Klask
« c'hwezh »
Frazennoù kavet : 68
-
🔗 Ur c'hwezh kreñv zo gantañ.
Hwés kré zo gantan.
[hwes kʁe zo gãtã]
ça sent fort.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 C'hwezh da fri.
Hwé te vri.
[hwe tə vʁi]
Mouche ton nez.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 c'hwezh
wés
[wes]
odeur
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 en em gavet zo pres warne a-greiz-tout, tout... tout 'neuint c'hoant da dont war ar c'hampagn, ha tout e vefont oc'h ober trouz goude, e vo c'hwezh fall pe e vo c'hwezh... nom d'une pipe emezon-me, evit eu... pep hini 'h a deus e vicher !
[nɔ̃n ˈgɑːt so ˈpɹez waɹne̞ gɹɛjsˈtut - ˌtut - ˌtud nœɲ ˈhwɑ̃n də ˌdɔ̃n waɹ ˈhɑ̃mpaɲ - a ˌtud vɔ̃ɲ ho̞ˑɹ ˈtɾuːz ˌguˑde - vo hwesˈfɑl pe vo ˌhweˑz - ... ˈmɔ̃me̞ - wid ə - poˈpiːni ha dœz i ˈviʃəɹ]
ils se sont retrouvés paniqués tout à coup [les citadins], tous... ils veulent tous venir à la campagne, et après ils seront tous à brailler, il y a des mauvaises odeurs ou une odeur... nom d'une pipe dis-je, pour eu... chacun fait en fonction de son métier !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an deizioù all aze e oa mergl, 'ta ket roet fed ? xxx ( ?) tout, ha pa oan ti Iv ar Mo du-hont, e santan ur c'hwezh rost amañ, me a soñje din e oa krog an tan 'ba an dechetri, met goût a ran n'eo ket
[a ˌdejo ˈɑl ˌɑhe wa ˈmɛˑlk - ˌtɑ kə ɣo ˈfeˑt - ? ˈtut - a pə wɑ̃n ˌti iv ə ˈmoˑ ˌdyˑɔ̃n - ˌzɑ̃ntɑ̃ ˌhwez ˈɣɔst ˌɑ̃mɑ̃ - ˌme ˈʒɔ̃ˑʒe̞ ˈdĩ wa ˈkɣɔˑg ən ˈtɑ̃ˑn ma deʃeˈtɾi - mɛ ˌguˑd ə ɣɑ̃ ˌne̞ kət]
et les jours derniers il y avait de la rouille [sable du Sahara], tu n'as pas prêté attention ? xxx ( ?) tout, et quand j'étais chez Yves Le Meaux là-bas, je sens une odeur de brûlé, moi je croyais que le feu avait pris dans la déchetterie, mais je sais que non
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hwezh eu... kozh zo gante
[ˈhweːz ə - ˈkoːs so ˌgɑ̃te̞]
ils [vieux journaux] sentent euh... le vieux
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ya ! me zo bet o serriñ pesked aze, n'eus ket pell abaoe, reoù varv, ya ! ampoezonet... ampoezonet gant ar stasion, bezañ e oa ur c'hwezh sell !
[ja ja - ˈme zo ˌbet ˈsɛˑĩ ˈpeskəd ˌɑhe - ˌnøs kə ˈpɛl əˌbwe - ˌɣeˑo ˈvɑwɹ - ja - ɑ̃pweˈzɔ̃ˑnə ɑ̃pweˈzɔ̃ˑnə gɑ̃n ə staˈsjɔ̃ - ˈbe wa ˈhwes sɛl]
oui, oui ! moi j'ai été ramassé des poissons là, il n'y a pas longtemps de ça, des morts, oui ! empoisonnés... empoisonnés par la station, il y avait une de ces odeurs tiens !
Gant : Fulub Fraval, ganet e 1950 e Koadaskorn, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri eo pell deus ar gêr hañ ! aze 'vez... 'vije ket santet c'hwezh ar c'hrampouezh ken hañ ! goude e vije an avel a-du !
ça fait loin de chez moi hein ! là c'est... on ne sentait plus l'odeur des crêpes [de la maison] hein ! bien que le vent soit porteur !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Joel ar Bonnieg, ganet e 1954 e Plounevez-Moedeg, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plûned / Plounevez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hent ar Baelon ya, hennezh zo un hent lec'h on-me o chom er penn all du-hont, hennezh zo un hent... peogwir d'hom... peseurt bloavezh a oa se ? daon ! arri zo tregont vloaz zo pe e-giz-se, e oa sekreterez ar maeri hag a blije... la langue bretonne dezhi, ha 'deva... me a oa dakord ganti, e oa desidet da reiñ anvioù d'an henchoù, 'ba he ide 'deva desidet ar sekreterez, 'dea kazi impozet serten plasoù met ar reoù all 'naint lâret dezhi « nann ! », Jañ-Mai ha me a oa o chom 'ba an hent-se, ha d'ar c'houlz-se e-pad an nevez-amzer, ar baelon a vije... fleur e-barzh, e oa pep tu d'ar girjer, e-pad pemp kant metr e-giz-se 'oa ket nemet baelon, hag e oa c'hwezh vat, ha 'meump desidet xxx ( ?), « ni ac'h a... ni ac'h a da choaz an anv, n'eo ket ar sekreterez a rey ! », ha Jañ-Mai a oa unan kozh eu... pet vloaz... pet vloaz... matren 'nefe bet kant vloaz bremañ Jañ-Mai, ouzhpenn memes ! « neuze ni 'h a da choaz anezhañ ! pa vezomp o sevel e vez c'hwezh vat amañ, c'hwezh ar baelon, ec'h a da vezañ... ec'h a da vezañ reiñet an anv-se d'an hent kozh, d'an hent... »
[ˌhe̞n ə ˈbe̞ˑlɔ̃n ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Gurunuhel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Denez Lachuer, ganet e 1945 e Gurunuhel, o chom e Gurunuhel, marvet e 2024, tud bet ganet e Gurunuhel / Gurunuhel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 alaniñ, dialaniñ, c'hwezh fall zo gant e alan
[ɛ’lɑ̃:nĩ diɛ’lɑ̃:nĩ - hwes’fɑl zo gɑ̃n i ’ɛ:lən]
respirer, respirer, il a mauvaise haleine
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bezañ a oa serten loened ha 'na vis, ar re-se n'anavezent ket nemet o zud ivez, aze ma vije unan... e oare hag-eñ e veze unan diavaez, mann ebet eu... santet ar c'hwezh ha neuze klevet anezhañ o kaozeal
[be wa 'sɛʁtən 'lwɛ:nəd a na vi:s 'ʁee nɑ̃nve'ɛɲ cə mɛ o zy:d je 'ɑ:he ma viʒe yn 'wɑ:ɾe a'gẽ̞ viʒe yn dia'vɛ:s mɑ̃n bet ə 'zɑ̃tə hwe:z a 'nœ:he 'klɛwə neɑ̃ ko'ze:al]
il y avait certaines bêtes [chevaux] qui avaient du vice, ceux-là ne reconnaissaient que leur patrons aussi, là s'il y avait un... il savait si c'était quelqu'un d'extérieur, rien qu'en euh... sentant l'odeur et l'entendre parler
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelloc'h c'hwezh a vez gant kafe evit blaz, ne gavez ket ?
['we̞lɔh hwe:z ve gɑ̃n 'kɑfe wid blɑ:z ga'veskət]
le café est meilleur à l'odeur qu'au goût, tu ne trouves pas ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini gozh a oa aet da dremen en tribunal hag eu... boñ, pa oa aet da welet ar juj, ha 'na lâret dezhi kwa, an hini gozh 'ba he c'hont a oa sur, pa 'da klevet a-berzh-mat kwa, hag ar juj 'na lâret dezhi penaos e oa ret dezhi gwelet, « ah nann ! », neuze ya, ha lâret dezhi « koll oc'h peogwir 'peus ket gwelet », met an hini gozh en ur digoriñ 'da lesket ur pezh bramm, ale ! e oa komañset neuze eu... n'onn pesort da... d'ober trouz hag an hini gozh pa oa krog 'ba an nor « met gwelet 'peus ? eme an hini gozh » « 'meus ket eme... met gant... gant an drouz emezañ hag ar c'hwezh war-lerc'h ? » « na servij ket deoc'h, aotrou, eme an hini gozh, ret eo gwelet ! »
[n:i go:z wa ɛt də ’dɾemɛn tɾi’by:nal ag ə bɔ̃ pe wa ɛt tə ’we̞:lə ʒy:ʒ a na ’lɑ:ʁt tɛj kwa n:i go:z bah i hõn a zy:ɹ pe da ’klɛwət bœʁz’mɑ:t kwa a ʒy:ʒ na ’lɑ:ʁət tɛj pə’nɔ̃:z wa ʁɛt tɛj ’gwe̞:lət a nɑ̃n ’nœ:he ja a ’lɑ:ʁət tɛj - kɔl ɔh py’gy:ʁ pœs kə ’gwe̞:lət mɛ n:i go:z nɔ̃n ’djo̞:ĩ no:ɹ da ’lɛskəd əʁ pez vʁo̞m ’ɑ:le wa ko’mɑ̃səd ’nœ:he ə nɔ̃m sɔʁd də ’do̞:bɛʁ tɾu:s a n:i go:z pe wa kʁo̞:g ba no:ʁ - mɛ ’gwe̞:lɛ pœz me n:i go:z - mœs kə me mɛ gɑ̃n gɑ̃n dɾu:z meɑ̃ a hwe:s so waʁ’lɛʁh - zɛʁ’viʃkə dah ’o̞tɾo me n:i go:z ʁɛd e̞ ’gwe̞:lət]
la vieille était allée passer au tribunal et euh... bon, quand elle était allée voir le juge, et il lui avait dit quoi, la vieille d'après ses dires était sûre puisqu'elle l'avait entendu de source sûre quoi, et le juge lui avait dit qu'il fallait voir, « ah non ! », et alors oui, et il lui dit « vous êtes perdante puisque vous n'avez pas vu », mais la vieille en ouvrant la porte avait laissé un gros pet, allez ! je ne sais qui avait commencé à gueuler et la vieille quand elle avait saisit la porte « mais vous avez vu dit la vieille ? » « non, dit... mais avec... avec le bruit et l'odeur après » « ça ne vous sert à rien monsieur, dit la vieille, il faut voir ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 c'hwezh plouz
[hwes plu:s]
l'odeur de paille [cannabis]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 c'hwezh ar brein a oa gantañ
[hwe:z ə bʁɛɲ wa gɑ̃tɑ̃]
il sentait le pourri
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 muioc'h a c'hwezh a oa 'ba ar gwele evit a oa gant ar bouc'h
['myɔh hwe:z wa bar 'gwe:le wi wa gɑ̃n buh]
il y avait plus d'odeur dans le lit qu'il n'y en avait avec le bouc
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wechoù war-lerc'h ur bramm e vez c'hwezh ivez koura
['we:ʒo waɹ'lɛɹh bɾo̞m ve hwe:z ie 'kuɾa]
parfois après un pet il y a de l'odeur aussi quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 añfin, aze zo ur c'hwezh vat, dre aze eo bet tremenet kwa
[ɑ̃fi:n 'ɑ:he zo hwez'vɑ:d dɛɹ 'ɑ:he e̞ be tɾe'me:nət kwa]
enfin, il y a une bonne piste, il est passé par la quoi [gibier]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kasadenn ar c'hi*... ar c'hi, pa 'no... pa 'no ar c'hwezh eu... darn anezhe zo... e vez lâret a vez tomm kwa, hag a gaso primoc'h kwa ha pa 'no ar c'hwezh neuze e gomañso evel e vez lâret kas war an tres, met bezañ zo reoù all ha na lâront mann ebet, neuze e harzho kwa, evel e vez lâre, met pa vez evel-se ne vez ket lâret harzhal, eo kas kwa
[ka’sɑ:n ə hi:k hi: pe no pe no hwe:z ə dɑɹn nɛ: zo ve ’lɑ:ɹə ve to̞m kwa a ’gɑso ’pɾymɔh kwa a pe no hwe:z ’nœ:he go’mɑ̃so wɛl ve lɑ:t kɑs waɹ ntɾɛs mɛ be zo ɹew al na ’lɑ:ɹɑ̃ɲ mɑ̃n bet ’nœ:he ’hɑɹzo kwa wɛl ve lɑ:t mɛ pe ve və’se ve kə lɑ:ɹ ’hɑɹzal he̞ kɑs kwa]
un aboiement de chien, quand il a... quand il a l'odeur euh... certains d'entre eux sont... comme on dit « chauds » quoi et ils mèneront plus vite quoi et quand il a l'odeur alors il commencera comme on dit à mener sur la piste, mais il y en a d'autres qui ne disent rien, alors il mène quoi comme on dit, mais quand c'est comme ça on ne dit pas « aboyer » quoi, c'est « mener »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ya ya, aze e vo war ar c'hwezh vat kwa, ne vo ket partiet, ya, a-wechoù e winoufo un tamm evel e vez lâret, « wif wif ! », peotramant eu... ne gaso ket normal kwa...
[ja ja ja ’ɑ:he vo waɹ hwe:z vɑ:t kwa vo kə paɹ’ti:ət ja ’we:ʒo wi’nufo tɑ̃m wɛl ve lɑ:t ə wif wif pe’tɑ̃mɑ̃n ə ga’so kə nɔɹ’mɑl kwa]
oui oui oui, là il sera sur la bonne odeur quoi, il ne sera pas parti, oui, parfois il (grognera ? pignera ?) un peu comme on dit quoi, « wif wif ! », ou sinon euh... il ne mènera pas normalement quoi...
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi