Frazenn n° 63589
-
👂 🔗 Hent ar Baelon ya, hennezh zo un hent lec'h on-me o chom er penn all du-hont, hennezh zo un hent... peogwir d'hom... peseurt bloavezh a oa se ? daon ! arri zo tregont vloaz zo pe e-giz-se, e oa sekreterez ar maeri hag a blije... la langue bretonne dezhi, ha 'deva... me a oa dakord ganti, e oa desidet da reiñ anvioù d'an henchoù, 'ba he ide 'deva desidet ar sekreterez, 'dea kazi impozet serten plasoù met ar reoù all 'naint lâret dezhi « nann ! », Jañ-Mai ha me a oa o chom 'ba an hent-se, ha d'ar c'houlz-se e-pad an nevez-amzer, ar baelon a vije... fleur e-barzh, e oa pep tu d'ar girjer, e-pad pemp kant metr e-giz-se 'oa ket nemet baelon, hag e oa c'hwezh vat, ha 'meump desidet xxx ( ?), « ni ac'h a... ni ac'h a da choaz an anv, n'eo ket ar sekreterez a rey ! », ha Jañ-Mai a oa unan kozh eu... pet vloaz... pet vloaz... matren 'nefe bet kant vloaz bremañ Jañ-Mai, ouzhpenn memes ! « neuze ni 'h a da choaz anezhañ ! pa vezomp o sevel e vez c'hwezh vat amañ, c'hwezh ar baelon, ec'h a da vezañ... ec'h a da vezañ reiñet an anv-se d'an hent kozh, d'an hent... »
[ˌhe̞n ə ˈbe̞ˑlɔ̃n ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Gurunuhel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Denez Lachuer, ganet e 1945 e Gurunuhel, o chom e Gurunuhel, marvet e 2024, tud bet ganet e Gurunuhel / Gurunuhel.Dastumer : Tangi