Brezhoneg Bro-Vear

Ar stumm-ambroug


Peurvuiañ e vez eztaolet en brezhoneg stumm-ambroug ar galleg gant ar framm o + anv-verb pe en ur + anv-verb. Ne vezont ket implijet kement hag en galleg avat. En e bennad « Herezh ar brezhoneg beleg ha penaos en em zizober dioutañ » (Notennoù yezh, 2012) e sach Yann Gerven hom evezh war un tech fall a vez gant skrivagnerien zo. Da heul ar « brezhoneg beleg » ec'h implijont a-dreuz hag a-hed ar framm o + anv-verb, « bep kwech ma soñj ar skrivagner en ur participe galleg ».

Er pennad-mañ omp o vont d'ober ur sintezenn deus un toulladig yezhadurourien. War-lerc'h e sellfomp hag-eñ 'h a hom brezhoneg da heule.

1. Gant ar yezhadurourien

Frañsez Kervella (1995) a gomza evel-henn deus ar stumm-ambroug er rannbennad 285 :

« An anv-verb, degaset gant ar rannig en ur, a zo ur renadenn doareañ a c'hell merkañ pe an doare, pe an tu, pe an amzer, o spisaat e c'hoarvez an daou ober war an dro, pe tost an eil goude egile, hag e tenn an eil d'egile. »

Sell amañ daou skwer interesant ma 'mañ eztaolet an tu :

– 1. En em lazhañ a reas, en ur lammat diwar ar pont. (Il s'est suicidé en sautant du pont.)
– 2. Kalz traoù en deus desket en ur lenn. (Il a appris plein de choses en lisant.)

Studial a ra Yann Gerven er pennad meneget a-raokoc'h an holl degouezhioù ma vez implijet ar framm o + anv-verb. Evitañ e c'hall bezañ « ul liamm abeg-koñsekañs etre an ober degaset gant o + anv-verb hag an eil ober ». Daou skwer deus kement-se a ro bet klevet e Plougastell :

– 3. Kollet 'n doa 'spenn dek mil lur o c'hoari kilhoù disul diwe'a.
– 4. Froc'het 'n deus e vragoù oc'h ober ruz-revr dindan ar pont.

A-hend-all en deus kavet gant Jul Gros un implij « souezhus », e-mesk 1 500 reishoc'h :

– 5. Tourtañ a rae ar c'hleuzioù o sevel ar c'hrav. (Il se cognait la tête aux talus en montant la côte.)

Un tamm diwezhatoc'h e komzfomp dioutañ adarre.

Just a-walc'h e komza Jul Gros deus ar stumm-ambroug e levr kentañ Teñzor ar brezhoneg komzet (2000, p.199 ha p.243). Diwar-benn ar rannig en eur e tegas da soñj e c'hall « merkañ an adanv-verb, pa vez dao ober war ar memes tro (kempred) ». Gallet a ra ivez « merkañ an tu, an doare », gant ar skwer-mañ :

– 6. Me am-eus desket ma zoniou en eur gleved anezo. (J'ai appris mes chansons en les entendant.)

Evit ar pezh a sell ar rannig o e lâr penaos, « pa vez dirak un anv-verb, he deus talvoudegezh un adanv-verb ». A-wechoù en deus neuze ar framm o + anv-verb talvoudegezh « un islavarenn abeg ».

– 7. Ar mab a oa toullet e lagad o torna. (Le fils avait eu l'oeil crevé en battant le blé.)
– 8. Pôl a oa diskoaziet o koueza diwar e visikled. (Paul s'était démis l'épaule en tombant de bicyclette.)
– 9. Penegwir em-oa bet pevar rêl o kouignaoua. (Puisque j'avais reçu un franc en allant quêter des étrennes.)

Hervezañ o deus ar rannigoù en ur hag o implijoù dishañval-mat : gant en ur e vez lâret ar c'hempred hag an tu, gant o an abeg.

En ur dremen, degas a ra da soñj n'hall ket ar brezhoneg implijet ordinal ar framm o + anv-verb pa vez un adanv-verb en galleg :

« Le breton parlé n'emploie jamais le participe présent dans des phrases comme la suivante :
Ezomm on-eus eur vatez o houzoud ar galleg hag ar brezhoneg, qui est traduite du français : nous avons besoin d'une bonne sachant le français et le breton.
Dans ce cas, sachant est mis pour « qui sait » (ou : qui sache) et le bretonnant le traduira toujours par : « eur vatez hag a oar ar galleg, etc ... »

Evit Francis Favereau (1997, p.279) e vez implijet ar framm en ur + anv-verb pa vez « kempred daou ober pe an eil o vont da heul egile » :

– 10. Mervel en ur vezañ. (Mourir à la naissance.)

Resisaat a ra evel-henn : « en position de gérondif (à valeur de circonstancielle), l'emploi de o/é est possible, dans les conditionnelles ou pour peu qu'il existe une relation de cause à effet » :

– 11. O vont a-dreuz e tegouezhi kentoc'h. (Tu arriveras plus tôt en allant à travers.)
– 12. O kanañ e kavi berroc'h an hent. (Tu trouveras la route plus courte en chantant.)
– 13. O labourat kalz eo savet da binvidig. (C'est en travaillant beaucoup qu'il est devenu riche.)

Un tamm mat luzietoc'h eo an traoù pa seller deus pennadoù al lec'hienn Arbres, diwar-benn ar rannig o hag en ur.

Diwar-benn ar rannig en ur da gentañ e lâr evel-henn Mélanie Jouitteau : « comme le gérondif en français, le composé en ur est utilisé pour la coïncidence temporelle ou, sans doute par extension, le moyen » :

– 14. Setu, en ur zont d'ar gêr e choment a-sav eno neuze.
– 15. Nemet unan bennak a en em gave da gaout en ur chipal. (Mais quelques-uns arrivaient à en avoir en chipant.)

Un toulladig skwerioù tennet deus yezhadur Trepos (2001) a ro. Enne e kaver frammoù en ur + anv-verb evit lâret an tu :

– 16. En eur gemer a-gleiz e oen faziet. (C'est en tournant à gauche que je me trompai.)
– 17. Pinvidig eo deuet en eur laerez ar re all. (Il est devenu riche en volant les autres.)
– 18. Dond a ri a-benn, en eur lakaad da nerz. (Tu réussiras, si tu mets toute ta force, [en y mettant toute ta force]).

En tu-hont da se e veneg un implij souezhusoc'h deus en ur, ma kaver ul liamm abeg-heuliad ennañ :

– 19. Diwall da baka ar horvad en eur jom dindan ar glô. (Fais attention de ne pas attraper un gros rhume en restant sous la pluie.)

Evit ar pezh a sell deus ar rannig o e wel-hi « une coïncidence temporelle sembl[ant] impliquer la causalité » :

– 20. Ul lastez lorc'h a oa ennon o vont da c'hoari soudardig. (J'étais sacrément fier d'aller jouer au petit soldat.)

Daoust hag-eñ n'hon defe ket er skwer-se ar memes implij deus ar framm o + anv-verb hag a gaver da heul an troiennoù-mañ : tremen e amzer, kaout poan, kaout mezh, kaout diegi, bezañ pell, bezañ jenet, bezañ skuizh... Talvezet a ra an evezhiadenn-mañ evit ar skwer 21 dindan.

Souezhusoc'h c'hoazh e veneg frazennoù e-lec'h e vez degaset « un islavarenn tu » gant ar rannig o :

– 21. Tout e vezont kreuvet oc'h ober bourjinerezh, o klask gwelet piv eo ar c'hapaplañ. (Tous se crèvent en faisant des bêtises à essayer de voir qui est le meilleur.)
– 22. Amañ em eus klasket strollañ ar pezh a zo bet skrivet gantañ diwar-benn ar politikerezh, o tastum e destennoù diwar-benn Breiz Atao ha diwar-benn an istor. (J'ai cherché ici à rassembler ses écrits sur la politique, en collectant ses écrits sur Breiz Atao et sur l'Histoire.)
– 23. O selaou an dud en doa desket ur bern traoù. (Il avait appris un tas de choses en écoutant les gens.)
– 24. Heñv a foetas e zanvez o ren ur vuhez diroll. (Il mangea tout son bien en menant une vie dissolue.)

Dam da se ec'h arri da lâret kement-se :

« Lorsque o introduit une circonstancielle de moyen, ce qui est traduit en français par le gérondif (en faisant...), on peut en breton utiliser la forme en ur à la place de o si le sujet de l'infinitive coïncide avec le sujet de la matrice. »

Ar skwerioù 2, 6 ha 23 ac'h a da heul he c'haoz. Deskiñ eo verb al lavarenn hag ar framm o + anv-verb a verk an tu. Deus un tu (2 ha 6) eo ar framm en ur + anv-verb an hini a vez implijet. Deus an tu all (23) est ar framm o + anv-verb :

– 2. Kalz traoù en deus desket en ur lenn. (Il a appris plein de choses en lisant.)
– 6. Me am-eus desket ma zoniou en eur gleved anezo. (J'ai appris mes chansons en les entendant.)
– 23. O selaou an dud en doa desket ur bern traoù. (Il avait appris un tas de choses en écoutant les gens.)

Memes tra e div frazenn hañval a-walc'h. Ar rannigoù o hag en ur a vez implijet evit lâret an tu :

– 13. O labourat kalz eo savet da binvidig. (C'est en travaillant beaucoup qu'il est devenu riche.)
– 17. Pinvidig eo deuet en eur laerez ar re all. (Il est devenu riche en volant les autres.)

An hini 13, hag ar reoù 11 ha 12, zo meneget gant Favereau evit diskwel ul liamm abeg-heuliad. Koulskoude e c'hallfe an nen gwelet aze an tu. N'a ket an traoù war-simplaat.

En daolenn amañ dindan zo bet renket an holl skwerioù bet meneget betek-henn, diouzh an implij a vez graet deus en ur hag o (ar c'hempred, an tu, an abeg) :

O EN UR
Ar c'hempred

Tourtañ a rae ar c'hleuzioù o sevel ar c'hrav. (JG)

Ul lastez lorc'h a oa ennon o vont da c'hoari soudardig. (J)

Setu, en ur zont d'ar gêr e choment a-sav eno neuze. (J)

mervel en ur vezañ (F)

An tu

Tout e vezont kreuvet oc'h ober bourjinerezh, o klask gwelet piv eo ar c'hapaplañ. (J)

Amañ em eus klasket strollañ ar pezh a zo bet skrivet gantañ diwar-benn ar politikerezh, o tastum e destennoù diwar-benn Breiz Atao ha diwar-benn an istor. (J/Denez)

O selaou an dud en doa desket ur bern traoù. (J/Chalm)

Heñv a foetas e zanvez o ren ur vuhez diroll. (J)

Nemet unan bennak a en em gave da gaout en ur chipal. (J)

En eur gemer a-gleiz e oen faziet. (T)

Pinvidig eo deuet en eur laerez ar re all. (T)

Dond a ri a-benn, en eur lakaad da nerz. (T)

Me am-eus desket ma zoniou en eur gleved anezo. (JG)

En em lazhañ a reas, en ur lammat diwar ar pont. (K)

Kalz traoù en deus desket en ur lenn. (K)

An abeg

Ar mab a oa toullet e lagad o torna. (JG)

Pôl a oa diskoaziet o koueza diwar e visikled. (JG)

Penegwir em-oa bet pevar rêl o kouignaoua. (JG)

O vont a-dreuz e tegouezhi kentoc'h. (F)

O kanañ e kavi berroc'h an hent. (F)

O labourat kalz eo savet da binvidig. (F)

Kollet 'n doa 'spenn dek mil lur o c'hoari kilhoù disul diwe'a. (G)

Froc'het 'n deus e vragoù oc'h ober ruz-revr dindan ar pont. (G)

Diwall da baka ar horvad en eur jom dindan ar glô. (J)

F : Favereau   G : Gerven   J : Jouitteau   JG : Jules Gros   K : Kervella   T : Trepos  

Sklaer a-walc'h e seblant ar reolenn gant ar yezhadurourien. Ar rannig en ur a vez implijet evit ar c'hempred hag an tu. Ar rannig o a vez implijet evit lâret an abeg. Ma adkemeromp ar skwer 1 roet gant Kervella e vanko neuze dispartiañ mat :

– 1. En em lazhañ a reas, en ur lammat diwar ar pont. (Il se suicida en sautant du pont.)

An tu zo eztaolet aze, dam da se e vez implijet en ur.

– 1bis. En em lazhañ a reas o kouezhañ diwar ar pont. (Il se tua en tombant du pont.).

Amañ eo an abeg an hini a vez eztaolet, dam da se implij ar rannig o.

Arri a ra Jouitteau da degas da soñj dimp penaos e c'hall an implijj pellaat un tamm deus ar reolenn.

2. En hom c'horpus

Sellomp bremañ deus skwerioù hom c'horpus. Un tamm zo on intereset gant ar stummioù d'implijet evit treiñ an adanv-verb gallek, e-se em eus notennet un toullad brav a skwerioù.

O EN UR
Ar c'hempred

ha me a dremene du-hont gwezhall, o vont da welet anezhe

hanter-batorellet e oan peogwir, o tont er-maez, o tont... o tont deus skol, e fin ar skol, ha me a oa o tigoriñ an nor da dont war an hent

1. o vont, o vont d'e labour pe... 2. o vont d'e labour 1. goût a ran e oa o vont d'e labour peogwir 'neus labouret... o vont da labourat da Sant Brieg... 2. o tont deus Lannuon, 'ba toull hent Bulien, 'ba traoñ ar c'hrav a-hont, eno e oa marvet

ni a gaozee brezhoneg 'te en ur amenajiñ du-hont, o tont hag o vont

hag o tont d'ar gêr eo dimezet gant Jeanne aze

'teus ket bet kordet ar sort-se oc'h ober machin aze ?

me 'ma bet chañs o tont d'ar gêr aze deus c'hoari boulloù aze

pa diskennez o tont deus Gwenezhan

… gwelet e dad-kaer o vont d'ar gêr ivez, o ruilhal 'ba an hent, o tont d'ar gêr o ruilhal, deus beure, o tont da gerc'hat amann e vije, o tont d'ar gêr e veze o ruilhal 'ba an hent

ne welent ket sklaer o vont d'ar gêr

an ouvrierien 'h a da… zo o vont da labourat en ur c'hwitellat

bern koll a vez en ur beilhat anezhe

ordin 'ba an oto, en ur sevel ha betek an noz

en ur vont da lakat kerc'h d'e hini 'na pozet e dorn war revr ar gazeg

partiet e vije en ur c'harmat ma 'mijemp derc'het

an ouvrierien, 'h aint ordin da labourat en ur c'hwitellat

ya met en ur gousket, me 'meus bet kavet kalz a draoù evel-se

en ur dont d'ar gêr

en ur arruout deus ar beure

en ur arruout

me a gane war ar sañtier en ur labourat

al loen, en ur dont war an douar

e Kerdanioù oa bet brezel, en ur c'hoari boulloù

ah ya, an hini 'meump gwelet du-hont en ur arruout aze

a-hend-all 'meus ket bet baleet nemeur, añfin geus, en ur chaseal, met 'meus ket soñj da welet…

eme egile en ur arruout

aze 'na dilañs peogwir en ur arri 'ba ar skol ne gomprene mann ebet deus ar pezh a vije lâret koura

e oa en em skoet 'ba 'h... 'ba 'h an nor en ur dont diwar ar c'hlud

Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arru a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar

An tu

tapet 'meus ar yer o c'haloupat

ar re-mañ 'meus gonezet, hemañ o c'hoari boulloù

e-giz-se e soñje, « marteze e tremeno se emezañ, en ur lakat anezhañ en brezhoneg »

en ur gaozeal a-hent-all a lâran dit e lârfen dit aezetoc'h koura

en ur dastum bern arc'hant 'h efomp un tamm war-raok

en ur ober ma c'hlasoù aze 'meus desket mat mont war ar c'hezeg

eñ 'neus gonezet bern arc'hant en ur werzhañ loened

ha neuze en ur waskañ war hemañ e tigor an toull

tu-kontrefed, tu-kleiz en ur dont amañ

met en ur vont dre eno e oa teir gwech berroc'h

An abeg

[torret 'ma ma brec'h] o kouezhal 'ba ar jardin aze a-drek

ha me a-raok ac'hanta, e tihunen a-greiz an noz o soñjal 'ba 'r se

ha goude e oa bet torret o cheñch plas dezhi

hoñ a oa kouezhet o sachañ warni

krog eo da weañ e c'henou o klevet an nor o tigeriñ

o c'hoari voulloù e Kerdanioù e oa deklaret ar brezel

beuzet int oc'h en em vaegnañ

arru 'neus sec'hed din aze o chaokat

eñ a oa pennbouzellet diwar ur wezenn aze o vont da dilojañ un neizh pik, machinet e c'hoûg gantañ

ankouaet ar brezhoneg oc'h esa deskiñ ar galleg

[kouezhet eo] war e dreid, o kerzhal war e dreid

ur breur dezhañ a oa lazhet e Traoñ Ar Pont, euh… o ti… o tiskenn Ar C'hra

me 'meus ket torret ma c'hoûg oc'h ober

Armand 'meus aon a oa bet lazhet o kouchañ foenn 'ba ar solier, xxx (?) o kouchañ foenn 'na skoet e benn gant ar (c'houbl ?) ha graet double fracture du crâne gantañ

freuziñ a rafes da c'henou emezañ o lâret Kêr Roc'h

en ur derc'hen da gontañ kaozioù ec'h arri an nen da gaout sec'hed

'ma torret ma brec'h en ur c'hoari football

peotramant 'meus graet se en ur lakat euh… neud euh… war ar machin aze hep goût din ha 'meus ket santet mann ebet

ar plac'h zo marv en ur skeiñ he fenn 'ba 'r maen-treuz

A-raok kregiñ ganti e sachan an evezh war ar stumm da distagañ en ur. Peurvuiañ eo [nɔ̃n] an hini a vez distaget. A-wechoù avat eo ar stumm [nœʁ] a glever gant tud zo (ordinal gant ma mamm-gozh, he familh a oa deus Plûned). Alies-a-wech ne glever ket ar rannig o, peotramant eo [ə] an hini a vez klevet. Koulskoude avat e vez ordinal ar c'hemmadur kemmesket da heulañ.

An evezhiadenn gentañ zo diwar-benn ar c'hempred. Evel gortozet eo ar rannig en ur an hini a vez implijet ar muiañ en degouezhioù-se. Koulskoude e kavomp ivez un toullad brav a skwerioù e-lec'h e vez implijet ar rannig o.

Daoust hag-eñ en em gavomp aze gant un elipsenn deus verb skoazell bezañ evel er skwer-mañ ?

hanter-batorellet e oan peogwir, o tont er-maez [e oan], o tont [e oan]... o tont deus skol [e oan], e fin ar skol, ha me a oa o tigoriñ an nor da dont war an hent (j'étais à moitié sonné puisque, en sortant, en venant... en revenant de l'école, à la fin de l'école, et moi d'ouvrir la porte pour venir sur la route)

Posubl eo, met bezañ zo skwerioù all e-lec'h e vez implijet ar framm o + infinitif, hep forc'hellegezh ebet, evit merkañ ar c'hempred :

pa diskennez o tont deus Gwenezhan (quand tu descends en venant de Gwenezhan)
ha me a dremene du-hont gwezhall, o vont da welet anezhe (et moi je passais là-bas autrefois, en allant les voir)
ne welent ket sklaer o vont d'ar gêr (ils ne voyaient pas clair en allant à la maison)

En tri skwer-se e vije bet gortozet ar rannig en ur, àevel er frazennoù dindan :

en ur vont da lakat kerc'h d'e hini 'na pozet e dorn war revr ar gazeg
ah ya, an hini 'meump gwelet du-hont en ur arruout aze

Notenniñ a raer e vez degaset peurvuiañ gant ar rannig o un anv-verb hag a verk ar fiñv, mont ha dont dreist-holl. Ar frazenn 5 bet roet gant Gerven a seblant dimp mont da heul an implij-se :

– 5. Tourtañ a rae ar c'hleuzioù o sevel ar c'hrav. (Il se cognait la tête aux talus en montant la côte.)

Eil evezhiadenn diwar-benn an tu bremañ. Kazi ordinal e vez implijet en ur. Diwar an div skwer gant ar rannig o zo unan anezhe hag a zo un droidigezh fall :

tapet 'meus ar yer o c'haloupat (j'ai attrapé les poules en courant)

Gant en ur e oa ret ober aze. Ar frazenn troet n'he deus ket ar ster gortozet dre an avani e sinifia « j'ai attrapé les poules qui courent ».

Peadra zo da vezañ diroutet gant an eil skwer. D'ar c'hentañ gwel e soñjer kaout aze ur islavarenn tu :

ar re-mañ 'meus gonezet, hemañ o c'hoari boulloù (ceux-ci [trophées] je les ai gagnés, celui-ci en jouant aux boules)

Met barrek eo da vezañ ul liamm abeg-heuliad, « dre ma 'meus c'hoariet boulloù 'meus gonezet ». Feiz, n'eus ket nemet unan evel-se hag ar reolenn eo implijet en ur pa vez d'ober merkañ an tu. Just a-walc'h zo ur frazenn all gant ar verb gonit el lavarenn, hag en ur an hini a vez implijet aze :

eñ 'neus gonezet bern arc'hant en ur werzhañ loened

Diouzhtu evel e vez merket ul liamm abeg-heuliad eo ar rannig o an hini a vez implijet. Sklaer-sklaer eo c'hall bezañ evel er skwerioù dindan :

ha goude e oa bet torret o cheñch plas dezhi
hoñ a oa kouezhet o sachañ warni
ankouaet ar brezhoneg oc'h esa deskiñ ar galleg
krog eo da weañ e c'henou o klevet an nor o tigeriñ

Gallet a ra bezañ skañvoc'h evel er skwerioù-mañ :

ur breur dezhañ a oa lazhet e Traoñ Ar Pont, euh… o ti… o tiskenn Ar C'hra (un frère à lui s'était tué à Traoñ ar Pont, euh... en des... en descendant la côte)

En ur diskenn a ra c'hrav HA peogwir e oa o tiskenn e oa bet lazhet.

o kouchañ foenn 'na skoet e benn gant ar (c'houbl ?) (en tassant du foin il s'était cogné la tête au xxx ?)

En ur gouchañ foenn HA peogwir e oa o kouchañ foenn en doa skoet e benn.

Pa laker mesk-ha-mesk holl skwerioù hom c'horpus ha reoù ar yezhadurourien e remerker e kaver alies-mat el lavarenn verboù a verk ur stad pe disoc'h un ober : bezañ lazhet, bezañ marv, bezañ beuzet, bezañ diskoaziet, torriñ un askorn, kouezhañ, bezañ pennbouzellet, bezañ dihunet, koll, toullañ ul lagad, gweañ e c'henoù, froc'hañ e vragoù. Degas a ra neuze ar rannig o un islavarenn abeg, oc'h ezteurel ar pezh a oa ar sujed oc'h ober pa oa degouezhet an ober.

Ur wech lâret se e seblant dimp ar frazennoù dindan bezañ fall, ar rannig o an hini a vez gortozet bep gwech :

'ma torret ma brec'h en ur c'hoari football
peotramant 'meus graet se en ur lakat euh… neud euh… war ar machin aze hep goût din ha 'meus ket santet mann ebet (ou sinon je me suis fait ça en mettant euh... les fils... sur le machin là sans m'en apercevoir et je n'ai rien senti [pied enflé])
ar plac'h zo marv en ur skeiñ he fenn 'ba ar maen-treuz

Div frazenn damhañval gant an droienn kaout sec'hed a implij an eil rannig hag eben :

arru 'neus sec'hed din aze o chaokaten ur derc'hen da gontañ kaozioù ec'h arri an nen da gaout sec'hed

Reishoc'h e seblanta bezañ an hini kentañ, o vezañ ma zo ul liamm abeg-heuliad anatoc'h. Diskwel a ra kement-se penaos e c'hall bezañ implijet pe an eil pe eben, e degouezhioù zo.

Klozadur

Dre vras e c'hallomp lâret e vez heuilhet mat a-walc'h gant frazennoù hom c'horpus reolenn implij ar frammoù o + anv-verb pe en ur + anv-verb bet eztaolet gant ar yezhadurourien : en ur a vez implijet evit merkañ an tu, o evit merkañ an abeg. Un tamm luzietoc'h eo pa seller deus ar c'hempred. Peurvuiañ eo en ur an hini a vez implijet. Met o a gaver implijet e degouezhioù damhañval, ar pezh a diskwel e c'haller c'hoari pe gant an eil pe gant egile.

Tangi YEKEL, ebrel 2018