Klask
« c'hont »
Frazennoù kavet : 20
-
👂 🔗 Trogendi ? Trogendi ! feiz ya ! ya ! aze e oa ur vilin gwechall, Trogendi-se, ur c'hont, ar c'hastell
[tɾoˈge̞ndi - tɾoˈge̞ndi - ... – ja - ... - tɾoˈge̞ndi ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 graet 'meus ma betizoù ivez evel ar reoù all, oh ! graet 'meus ma c'hont !
[ˌgwɛd møz mə bɛˈtiːzo ˌiˑe we̞l ə ɹeˈwɑl - o ˌgwɛd møz mə ˈhɔ̃n]
j'ai fait des bêtises aussi comme les autres, oh ! j'ai fait mon quota !
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar c'hont, bremañ eo marv ivez
[ag ə ˈhɔ̃n - ...]
et le comte, il est mort aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sant-Toel, ya, ha Sant-Toel-se, ar chapel, zo propriete da kont Kerewen, ya, ar c'hont peogwir... kenkent 'teus kuiteet aze ec'h arriez e Bulien
[zɑ̃n ˈtoˑəl - ja - a zɑ̃n ˈtoˑəl ... - ... kɔ̃n ke̞ˈɾe̞wən - ja - ... ˈbyjən]
Rospez/Bulien
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Chapel Sant Toel zo kazi... ar c'hont gwechall 'na tout an douar betek... ya, betek ar chapel aze, tout... tout ar re-se a oa dezhañ ha neuze Bulien a oa tout dezhañ ivez
[ˌʃɑpəl zɑ̃n ˈtoˑəl ... - ... - ... - ... ˈbyˑljən ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Tudored, ganet e 1943 e Lanvilin, o chom e Rospez, tud bet ganet e Trezeni / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini gozh a oa aet da dremen en tribunal hag eu... boñ, pa oa aet da welet ar juj, ha 'na lâret dezhi kwa, an hini gozh 'ba he c'hont a oa sur, pa 'da klevet a-berzh-mat kwa, hag ar juj 'na lâret dezhi penaos e oa ret dezhi gwelet, « ah nann ! », neuze ya, ha lâret dezhi « koll oc'h peogwir 'peus ket gwelet », met an hini gozh en ur digoriñ 'da lesket ur pezh bramm, ale ! e oa komañset neuze eu... n'onn pesort da... d'ober trouz hag an hini gozh pa oa krog 'ba an nor « met gwelet 'peus ? eme an hini gozh » « 'meus ket eme... met gant... gant an drouz emezañ hag ar c'hwezh war-lerc'h ? » « na servij ket deoc'h, aotrou, eme an hini gozh, ret eo gwelet ! »
[n:i go:z wa ɛt də ’dɾemɛn tɾi’by:nal ag ə bɔ̃ pe wa ɛt tə ’we̞:lə ʒy:ʒ a na ’lɑ:ʁt tɛj kwa n:i go:z bah i hõn a zy:ɹ pe da ’klɛwət bœʁz’mɑ:t kwa a ʒy:ʒ na ’lɑ:ʁət tɛj pə’nɔ̃:z wa ʁɛt tɛj ’gwe̞:lət a nɑ̃n ’nœ:he ja a ’lɑ:ʁət tɛj - kɔl ɔh py’gy:ʁ pœs kə ’gwe̞:lət mɛ n:i go:z nɔ̃n ’djo̞:ĩ no:ɹ da ’lɛskəd əʁ pez vʁo̞m ’ɑ:le wa ko’mɑ̃səd ’nœ:he ə nɔ̃m sɔʁd də ’do̞:bɛʁ tɾu:s a n:i go:z pe wa kʁo̞:g ba no:ʁ - mɛ ’gwe̞:lɛ pœz me n:i go:z - mœs kə me mɛ gɑ̃n gɑ̃n dɾu:z meɑ̃ a hwe:s so waʁ’lɛʁh - zɛʁ’viʃkə dah ’o̞tɾo me n:i go:z ʁɛd e̞ ’gwe̞:lət]
la vieille était allée passer au tribunal et euh... bon, quand elle était allée voir le juge, et il lui avait dit quoi, la vieille d'après ses dires était sûre puisqu'elle l'avait entendu de source sûre quoi, et le juge lui avait dit qu'il fallait voir, « ah non ! », et alors oui, et il lui dit « vous êtes perdante puisque vous n'avez pas vu », mais la vieille en ouvrant la porte avait laissé un gros pet, allez ! je ne sais qui avait commencé à gueuler et la vieille quand elle avait saisit la porte « mais vous avez vu dit la vieille ? » « non, dit... mais avec... avec le bruit et l'odeur après » « ça ne vous sert à rien monsieur, dit la vieille, il faut voir ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket bet pell o reiñ he c'hont dezhi kwa, me 'ma disoc'het warni pa 'ma gallet diouzhtu kwa
[nɔ̃ŋ kə be pɛl ɹɛɲ i hɔ̃n dɛj kwa me ma di'zo̞:hət waɹni pe ma 'gɑləd dy'sty: kwa]
je n'ai pas été long à l'engueuler quoi, je m'étais rebiffé contre elle quand j'avais pu quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne vezez ket ordinal o soñjal na derc'hen da bikat aze, da dastoniñ kwa, bezañ zo serten reoù ha serten tud zo ha n'int ket kat da dremen kwa, a soñj gante int digourdioc'h evit ar re all pe... pa resevont o c'hont neuze e vez droug en enne kwa hein
[ve:s kəd ɔɾ’di:nal ’ʃɔ̃:ʒəl na ’dɛʁhɛn də də ’bicəd ’ɑ:he də das’tɔ̃:nĩ kwa be zo ’sɛʁtən ɾew a ’sɛɾtɛn tyt so nœɲ cə kɑd ’dɾemən kwa ʒɔ̃:s kɑ̃tɛ hiɲ diguɾ’di:ɔh wid ʁew ɑl pe pe ʁe’se:vɛɲ o hɔ̃n ’nœ:he ve dɾug nenɛ kwa ɛ̃]
tu n'es pas tout le temps en train de penser ni en train de continuer à piquer là, à embêter quoi, il y en a certains qui ne sont pas capable de s'en passer [la moquerie] quoi, ils pensent qu'ils sont plus intelligents que les autres ou... quand ils reçoivent la monnaie de leur pièce alors ils se mettent en colère quoi hein
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 (penaos emañ he c'hont ?) etre he gwele hag er-maez
[tre i ’we:le a me̞:s]
(comment va-t-elle ?) entre son lit et dehors [elle ne sort plus de chez elle]
Maria Prad, Ar barner er prizon, Ar Skol Vrezoneg, 1987, p.15 "Penôz emañ da gont ?" "Hañ, feiz, derhen da vond evel-se, etre ma gwele hag er-mêz." "Sell 'ta ! N'a ket mad an traou neuze ?"
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne raemp ket parti deus suit ebet 'ba o c'hont moarvat eu...
[ɹɛm kə ’pɑɹti dœs sɥid bet kwa ba o hɔ̃n ma’hɑd ə]
nous ne faisions partie d'aucun groupe [de résistants] dans leur conversation sans doute euh...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an dud, pa 'dije graet o c'hont
[ndyt pe diʒe gwɛd o hɔ̃n]
les gens, quand ils avaient fait leur compte
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 penaos emañ he c'hont 'ba 'r euh...
[pə'no mɑ̃ i hɔ̃n bah ə]
comment elle va dans euh...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 he c'hont
[i hɔ̃n]
son compte [son état]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 he c'hont
[i hɔ̃n]
son compte
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn kentañ gwech, pas herie hañ ! kentañ gwech e deui 'to d'ober kerc'hat ur voutailhad gaz din, pell zo 'h eo vide, hag an deiz e deufet da debriñ krampouezh, n'houllan ket eu... 'oaran ket penaos emañ he c'hont, gant ar voutailh gaz, 'h eo welloc'h din lakat unan leun kar muioc'h a pression xxx ( ?), geo ! un tamm mat muioc'h a pression zo 'ba unan eu... nevez-antamet que... que unan all hañ !
[be̞n ˌkentɑ̃ ˈgweʃ - pas ˈhɛje ɑ̃ - ˌkentɑ̃ ˈgweʃ dĩ to do̞ːʁ ˈkɛʁhə vuˌtɑjə ˈgaːs tĩ - pɛl zo he̞ viːt - a de ˈdɛfəd ˈdiːbĩ ˈkʁɑ̃mpuz - nuˈlɑ̃ kəd ə - waˈʁɑ̃ kə pəˈnɔ̃ː mɑ̃ i ˈhɔ̃n gɑ̃n ˌvutaj ˈgɑːs - he̞ ˈwɛlɔχ tĩ ˈlɑkə yn ˈlœːn kaʁ ˈmyːɔχ pʁesjɔ̃ ? - ge̞w tɑ̃ˈmɑd ˈmyːɔχ pʁesjɔ̃ zo bah yn ə - ˌnewe ɑ̃nˈtɑmət kə kə ˈnɑl ɑ̃]
la prochaine fois, pas aujourd'hui hein ! la prochaine fois que tu viendras il faudra que tu ailles me chercher une bouteille de gaz, elle est vide depuis longtemps, et le jour que vous viendrez manger des crêpes, je ne veux pas euh... je ne sais pas à quel niveau elle est, la bouteille de gaz, je préfère mettre une pleine car plus de pression xxx ( ?), si ! il y a beaucoup plus de pression dans une euh... récemment entamée que... que dans une autre hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet e oan war ma c'hont a-benn e oa marv memestra
[ɛd wɑ̃n wɑr mə gɔ̃n bɛn wɑ mɑrw mo̞s'tʁɑ]
je m'étais mis à mon compte lorsqu'il est mort quand même
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha n'eo ket aezet reglañ an tan pa vez arri eu... hanter pe evel-se, ha 'oaran ket penaos 'h eo xxx ( ?), 'oaran ket pe... pe... penaos emañ he c'hont ha de toute façon 'ma c'hoant da gaout... cheñch anezhi da... pa rajen... e deufet da debriñ krampouezh, kuit da vezañ ambetet, ha neuze e oa d'ober c'hwezhañ ma belo din, kentañ gwech e deui hañ ! pas herie ! 'ha neuze 'ma... 'ma d'ober les chèques dit, evit da anniversaire, ha tout se 'ma d'ober lâret dit an deiz all
[a ˈne̞ kəd ˈe̞ːze̞d ˈʁeːglə ˈntɑ̃ːn pa ve ɑj ə - ˈhɑ̃ntəʁ pe viˈse̞ - a waˈʁɑ̃ kə pəˈnɔ̃ːs he̞ ? - waˈʁɑ̃ kə pe pə pəˈnɔ̃ːs mɑ̃ i ˈhɔ̃n - ... ma hwɑ̃n də gɑːt ʃɛ̃ːʃ nɛj də - pa ˈʁɛʃɛn - ˈdɛfəd ˈdiːbĩ ˈkʁɑ̃mpus - kwid də ˈveːɑ̃ ɑ̃mˈbe̞tət - a ˈnœhe̞ wa do̞ːʁ ˈhweːə mə ˈbeːlo dĩ - ˌkentɑ̃ ˈgweʒ dĩ ɑ̃ - pas ˈhɛje - a ˈnœhe̞ ma ma do̞ːʁ ... dit - wi tə anivɛʁˈsɛʁ - a tud ze ma do̞ːʁ ˈlɑːʁət tit deˈɑl]
et ce n'est pas facile de régler le feu quand elle [bouteille de gaz] est arrivée euh... à la moitié à peu près, et je ne sais pas comment est xxx ( ?), je ne sais pas com... com... comment elle est [à quel niveau] et de toute façon je voulais avoir... la changer pour... quand je ferais... vous viendrez manger des crêpes, pour ne pas être embêtée, et alors il fallait aussi me gonfler mon vélo, la prochaine fois que tu viendras hein ! pas aujourd'hui ! et alors j'avais... j'avais les chèques à te faire, pour ton anniversaire, et tout ça je devais te le dire l'autre jour
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 penaos emañ he c'hont ?
[pə’no:z mɑ̃ i ɦɔ̃n]
comment va-t-elle ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha bezañ... bezañ laket arc'hant dezhe war o c'hont
[a 'beɑ̃ 'beɑ 'lɑkəd 'ɑrhɑ̃n dɛ: war o hɔ̃n]
et leur avoir mis de l'argent sur leur compte [il aurait fallu]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 frejoù war an hent a oa war ma c'hont ivez
['fʁɛ:ʒo waʁ nɛn wa waʁ mə gɔ̃n ie]
les frais de route étaient à ma charge aussi
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi