Klask
« dakord »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 ba Plistin e oa... 'ba ar Peulven, bet 'teus bet klevet komz deus se, ah nann ? ar Peulven ya, eno e oa an hini... an hini 'na vije ket eu... an hini... ar peizant 'vije ket dakord gant ar mestr bras, hag e vije krouget eno, eno e oa gwez, ar Peulven
[... ˈplistin - ... ˈpœlvən - ... - ... - ˈpœlvən ja - ... - ... - ... - ... - ... - ˈpœlvən]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met eñ 'vije ket dakord gant ar reoù all james, hennezh... eñ, ma vije du ar vogerenn, eñ a lâre e vije gwenn, ha ben james 'oa akord gant ar reoù all !
[mɛ ˈhẽ ˌviˈʒe kə ˈdɑkɔꝛ kɑ̃n ɣew ˌɑl ˈʒɑ̃məs - ˈhẽːs - ˈhẽ ma ˌviˑʒe ˈdyˑ voˈgeːꝛən - ˌhẽ ˈlɑːꝛe ˌviˑʒe ˈgwe̞n - a bɛ̃ ˈʒɑ̃məz wa ˈɑkɔꝛd gɑ̃n ˌɣew ˈɑl]
mais il n'était jamais d'accord avec les autres, il... lui, si le mur était noir, il disait qu'il était blanc, et ben il n'était jamais d'accord avec les autres !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Michel, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Peurid, tud bet ganet e Langoad / Peurid.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hent ar Baelon ya, hennezh zo un hent lec'h on-me o chom er penn all du-hont, hennezh zo un hent... peogwir d'hom... peseurt bloavezh a oa se ? daon ! arri zo tregont vloaz zo pe e-giz-se, e oa sekreterez ar maeri hag a blije... la langue bretonne dezhi, ha 'deva... me a oa dakord ganti, e oa desidet da reiñ anvioù d'an henchoù, 'ba he ide 'deva desidet ar sekreterez, 'dea kazi impozet serten plasoù met ar reoù all 'naint lâret dezhi « nann ! », Jañ-Mai ha me a oa o chom 'ba an hent-se, ha d'ar c'houlz-se e-pad an nevez-amzer, ar baelon a vije... fleur e-barzh, e oa pep tu d'ar girjer, e-pad pemp kant metr e-giz-se 'oa ket nemet baelon, hag e oa c'hwezh vat, ha 'meump desidet xxx ( ?), « ni ac'h a... ni ac'h a da choaz an anv, n'eo ket ar sekreterez a rey ! », ha Jañ-Mai a oa unan kozh eu... pet vloaz... pet vloaz... matren 'nefe bet kant vloaz bremañ Jañ-Mai, ouzhpenn memes ! « neuze ni 'h a da choaz anezhañ ! pa vezomp o sevel e vez c'hwezh vat amañ, c'hwezh ar baelon, ec'h a da vezañ... ec'h a da vezañ reiñet an anv-se d'an hent kozh, d'an hent... »
[ˌhe̞n ə ˈbe̞ˑlɔ̃n ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Gurunuhel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Denez Lachuer, ganet e 1945 e Gurunuhel, o chom e Gurunuhel, marvet e 2024, tud bet ganet e Gurunuhel / Gurunuhel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ! Komanant ar Sec'h zo en tu-mañ d'an hent, ha Park Mengi zo en tu all, ouai ! aze omp dakord
[a - ko̞mɑ̃n ˈzeχ ... - a ˌpɑɹg ˈmɛ̃ŋgi ... - ...]
Kervaria
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louis Roparzh, ganet e 1945 e Trezeni, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Rospez / Trezeni.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar batronez, n'houle ket, « oh neuze e chomfomp amañ ordin emezi, ale ! (gwe ?) » amañ ne oa ket dakord re da gentañ ivez met... pa 'mamp bet bet graet projêioù neuze e oa...
[ba'tɾɔ̃:nəz nu'le kət o 'nœ:he 'ʃɔmfɔ̃m 'ɑ̃mɑ̃ ɔɹ'di:n mɛj 'ɑ:le gwe 'ɑ̃mɑ̃ wa kə 'dɑkɔɹd ɹe də 'gentɑ̃ ie mɛt pe mɑ̃m be be gwɛt pɾo'ʒɛjo 'nœ:e wa]
la patronne ne voulait pas, « oh alors nous resterons ici toujours dit-elle, ale ! xxx ( ?) », ici elle n'était pas trop d'accord au début non plus mais... quand nous avions eu des projets alors c'était...
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket eeun an traoù gante neuze, n'int ket... n'emaint ket dakord-kaer ma n'eo ket eeun an traoù
[ne̞ kəd 'ɛ̃:vən tɾɛw gɑ̃tɛ 'nœ:he nɛɲ cət mɑ̃ɲ cəd ˌdɑkɔɹtˈkɛ:ɹ ma ne̞ kəd 'ɛ̃:vən tɾɛw]
ils ne sont pas sur la même ligne alors, ils sont... ils ne sont pas trop d'accord s'il y a un désaccord
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oan dakord gant eñ, 'na bet prenet ar menaj-se
[wɑ̃n 'dɑkɔɹd gɑ̃n hẽ̞: na bet 'pɾe:nət 'me:naʃ se]
j'étais d'accord avec lui, qui avait acheté cette ferme-là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oant ket dakord-kaer marteze
[wɑ̃ɲ cə dakɔʁt'kɛ:ɹ ma'te:he]
ils n'étaient pas trop d'accord peut-être
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma veze dakord ar plac'h pe ar paotr
[ma viʒe ’dɑkɔʁd ə 'plɑˑx pe 'po̞ˑt]
si la femme ou l'homme était d'accord
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket dakord ganti ordin hañ
[nɔ̃ kə da’kɔr gɑ̃ti ɔr’din ɑ̃]
je ne suis pas tout le temps d'accord avec elle
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi