Frazenn n° 67309
-
👂 🔗 Sant Envel, Sant Envel a vije lâret eu... a ziwalle an dud a-enep d'ar bleized, ha c'hoazh e vez lâret « Sant Envel Bras a oar an tu da ampich da zont ar bleiz du », abalamour ar bleiz diwezhañ a oa bet lazhet, 'ba ar c'hoajoù don aze, a oa en bloavezh nav ! digant ur chaseer, bet xxx ( ?), da vont da lazhañ ar bleiz-se, digant ar sant ma kerez, hag ar bleiz a oa deut digantañ d'ar gêr, hag an dud eu... an dud a lâre, « ya, abalamour da Sant Envel, Sant Envel Bras a oar an tu da ampich da zont ar bleiz du », hag abaoe n'eo ket bet gwelet
[zɑ̃nˈtenvəl - zɑ̃nˈtenvəl ... - ... - ... - zɑ̃nˌtenvəl ˈbɣɑˑs ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈdenvəl - zɑ̃nˌtenvəl ˈbɣɑˑs ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Moris Prijant, ganet e 1942 e Logivi-Plougraz, o chom e Plounevez-Moedeg, tud bet ganet e logivi / Plouizi.Dastumer : Tangi