Klask
« enep »
Frazennoù kavet : 36
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 1. a-enep... a-geñver da Roch-Putio 2. ya, ar Roch-Putio 1. met 'oa ket ur ger brezhonek, se a oa anv... anv ar re a... 2. a dalc'he ur vengleuz 1. o terc'hel ur vengleuz ha... 2. hag e oa an aotrou Roche 1. Roche 2. hag an aotrou Peutiot 1. Peutiot ! hag eu... tud ar vro 'deva brezhonekaet... an distagadur hag e oa deut da vezañ... 2. hemañ zo o labourat e ti Roch-Putio ! 1. Roch... Roch-Putio ya !
1. [... - ... ʁɔʃˈpyco] 2. [ja - ʁɔʃˈpyco] 1. [... - ... - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [... - ... - ...] 2. [... ʁɔʃˈpyco] 1. [... - ʁɔʃˈpyco ja]
1. contre... au niveau de « Roche-Peutiot » 2. oui, « Roche-Peutiot » 1. mais ce n'était pas un mot breton, ça c'était le nom... le nom de ceux qui... 2. qui exploitait la carrière 1. qui tenait une carrière et... 2. et il y avait monsieur Roche 1. Roche 2. et monsieur Peutiot 1. Peutiot ! et euh... les gens du pays avaient bretonnisé... la prononciation et elle était devenue... 2. lui il travaille chez « Roche-Peutiot » ! 1. Roche... Roche-Peutiot oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 n'eus ket nemet... pa vije halañ a-wechoù, a varve ar c'hezeg, ma eo... ma vije an eal bihan... a-enep... d'e izili, komprenet 'teus ac'hanon ? aze 'vije mann d'ober
[əˌneˑənˈbiˑən]
ce n'est que... quand on vêlait parfois, que les chevaux mouraient, si c'est... si le petit poulain avait... les membres... inversés, tu m'as compris ? là il n'y avait rien à faire
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
🔗 a-enep
éneup
[enəp]
contre
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Te zo a-enep din.
Té zo éneup di.
[te zo enəp di]
Tu es contre moi.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 lazhet tud... hag e oant inosant, hag e oa reoù neuze a oa... an Almanted 'na lazhet anezhe met... ar reoù a oa... oa... e penn douzh ar reoù a oa soit-disant... reoù... a-enep da... d'an Almanted, e oant partiet tout a-raok ha laosket ar reoù yaouank, da vezañ lazhet
[ˈpe̞n duz]
des gens de tués... qui étaient innocents, et il y en avait certains qui étaient... les Allemands les avaient tués mais... ceux qui étaient... étaient... à la tête de ceux qui étaient soit-disant... ceux... contre... contre les Allemands, ils étaient tous partis et ils avaient laissé les jeunes se faire tuer
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un devezh e oamp 'ba Pempoull, me n'onn ket gant eu... div pe deirvet ekip Plûned, enep da... un ekip vihan deus kostez Pempoull, ha... met eu... ar re-seoù a oa... ni a oa... kañfarded tal-kichen ar re-seoù sañset, bepred 'mamp graet moaien da... da bakañ anezhe, 'ba ar gêr, hag eu... Michel 'na... 'na merket ur but
[ən ˈdewəz wɑ̃m bah pɛmˈpul - me ˌnɔ̃kə gɑ̃n ə - diw pe ˈdɛɹvəd eˌkip ˈplyːnet - em də - neˌkib ˈviːən dəs ˈkɔste pɛmˈpul - a mɛd ə - zew wa - nim wa - kɑ̃ˈfɑɹdəd talˈkiʃən zew ˈsɑ̃sət - ˈbopə mɑ̃m gwe̞ ˈmwajən də - də ˈbɑkɑ̃ ne̞ - bah ˈge̞ːɹ - ag ə - miˈʃɛl na na ˈmɛɹkə byt]
un jour nous étions à Pempoull, moi je ne sais pas avec euh... la deux ou troisième équipe de Plûned, contre... une petite équipe des environs de Pempoull, et... mais euh... ceux-là étaient... nous étions... des rigolos à côté de ceux-là en principe, toujours est-il que nous avions trouvé le moyen de les battre, à domicile, et euh... Michel avait... avait marqué un but
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sant Envel, Sant Envel a vije lâret eu... a ziwalle an dud a-enep d'ar bleized, ha c'hoazh e vez lâret « Sant Envel Bras a oar an tu da ampich da zont ar bleiz du », abalamour ar bleiz diwezhañ a oa bet lazhet, 'ba ar c'hoajoù don aze, a oa en bloavezh nav ! digant ur chaseer, bet xxx ( ?), da vont da lazhañ ar bleiz-se, digant ar sant ma kerez, hag ar bleiz a oa deut digantañ d'ar gêr, hag an dud eu... an dud a lâre, « ya, abalamour da Sant Envel, Sant Envel Bras a oar an tu da ampich da zont ar bleiz du », hag abaoe n'eo ket bet gwelet
[zɑ̃nˈtenvəl - zɑ̃nˈtenvəl ... - ... - ... - zɑ̃nˌtenvəl ˈbɣɑˑs ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈdenvəl - zɑ̃nˌtenvəl ˈbɣɑˑs ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Moris Prijant, ganet e 1942 e Logivi-Plougraz, o chom e Plounevez-Moedeg, tud bet ganet e logivi / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « me, emezañ, zo bet er brezel emezañ, Quatorze emezañ, hag e oa sou... e vije soudarded... alman, enep dimp emezañ, met ar re-seoù a oa soudarded, n'eo ket voyoued eveltoc'h-c'hwi emezañ, eu... eu... mezh 'mije bet emezañ, eu... oc'h en em lâret soudard alman ma kerez, ha... ha bezañ o laerezh traoù digant an dud emezañ », ac'hanta, an deiz-se hañ ! e oa uoù o vont gante, hag andouilh evel-se ha kig-sall, tout 'da lesket anezhe war an daol !
[mẽ ˌmeˑɑ̃ zo bed ˈbɹeːzəl ˌmeˑɑ̃ - ... ˌmeˑɑ̃ - a wa zu - viʒe zuˈdɑɹdəd - ˈɑlmɑ̃n - ˈeːnəb dim ˌmeˑɑ̃ - mɛ ˈzew wa zuˈdɑɹdət - ˌne̞ kə vjaˈjuˑət ˌwe̞ltɔh ˈhwi ˌmeˑɑ̃ - ə - ə ˈmeːz miʃe bed ˌmeˑɑ̃ - ə nɔ̃n ˈlɑːɹəd ˌzuːdaɹd ˈɑlmɑ̃n ma ˈkeːɹe̞s - a - a ˈbeːɑ̃ ˈlɛːɹɛs ˈtʁɛw din dyt ˌmeˑɑ̃ - ˈhɑ̃nta ˈndeː se ɑ̃ - wa ˈyˑo vɔ̃n ˈgɑ̃te̞ - a ˈɑ̃duj vəˈse a kicˈsɑl - tud da ˈlɛskə ne̞ waɹ ˈndoːl]
« moi, disait-il, j'ai été à la guerre disait-il, Quatorze disait-il, et il y avait des sol... il y avait des soldats allemands, contre nous, disait-il, mais ceux-là c'étaient des soldats, pas des voyous comme vous, euh... euh... j'aurais eu honte, disait-il, eu... se dire soldat allemand si tu veux, et... être à voler des choses aux gens disait-il », eh bien, ce jour-là hein, ils allaient emporter des oeufs, de l'andouille comme ça et du lard, ils les avaient tous laissés sur la table !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met... roet zo louzoù din evit... enep d'ar c'holesterol dafer-se, kement ha esa...
[mɛ - ˌɹoˑə zo ˈluːzo ˌdĩ wid - ˌeˑnəb də holɛsteˌɹɔl daføˈze - ˈkemnta ˈhɛsa]
mais... on m'a donné des médicaments... contre le cholestérol quand même, tant qu'à essayer de...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oar, me 'ma votet warnañ bepred, ha 'ma soñjet « fidamdoue ! aze zo ur bern... a-enep da hennezh tout, tout e oant a-enep dezhañ, evit lakat santier Gwilhou e-barzh, eñ 'oa ger ebet evitañ, Jañ 'oa ger ebet evitañ, jentil, hag e wreg zo jentil ivez
[ˌme ˈwɑːɹ - ˈme ma ˈvotə ˌwaꝛnɑ̃ ˈbopət - a ma ˈʒɔ̃ːʒət - fidɑ̃mˈduˑe - ˌɑhe zo ˈbɛꝛn - ˈenət tə ˈhẽˑs ˌtut - ˈtud wɑ̃ɲ ˈenət ˌteˑɑ̃ - vi ˈlɑkə ˌsɛ̃tʲəɹ ˈgwiju ˈbɑꝛs - ˈhẽ wa ˈgiːꝛ be ˌvitɑ̃ - ˈʒɑ̃ wa ˈgiːꝛ be ˌvitɑ̃ - ˈʒɛntil - a i ˈweˑk so ˈʒɛntil ˌiˑe]
je sais, moi j'avais voté pour lui toujours, et moi j'avais pensé « bon sang ! là il y en a plein... tous contre lui, ils étaient tous contre lui, pour faire élire l'équipe de Guillou, il n'y avait jamais de tension avec lui, il n'y avait jamais de tension avec Jean, gentil, et sa femme est gentille aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya ! ar reoù zo a-enep zo a-enep hañ !
[a ja - ɹew zo ˈeːnəb zo ˈeːnəb ɑ̃]
ah oui ! ceux qui sont contre sont contre hein [réunification] !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me a vez inervet gante, me pa vez a-du gant ur rummad eu... ha se a vez enervant hañ ! señdikalisted a oa, reoù a oa a-du... a-du gant ar grev hag ar reoù all a oa enep kar... reoù... ha... ha... ya ! ha... ha tennet 'ba o c'hein, ha me a oa a-du gant Lantier ivez kar... daonet e vo ma reoù ! aet e gama... gamaradez gant unan all, ha 'na ket pardonet dezhi ivez hañ ! hi (a soñ... soñje ?) ganti met eñ 'na gwelet anezhe, « gwelet 'ma ac'hanout an deiz all, emezañ, gant egile, met 'meus ket ezhomm diouzhit bremañ ivez, emezañ », aze emañ se, emezon-me !
[mɛ ˈme ve iˈnɛɹvəd ˌgɑ̃te̞ - ˈme pə ve ˌdyˑ gɑ̃n ˈɹyməd ə - a ˈze ve eˈnɛɹvən ɑ̃ - sɛ̃dikɑˈlistə wa - ˈɹew wa ˌdy ˌdy gɑ̃n ˈgɹɛˑv a ɹeˈwɑl wa ˈẽːnəp kaɹ - ˈɹew - a a ˌjɑ a a ˈtɛnə bah o ˈhɛɲ - a ˈme wa ˌdyˑ gɑ̃n lɑ̃ˌtje ˈiˑe kaɹ - ˈdɑ̃wnə vo meˈɾeˑo - ˌɛd i ˌgɑ̃ma ˌgɑ̃maˈɹɑːdəz gɑ̃n ˈnɑl - a ˌna kə paɹˈdɔ̃ːnəd ˈde̞j ˌiˑe ɑ̃ - ˈhi ʒɔ̃ ˌʒɔ̃ˑʒe̞ ˌgɑ̃ti mɛ ˈẽ na ˈgwe̞ˑlə ˈne̞ˑ - ˈgwe̞ˑlə ma o̞wd ˈndjɑl ˌmeˑɑ̃ gɑ̃n eˈgiːle mɛ ˌmøs ˈkem diˌwid ˈbɹœmɑ̃ ˌiˑe ˈmeˑɑ̃ - ˌɑhe mɑ̃ ˈze ˌmɔ̃me̞]
mais moi ils m'énervent [les personnages dans les films], moi quand je suis du côté d'une catégorie euh... et ça c'est énervant hein ! il y avait des syndicalistes, certains qui étaient du côté... du côté de la grève et d'autres qui étaient contre car... certains... et... et... oui ! et... et [ils avaient] tiré dans leur dos, et moi j'étais du côté de Lantier aussi car... bon sang de bonsoir ! sa copi... sa copine était partie avec un autre, et il ne lui avait pas pardonné non plus hein ! elle (pensait ?) mais il les avait vus, « je t'ai vu l'autre jour, dit-il, avec l'autre, mais je n'ai plus besoin de toi non plus, dit-il », bien envoyé, dis-je !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, ya, met ur rezon zo bet, ur rezon zo bet, 'dalv ket ar boan mont eu... a-du ha mont a-enep, hañ ? ma... ma zo ul lezenn d'ober eo anulliñ tout zo d'ober !
[ˌjɑ - ˌjɑ - mɛ ˈɣɛːzɔ̃n zo ˌbet - ˈɣɛːzɔ̃n zo ˌbet - ˌdɑl kə ˈbwɑ̃ːn ˌmɔ̃n ə - ˈdyˑ a ˌmɔ̃n ˈeːnəp - ɑ̃ - ma ma zo ˈleːzən ˌdo̞ˑbəꝛ he̞ aˈnylĩ ˈtud zo ˌdo̞ˑꝛ]
oui, oui, mais il y a eu une raison, il y a eu une raison, ça ne vaut pas la peine d'aller euh... Dans le sens et de s'opposer [aux mesures sanitaires du gouvernement], hein ? si... s'il y a une loi à faire c'est tout annuler qu'il faut faire !
Gant : Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aon 'neus da en em veskiñ gant ar reoù zo a-enep
[’owən nøz də nɔ̃n ’veskĩ gɑ̃n ʁew zo ’e:nəp]
il a peur de se mêler à ceux qui sont contre [liste électorale opposée]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, se 'meus ket bet gallet anduriñ james, se a oa enep da ma brinsipoù ma kerez, ne oan ket kat da...
[ja ze mœs kə be 'gɑləd 'ɑ̃ndyʁ 'ʒɑməs ze wa 'e:nəp də mə bʁɛ̃'sipʃo ma 'ke:ʁe̞s wɑ̃ kə kɑd də]
oui, ça je n'ai jamais pu le supporter, ça c'était contre mes principes si tu veux, je ne pouvais pas...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne dalv ket ar boan mont a-enep dezhañ
[dɑ:l kə bwɑ̃:n mɔ̃n 'e:nəp 'deɑ̃]
ce n'est pas la peine de s'opposer à lui [et dire qu'il ment]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo dañjerus a-walc'h d'al loened eu... n'eo ket... n'eo ket ur raden met eñ ne vez ket nemet lec'h eo umid 'ba traoñ ar vur lec'h... en aer a-enep kar ne vo ket... ne vo ket kavet meur a wech 'ba fas d'an heol, non, 'to ket nemet reiñ fed, hennezh eu... ar raden a deu diwar gwrizioù ha hemañ zo ba genre d'un ognonenn aze hag aze e terc'h da greskiñ bep ma... bep mac'h a
[hẽ̞:s so dɑ̃’ʒy:ʁyz wɑh tə ’lwe̞:nət ə nɛ kə nɛ kə ’ɹɑ:dən mɛ hẽ̞: ve kə mɛ le̞h ɛ ’ymit ba tɾo̞w vy:ɹ le̞h nɛ:ɹ ’e:nəp kaɹ vo kə vo kə kɑ:d mœɹ weʃ bah vɑs tə ’nɛwɔl nɔ̃ to kə mɛ ɹɛĩ fe:t hẽ̞:s ə ’ɹɑ:dən dœ diwaɹ ’gwɾijo a ’hemɑ̃ zo ba ʒɑ̃ɹ də no’ɲɔ̃:nən ’ɑ:he ag ’ɑ:he tɛʁh tə ’greskĩ bop tə bop tə ha]
celui-là est dangereux pour les animaux euh... ce n'est pas... ce n'est de la fougère mais on ne le trouve que là où c'est humide, au pied des murs où... opposé au soleil car on ne le trouvera... on ne le trouvera pas souvent face au soleil, non, tu n'auras qu'à remarquer, celui-là euh... la fougère pousse à partir de racines et celui-ci est dans le genre d'un bulbe là et là il continue de grandir à mesure que... à mesure qu'il croit [type de fougères]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù a oa a-du gant De Gaulle hag ar reoù a oa enep kwa hein
[ʁew wa dy gɑ̃n də'gol ie a ʁew wa 'e:nəp kwa ɛ̃]
ceux qui étaient d'accords avec De Gaulle et ceux qui étaient contre quoi hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini a veze a-du ne lâre ket mann ebet, met an hini a veze a-enep a lâre
['ni:ni viʒe ɛn dy: 'lɑ:ʁe kə mɑ̃n'bet mɛd n:i viʒe 'e:nəb 'lɑ:ʁe]
celui qui était de ce bord ne disait rien [communistes à propos de l'URSS], mais celui qui était contre disait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa eo al lezenn an hini a ra, ne dalv ket ar boan mont a-enep kwa
[pa he̞ 'le:zən n:i ɹa dɑl kə bwɑ̃:n 'hɛsa mɔ̃n 'ẽ:nəp kwa]
quand c'est la loi qui fait, ce n'est pas la peine d'aller contre quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2