a ra memes tra ar prosesus da vezañ ampletus.

Sellomp bremañ deus ar stummioù disheñvel he deus hon yezh d'amprestiñ gerioù gallek.

1. Ouzhpennañ ul lost-ger

Degas a ra Mélanie Jouitteau da soñj an dra-se : « le suffixe singulatif -enn, apparaît sur les noms d'emprunt d'animaux (jirafenn), et le suffixe -ez apparaît sur les noms d'emprunt de légumes (bananez). »

N'hon eus ket gallet gwiriañ al lavarenn gentañ. Evit an eil avat hon eus un toullad skwerioù :

pechez
patatez
karotez
orañjez

Met kavet hon eus ur skwer hag ac'h a a-enep d'ar skwer bananez :

ur vananenn

Daoust hag-eñ e vefe diamplet al lost-ger -ez, o vezañ ma seblant ar stumm kozh bananez bezañ ankouaet ? Techet omp da grediñ se pa n'hon eus ket klevet stummioù evel *kourjetez pe *sitrouilhez.

Al lost-ger -enn a seblant er c'hontrol bezañ ampletus-kaer en brezhoneg a-vremañ, evit ar pezh a sell deus an anvioù traoù :

un ampoulenn
un durbinenn

2. Cheñch an distagadur

Gwelet hon eus c'hoazh penaos e vez cheñchet pouezmouezhiadur ur ger pa dremen deus ar galleg d'ar brezhoneg, alies-mat ec'h a ar pouezmouezh deus ar silabenn diwezhañ (sistem gallek) d'an eil-diwezhañ (sistem brezhonek).

En tu-hont da se e vez cheñchet « fono-estetik » ar ger evit lonkañ anezhañ gwelloc'h e sistem fonolojik ar brezhoneg.

An disoc'h eo cheñchamantoù eveek (eviton-me !), evel gant ar gerioù gallek en -ment :

direktamant dirèkamant
normalamant
siriusamant siruzaman
amplasamant
tamponamant
roulamant

Bep tro e vez azasaet dibenn ar ger gallek [-mɑ̃] en [-'ɑ̃mɑ̃n]. Douget eo ar pouezmouezh neuze war an eil silabenn diwezhañ. E-lec'h eo techet ar galleg da skarzhañ an eil silabenn diwezhañ dre gomz, ar brezhoneg a adlaka anezhi en he flas peotramant a lak ur silabenn ouzhpenn !

franchement [fʁɑ̃ʃˌmɑ̃], 2 syllabes ➜ franchamant [fʁɑ̃'ʃɑ̃mɑ̃n], 3 syllabes
carrément [kaʁemɑ̃], 3 syllabes ➜ karreamant [ˌkaʁe'ɑ̃mɑ̃n], 4 syllabes

Alies-mat e vez difriet bogalenn diwezhañ ar ger gallek :

médecin [medsɛ̃] ➜ medisin meudeusin [mœ'dœsin]
jardin [ʒaʁdɛ̃] ➜ jardin ['ʒɑʁdin]

Peotramant e vez mire tar friadur, gant ar fonem [n] laket ouzhpenn er fin :

mignon [miˌɲɔ̃] ➜ mignon ['miɲɔ̃n]
cochon [koʃɔ̃] ➜ kochon ['koʃɔ̃n]
content [kɔ̃tɑ̃] ➜ kontant ['kɔ̃ntɑ̃n]

An dibennoù gallek -er pe -ier ac'h ey d'ober [-əʁ] ou [-jəʁ] :

particulier ➜ partikulier [ˌpaʁti'ky:ljəʁ]
charcutier ➜ charkutier [ʃaʁ'kytjəʁ]

An dibennoù gallek -sion pe -tion, [sjɔ̃] ac'h ey d'ober daou dibenn dishañval. En treuzfurmadur kentañ ne vez ket ouzhpennet nemet ar fonem [n] e fin ar ger :

definision [ˌdefi'nisjɔ̃n]

En eil treuzfurmadur, an hini ac'h arri aliesañ, ec'h a ar silabenn c'hallek d'ober div silabenn ['si:ɔ̃n] :

alokasion [ˌaloka'si:ɔ̃n]
permision [ˌpɛʁmi'si:ɔ̃n]
eleksion [ˌelɛk'si:ɔ̃n]

Dre vras e weler ar memes treuzfurmadur o c'hoari pa 'nez ar ger gallek ar gensonenn [j] er silabenn diwezhañ :

bio ➜ bio ['bi:o]
spécial ➜ spesial [spe'si:əl]

Pa 'nez ar galleg ur gensonenn vud en dibenn eo techet da vat ar brezhoneg da bronoñsiñ anezhi :

surtout [syʁtu] ➜ surtout [syʁ'tut]
un arrêt [ɛ̃ naʁɛ] ➜ un aret ['nɑʁɛt]
fort [fɔʁ] ➜ fort [fɔʁt]
gros [gʁo] ➜ gros [gʁo:s]

C'hoarvezout a ra kement-se dre an avani en defe miret ar brezhoneg distagadur etimolojik ar gerioù gallek-se ? Kozh-kozh e vefe an amprestoù-se neuze ?

Ne blij ket kaer d'ar brezhoneg ar son [ɛ̃]. Gwelet hon eus kement-se e dibenn ar gerioù. Kemend-all zo gwir e penn kentañ. Gerioù gallek o komañs gant in- pe im- a cheñch o distagadur en [iŋ] pe [im] :

incomprenable ➜ inkomprenabl [ˌiŋkɔ̃m'pʁe:nɑp]
impossible ➜ imposubl [im'posyp]
incroyable ➜ inkredabl [iŋ'kʁe:dɑp]
important ➜ important [im'pɔʁtɑ̃n]

Seblant a ra ar skwerioù-se diskwel n'eo ket ampletus ken ar rakger di-.

Techet eo ar vogalenn [e] e penn kentañ ar gerioù gallek da vont da [i] en brezhoneg :

énervé ➜ inervet
effronté ➜ ifrontet

Kensonennoù zo a vez dousaet er penn kentañ evel er skwerioù da heul :

fragile ➜ frajil vrajil ['vʁɑ:ʒil]
savant ➜ savant zavan ['zɑ:vɑ̃n]

En dibenn e weler ar strolladoù kensonennoù -ble o vont war galetaat :

permettable ➜ permetabl pèrmetap
honorable ➜ enorabl énorap

Bras-a-walc'h e c'hall bezañ an treuzfurmadur « fono-estetik » :

courtepointe ➜ goultepoentenn
boucle d'oreille ➜ bouldoreilhoù
apercevoir ➜ apresev aprèsév

Kement ha ken bihan ma en em gav cheñchet da vat ar ger gallek :

horriblement ➜ horrol
abominable ➜ minabl

Peotramant c'hoazh eo heñvel-rik ar ger brezhonek nevez-treuzfurmet deus… antonim ar ger gallek amprestet :

inimaginable ! ➜ imajinabl !

Poan en dez ar brezhoneg oc'h ouzhpennañ dibennoù al liester d'ar gerioù amprestet. Alies a wech e kaver stumm unan ar ger hag-eñ e vezer o c'hortoz ul liester. Moarvat ec'h arria se dre an avani eo ral implijout liester ar gerioù-se. Koulskoude hon eus serret un toullad amprestoù gant ul liester en dibenn, met gant traoù drol a-walc'h (dibennoù en -ed dic'hortoz) :

facteurs ➜ fakteurien
employés ➜ amploaiered
volontaires ➜ volanterien
écrémeuses ➜ ekremeuzien
vitesses ➜ vitesoù [vi'tɛʃo]
lieuses ➜ lieuzed

Gant stumm benel gerioù zo e kaver ar memes kudenn. Er skwer fentus dindan eo bet ouzhpennet ar merk benel d'ur ger gallek… benel dija :

la factrice ➜ ar faktrisez

Koulskoude e klever da gustum ar faktris.

3. Lakaat da gemmañ

Ur ger gallek lonket da vat gant ar brezhoneg a heulio sistem ar c'hemmadurioù :

une pétition ➜ ur betision
une contravention ➜ ur gontravañsion

Ha d'o zro e vezont kat da lakaat gerioù all da gemmañ :

la bonne adresse ➜ an adres vat

Geriennoù gallek o komañs gant v- zo barrek da cheñch o lizherenn gentañ en brezhoneg. Displegañ a ra Mélanie Jouitteau ar prosesus o kemer skwer war ar ger malizenn :

« L'emprunt au français valise s'est intégré dans le lexique breton comme si son V initial résultait d'une mutation M>V (lénition). Le mot breton est donc rétabli en malizenn, ur valizenn. »

Sell amañ daou skwer kemeret en hon c'horpus :

vélo ➜ belo (ar velo)
verger ➜ berje (ar verje)

4. Troioù-lavar nevez

El lodenn–mañ e taolfomp ur sell prim-ha-prim war an troioù-lavar nevez-savet diwar amprestoù gallek. Da skwer e kaver ar ger galleg avarie en dro-lavar-se :

Me zo arri un avari ganin. Il m'est arrivée une bricole, j'ai eu un problème.

Diwar ar ger ampich, bet amprestet digant ar galleg empêcher, zo savet un dro-lavar war ampich / diwar ampich hag a dalvez kement ha « sur le passage » :

Honnezh a droc'he e lec'h e vije lakaet d'ober. Met ma vije ur biz war ampich, eñ a droc'he ivez.

[hõ 'dʁɔhe lɛh viʒe 'lakət 'tɔʁ – mɛt ma viʒe 'biːs waʁ'hãmpiʃ – hẽ 'dʁɔhe 'ie]

[La scie circulaire] coupait là où on la mettait à faire. Mais s'il y avait un doigt dans le passage, elle le coupait aussi.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Oh ne oan ket re c'hwezhet eno quoi, soñj a raen, ar re-mañ, emezon-me, ma 'deus c'hoant, zo ken barrek da dennañ war ma saout evel da dennañ warnon amañ war o ampich quoi. Met nann...

[o wãn kə ʁe 'hweəd eno kwa – 'ʒõj ə ʁɛn – ʁemã mõme ma døs 'hwãn – zo ken 'baːk tə de̞nã waʁ mə 'zowt vɛl də 'de̞nã waʁnõ 'aːmã waʁ o 'hãmpiʃ kwa – mɛ nãn]

Oh je n'étais pas trop fière [rassurée] là, je pensais, ceux-ci [les Allemands], si ils veulent, sont aussi bien capables de tirer sur mes vaches que de tirer sur moi, qui suis dans leur passage. Mais non...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

A-wechoù 'nije bountet an nen anezhañ diwar ampich un tamm bihan neuze, ha feiz e gomañse da grial, ha neuze feiz... e vije goulennet gantañ : Petra 'peus graet dezhañ aze ? Mann ebet avat. Met peogwir e oa oc'h esaeañ ampich ac'hanon d'ober ar pezh 'ma ezhomm d'ober.

['we̞ʒo niʒe 'butə 'nen 'neã diwaʁ 'hãmpiʃ tãm'biən nœhe – a fe go'mãse də 'gʁiəl a nœhe fe – viʒe 'guːlə 'gãntã – 'pʁa pøs 'gwɛt 'teã ahe – mãn'bet hat – mɛ pə'gyːʁ wa 'hesa 'hãmpiʃ ãõ 'dɔʁ 'pes ma 'eːm 'dɔːʁ]

Parfois on le repoussait un peu parce qu'il gênait, et il commençait à crier. Et alors on nous demandait : Qu'est-ce que vous lui avez fait ? Mais rien du tout. Mais puisqu'il essayait de m'empêcher de faire ce que j'avais à faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

An dro-lavar gallek pas du tout zo bet lonket gant ar brezhoneg dre ur cheñchamant fentus deus e ereadurezh, war skwer tamm ebet :

pas du tout ➜ dutout ebet [dytud'bet]

Achuiñ a refomp ar pennad-mañ o tegas da soñj an interest zo d'anavezout ervat ar stummioù he deus hon yezh d'amprestiñ gerioù estren. Dimp ne oa ket ur sin ec'h ae ar yezh da foutr. Ar c'hontrefed eo, keit ma oa kat ar brezhoneg da lonkañ da vat gerioù gallek e tiskwele e oa c'hoazh ur yezh bev-mat. Bremañ eo koazhet a-galz an amprestoù evit leskel plas d'ar c'hode-switching, ar pezh a diskwel emañ ar yezh o vont war an hent fall.

Ober fae war lodenn vras-mañ ar brezhoneg zo ur fazi bras n'eus forzh penaos. Talvezout a ra en em droc'hañ libr deus implijoù poblek ar yezh. Ma vanka ober nebeutoc'h gante dre skrid, dre gomz avat e renk an nen implijout anezhe hardi da gaozeal gant ar vrezhonegerien a-vihannik.

Tangi YEKEL, miz du 2016