Klask
« bazhad »
Frazennoù kavet : 25
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Augustine a vi... vije o reiñ gwin dezhe, peogwir a-wechoù... peogwir... evit... keit ha 'dijent arc'hant, ma vije ret dezhe mont er-maez da bisat, 'vijent ket kat da vale ken, 'h ae da lakat anezhe da bisat ! 'h ae gant ar baotred er-maez da... da... ha goude e adretorne, ha bazhad dezhi ! gwin adarre ! keit hag e vije arc'hant gante, ah met se... se n'eo ket kaojoù hañ !
[...]
Augustine leur don... donnait du vin, parce que parfois... parce que... pour... tant qu'ils avaient de l'argent, s'il fallait qu'ils sortent pour pisser, ils ne pouvaient plus marcher, elle allait les faire pisser ! elle sortait avec les hommes pour... pour... et après ils revenaient, et en avant la mine ! du vin de nouveau ! tant qu'ils avaient de l'argent, ah mais ça... ça ce ne sont pas des racontars hein !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 1. ha tout an dud zo bet er skol gant ar re-se 'vat paotr 'deus derc'het soñj hañ ! met 'oa ket mat se peogwir eu... tromatizet e vije eu... n'eo ket deskiñ a raes, ar c'hontrefed ! gant aon da gaout ur bazhad 2. da dud a oa oc'h esae derc'hel ac'hanout er skol ?
1. [a ˈtun ˌdyd zo be ˈskoːl gɑ̃n ˌɹeˑe ha po̞t døz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʒ ɑ̃ - mɛ ˌwa kə ˌmɑˑd ˈze ˌpuˑɹ ə - tɹomaˈtiːzəd viʒe ə - ˌne̞ kə ˈdiskĩ ɹɛs - ˌhɔ̃təˈfɛt - gɑ̃n ˈo̞wən də ˌgɑˑd ˈbɑhat] 2. [də ˈdyd wa ˈhɛsɛ ˌdɛɹhɛl ˌo̞wt ˈskoːl]
1. et tous les gens qui ont été à l'école avec ceux-là mon gars s'en souviennent hein ! mais ça ce n'était pas bien parce que euh... on était traumatisé euh... ce n'est pas apprendre que tu faisais, au contraire ! de peur de prendre une volée 2. tes parents essayaient de te maintenir à l'école ?
Gant :
– Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
– Solañj ar Bras, ganet e 1936 e Tregrom, o chom e Louergad (Sant Eler).Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. honnezh... hoñ a oa ur skolaerez vat, kontet mat hañ ! 2. oh ! hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya ! neuze e rae vad 'hat ! 2. ha tout a rae moaien da desk... e rae moaien da voutañ anezhe da deskiñ 1. hoñ 'da d'ober kar... 2. me 'mije ket bazhad peogwir e desken met xxx ( ?) 'ma ket bet bazhad james met hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya, gant ar reglenn 2. gant ar reglenn war an daouarn hag e deue barrennoù war o daouarn, met fidamdoue, an hini 'nije d'ober kroazañ a glenke e zorn ! oh, memes war ar penn e skoe hañ ! 1. 'oa ket sañset d'ober war ar penn bepred hañ !
1. [ˈhɔ̃ˑs - ˈhɔ̃ wa skoˌlɛˑɹəz ˈvɑːt ˌkɔ̃ntə ˈmɑːd ɑ̃] 2. [ɔ ˈhɔ̃ ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - ˌnœˑe ɹe̞ ˈvɑːt a] 2. [a ˈtud ɹe̞ ˈmo̞jən də ˈdisk - ɹe̞ ˈvo̞jən də ˈvutə ˌne̞ də ˈdiskĩ] 1. [ˈhɔ̃ da ˌdo̞ˑɹ kaɹ] 2. [ˈme miˌʒe kə ˈbɑhat pyˈgyːɹ ˈdiskɛn mɛt ? ˌma kə ˌbe ˈbɑhad ˈʒɑ̃məs mɛ ˌhɔ̃ ˈskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən] 2. [gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən waɹn ˈdɑwən ag e de̞ baˈɾeno waɹ o ˈdɑwən - mɛ fidɑ̃mˈduˑe ˈnˑi ˌniʒe ˌdo̞ˑɹ ˈkɹwɑːzə ˈglɛŋkɛ i ˈzɔɹn - o ˈmɛməz waɹ ˈpe̞n e ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [ˌwɑ kə ˈsɑ̃səd ˌdo̞ˑɹ waɹ ˈpe̞n ˌbopəd ɑ̃]
1. celle-là... elle c'était une bonne institutrice, réputée hein ! 2. oh ! elle frappait hein ! 1. ah oui ! alors elle faisait du bien ! 2. et tous elle trouvait le moyen de leur apprend... elle trouvait le moyen de les pousser à apprendre 1. elle avait de quoi faire car... 2. moi je n'avais pas de coups puisque j'apprenais mais xxx ( ?) je n'avais jamais eu de coup mais elle frappait hein ! 1. ah oui, avec la règle 2. avec la règle sur les mains et survenaient des marques sur leurs mains, mais bon sang, celui qui devait croiser ramassait sa main ! oh, elle frappait même sur la tête hein ! 1. elle ne devait pas faire en principe quand même sur la tête hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur bazhad 'meus bet aze, tension... 'ma bet, gant contrariété ha 'meus bet te !
[ə ˈbɑhad møz ˌbed ˈɑhe̞ - ... - ma bet - gɑ̃n ... a møz ˌbet te]
j'ai eu un coup là, de la tension... que j'avais eu, à cause de la contrariété que j'ai eue pardi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, evit klask jeu kwa ! evit klask jeu, hag a-benn ar fin eo... hag ar polis 'na bet ur bazhad ivez, ya, ya, ar po... polis 'na bet ur bazhad ivez
[ˌjɑ - wi ˌklɑ ˈʃœː kwa - wi ˌklɑ ˈʃœː - a be̞n ˈfiˑn he̞ - a ˈnpoːliz na be ˈbɑhəd ˌiˑe - ˌjɑ ˌjɑ - ˈpo poːliz na be ˈbɑhəd ˌiˑe]
oui, pour chercher la bagarre quoi ! pour chercher la bagarre, et pour finir c'est... et la police avait été attaquée aussi, oui, oui, la po... police avait été attaquée aussi
Gant : Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, bazhat ma kerez ya, (T. : ah ya ! fisel ?) ya ya, (T. : bazhad, fisel ?) ya, fisel dezhi ! ya, bazhat dezhi kwa ma kerez
[ja - ˈbɑhat ma ˈkeːɹe̞z ja - ja ja - ja - ˈfisəl ˌdɛj - ja - ˈbɑhad ˌdɛj kwa ma ˈkeːɹe̞s]
oui ! la bagarre si tu veux oui, (T. : ah oui ! baston ?) oui oui, (T. : bagarre, baston ?) oui, baston ! oui, de la bagarre quoi si tu veux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah met réglementaire e oa ar jeu hañ ! eu... gwelet a rez eu... ma vijemp-ni eu... amañ, « moc'h Kraou ar Moc'h » amañ, alies e vijemp c'hoari gant... gant eu... eu... paotred eu... « gleskered Sant Yened » a vije graet deus ar reoù all, hag eu... e vije bec'h etrezomp alies kwa, met eu... n'ae ket unan bras 'skeiñ war unan bihan, unan eu... tout an ekip a vije oc'h en em lardañ hañ ! hag ar reoù vras gant ar reoù vras, met an hini bihan a vije unan bihan gantañ ivez kwa, ha bazhad dezhi 'ha paotr ! ha goude e vijemp kamaradoù adarre
[a mɛ ... wa ˈʒœː ɑ̃ - ə ˈgwe̞ːl ə ɹe̞z ə - ma ˌviʃɛm nim ə - ˈɑ̃mɑ̃ ˌmox kɹo̞w ˈmox ˌɑ̃mɑ̃ - aˈliˑɛz ˌviʒɛm ˈhwɑj gɑ̃n - gɑ̃n ə - ə - ˈpo̞tɹəd ə - glesˈkeːɹə zɑ̃n ˈjeːnəd ˌviʒe gwɛ dəz ɹewˈɑl - ag ə - ˌviʒe ˈbex ˌtɹeˑɔ̃m aˈliˑɛs kwa - mɛd ə - ˌnɛ kəd ˌyn ˈbɹɑːs ˌskɛˑĩ waɹ ˌyn ˈbiːən - yn ə - ˌtud ˈnekip viʃe nɔ̃n ˈlɑɹdɑ̃ ɑ̃ - a ˌɹew ˈvɹɑːs viʃe gɑ̃n ˌɹew ˈvɹɑːs - mɛ ˌnːi ˈbiːən ˌviʒe ˌyn ˈbiːən ˈgɑ̃tɑ̃ ˈie kwa - a ˈbɑhad dɛj ha po̞t - a ˈguː viʒɛm kɑ̃məˈɹɑːdo ˈɑe]
ah mais le truc était réglementaire hein ! euh... tu vois euh... si nous étions euh... ici, « les cochons de Kraou Moc'h » ici, souvent nous nous affrontions avec... avec euh... euh... les gars euh... « les grenouilles de Sant Yened » qu'on appelait les autres, et euh... c'était souvent la bagarre entre nous quoi, mais euh... un grand n'allait pas taper sur un petit, un euh... toute l'équipe se battait hein ! et les grands avec les grands, mais le petit avait un petit aussi quoi [pour se battre], et en avant la bagarre mon gars ! et après nous étions de nouveau camarades
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet 'neus bazhad, c'est tout, (bet eo ?) bazhad, là c'est... « bazhad » c'est des coups
[bed nøz 'bɑhat ... - bed e̞ 'bɑhat - ... 'bɑhat ...]
il s'est pris des coups, c'est tout, il y a eu des coups, là c'est... « des coups » c'est des coups
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha c'hoazh pa oan 'ba ar skol e vije bazhad evit eu... pas kaozeal anezhañ
[a hwa pə wɑ̃n bah sko:l viʒe 'bɑ:hat wid ə pas ko'ze:əl neɑ̃]
et encore quand j'étais à l'école il y avait des brimades pour ne pas le parler [breton]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vije graet dit skrivañ, neuze bazhad, « je parlerai plus breton, je parlerai plus breton », ha neuze ne oa ket droed da lakat an anvioù brezhonek d'ar vugale
[a viʒe gwɛd did ’skɹwi:vɑ̃ nœe ’bɑ:hat a ’nœ:e wa kə dɹwɛd də ’lɑkə nɑ̃’nojo bɹe̞’zɔ̃:nək tə vy’gɑ:le]
et on te faisait écrire, alors une brimade, « je parlerai plus breton, je parlerai plus breton », et alors il n'y avait pas le droit de donner des prénoms bretons aux enfants
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 « kar n'ouzout ket, me, d'ar c'houlz e oan-me er skol ganit e oa o reiñ bazhad d'an dud evit nompas kaozeal brezhoneg ha bremañ e vezez o reiñ bazhad dezhe da gaozeal anezhañ » « ah ya, gwir eo evel e lerez emezañ 'vat »
[kaɹ nu’zutkət me də hulz wɑ̃n me sko:l gə’nit wa ɹɛĩ ’bɑ:had dən dyt wid nɔ̃’pɑs ko’ze:əl bɾe̞’zɔ̃:nək a ’bœmɑ̃ ver ɹɛĩ ’bɑ:had dɛ: də go’ze:əl neɑ̃ - a ja gwiɹ e̞ wɛl ’lɛ:ɹɛs meɑ̃ hat]
« car tu ne sais pas, moi, à l'époque où j'étais à l'école avec toi on donnait des punitions aux gens pour ne pas parler breton et maintenant on leur donne des punitions pour le parler » « ah oui, c'est vrai ce que tu dis dit-il »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
🔗 darn a lâr e oant chikanet, me a lâr e oa bazhad etreze
[dɑrn lɑ:r wɑ̃ɲ ʃi'kɑ:nət me lɑ:r wa 'bɑhat treɛ:]
certains disent qu'ils se sont disputés, moi je dis qu'ils se sont battus
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kazi e vije bet ur bazhad 'ba ar sal, 'mamp... 'mamp klasket euh... en em dibrouilhet mat e oamp
['kɑhe viʃe bed ə 'bɑhad ba zɑ:l mɔ̃m mɔ̃m 'klɑskəd ə nɔ̃n di'bruʎə mɑ:d wɑ̃m]
il y aurait presque eu une bagarre [bousculade] dans la salle, nous avions... nous avions essayé de... nous nous étions bien débrouillés
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'it ket d'ober se emezon-me kar goude ma 'h arru reoù all war ho lerc'h e savo bazhad etreze emezon-me abalamour da se
[net kə do:r ze 'mɔ̃mɛ kɑr 'gu:de ma hɑj rew ɑl war o lɛrh 'zɑwo 'bɑhat treɛ 'mɔ̃mɛ blɑ̃m tə ze]
n'allez pas faire ça dis-je car après, si certains arrivent après vous ils seront en conflit dis-je à cause de ça
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya, war gein ar marc'h neuze ne vez ket... n'eo ket mat ar jeu kar neuze e wreg a dapje... ur bazhad gantañ
[a jɑ war gɛɲ mɑrh 'nœhe ve kə nɛ kə mɑ:d ʒœ: kar 'nœhe i wrek 'dɑpʃe 'bɑhat kɑ̃tɑ̃]
ah oui, sur le dos de cheval [jaloux], alors c'est... ça ne va pas fort car alors sa femme prendrait... une raclée avec lui
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, aon 'neus da gaout bazhad
[ja 'ɔwɛn nœz də gɑ:d 'bɑ:hat]
oui, il a peur de se prendre une volée de coups [chien]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ur bazhad din
[‘bɑhat tĩ]
un coup de bâton sur moi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur bazhad
[ə 'bɑhat]
un coup de bâton
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, kann a vije ya, ha neuze e oa bet bazhad, taolioù mein ha traoù a bep sort
[jɑ kɑ̃n viʒe ja a ’nœhe wa be ’bɑhat ’toʎo mɛɲ a trɛw bop’sɔrt]
oui, il y avait eu de la bagarre, et alors il y avait eu des coups, des jets de pierres et tout, toutes sortes de choses
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bazhad a vije, bazhad a vije, ya ya ya ya, a-benn ar fin 'meump lâret da ma breur « me ne derc'hin ket da vont d'ar balioù, emezon-me, peogwir te, emezon-me, zo... 'h ez... 'h ez da-heul emezon-me, ken... ken saovaj all
[’bɑhat viʃe ’bɑhat viʃe ja ja ja ja bɛn’fi:n mœm ’lɑ:rəd də mœ vrœ:r me ’dɛrhiŋ kə dɔ̃:n də ’bɑ:ljo ’mɔ̃mɛ pə’gu:r te ’mɔ̃mɛ zo hes hes tə hœ:l ’mɔ̃mɛ ken ken ’ʒɔ:vəʒ al]
il y avait de la bagarre, il y avait de la bagarre, oui oui oui oui, et pour finir nous avions dit à mon frère « moi je ne continuerai pas d'aller aux bals, dis-je, puisque toi dis-je, tu es... tu vas... tu suis dis-je, tout... tout aussi sauvage [violent]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2