Klask
« glev »
Frazennoù kavet : 17
-
🔗 ar re-mañ en em glev mat.
Ré man non-n glèw mat.
[ʁe mã nõn glɛw mat]
Ceux-ci s'entendent bien.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hoñ, gouvezout a rez petra a lâre ? d'an dud, pa arrient, « oh ! me, 'gaozean ket brezhoneg, met... intent a ran », « ya ! met c'hwi zo kazi evel tud genaoueg, ma c'hi zo evel-se ivez, hennezh a glev, met kaozeal 'ra ket ! »
[...]
elle, tu sais ce qu'elle disait ? aux gens, quand ils arrivaient, « oh ! moi, je ne parle pas breton, mais... je comprends », « oui ! mais vous êtes presque comme des imbéciles, mon chien est comme ça aussi, lui il entend, mais il ne parle pas ! »
paroles prêtées à Anjela Duval
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ya, Kernaofred 2. Keranaofred ya 1. en... en tu all ya 2. me a glev Kernaofred ya
1. [ja - ke̞ꝛˈno̞fɣət] 2. [ˌke̞ɣaˈno̞fɣɛd ja] 1. [... - ... ke̞ꝛˈno̞fɣəd ja]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ivona ar Montreer, ganet e 1934 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2024, tud bet ganet e Plistin / Plufur.
– Klaod an Intañv, ganet e 1962 e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-06-28)
-
👂 🔗 ya, bou... bouzar-mik ya, pa vez... pa vez... pa glev sort ebet neuze kwa
[ˌjɑ - ˌbu ˌbuˑzaɹˈmiɟ ˌjɑ - pa ve pa ve - pa glɛw ˈsɔɹd be ˌnœhe kwa]
oui, complètement sou... sourd oui, quand on... quand on... quand on entend rien du tout alors quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a glev anezhe o lâret Kerbodlezan, pe Kervodlezan marteze ya, Kervodlezan, un dra bennak evel-se ya
[ˌme ˈglɛw ne̞ ˌlɑˑꝛ kɛꝛboˈleˑən - pe ˌkɛꝛvoˈleˑən maˈtehe ˌjɑ - ˌkɛꝛvoˈleˑən - ən ˌdɣɑ ˈmnɑˑg vəˌse ɛ̃]
moi je les entends dire Kerbodlezan, ou Kervodlezan peut-être oui, Kervodlezan, quelque chose comme ça oui
Ploueg
Gant : Jan Belonkl, ganet e 1933 e Koadaskorn, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Lonkañ tout ar pezh a glev.
Lonkan tout pés glèw.
[lõkã tud pes glɛw]
Gober tout ce qu'on dit.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ar c'hleuz a glev. Divskouarn neus peogwir alies neus unan bennak drek ar c'hleuz o selaou.
Hlin a glèw. diouskwèrn neus pugur alieus neus u menag drék hlin chilow.
[hlɛ̃ a glɛw] [diu skwɛʁn nøs pygyʁ aliəs nøs y mənag dʁek hlɛ̃ ʃilow]
Le talus entend. Il a deux oreilles puisqu'il y a souvent quelqu'un derrière le talus qui écoute
Petit florigène des proverbes breton Coop Breizh Lukian Kergoat page 25 : Ar girzhier a glev. Les haies entendent.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Gaouiatañ den zo partout, a glev da gentañ ar goukoug.
Gowétan dén zo partout, Glèw de gèntan koukouk.
[gowetã den zo paʁtut] [glɛw də gɛntã kukuk]
Le plus grand des menteurs, Entend le coucou en premier.
Du coq à l'âne Le chasse-Marée / ArMen Daniel Giraudon (P.46) : Gaouiatañ den zo partout A glev da gentañ ar goukoug. Le roi des menteurs Entend le coucou
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 An hini na glev ket nemet ur c'hloc'h, na glev ket nemet ur son.
Ni glèw keu mèt hloc'h, Glèw keu mèt zon-n.
[ni glɛw kø mɛt hlox glɛw kø mɛt zõn]
Celui qui n'entend qu'une cloche, N'entend qu'un son. [Il n'entend qu'une version.]
Petit florigène des proverbes breton Coop Breizh Lukian Kergoat page 103 : An hini ne glev' met ur c'hloc'h, ne glev' met ur vouezh. Celui qui n'entend qu'une cloche, n'entend qu'une voix (son).
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 An hini na glev ket nemet ur c'hloc'h, na glev ket nemet ur son.
Ni glèw keu mèt hloc'h, Glèw keu mèt zon-n.
[ni glɛw kø mɛt hlox glɛw kø mɛt zõn]
Celui qui n'entend qu'une cloche, N'entend qu'un son. [Il n'entend qu'une version.]
Petit florigène des proverbes breton Coop Breizh Lukian Kergoat page 103 : An hini ne glev' met ur c'hloc'h, ne glev' met ur vouezh. Celui qui n'entend qu'une cloche, n'entend qu'une voix (son).
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 dam, ne dalv ket ar boan lâr... ober trouz peogwir n'eus ket nemet ar reoù ac'h a d'an oferenn kement a glev
[dɑ̃m dɑ:l kə bwɑ̃:n lɑ:r o:r truz py'gy:r nøs kə mɛ rew ha də no'vɛrn 'kemɛn glɛw]
dame, ce n'est pas la peine de di... de gronder puisqu'il n'y a que ceux qui vont à la messe qui entendent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. aze emaint 'ba ur c'horn trankil aze adarre 2. hag o loened a c'hall blejal aze, ha n'eus den ebet o klevet anezhe, geo me ! me a glev anezhe 1. ya ! 2. ur plas brav 'neus kavet, goût a ra
1. [’ɑhe mɛɲ bah hɔʁn ’tʁɑ̃ŋkil ’ɑhe ’dɑʁe] 2. [ag o ’lwe̞:nət hɑl ’blɛ̃:ʒəl ’ahe - a nøz ’denbe ’klɛwə nɛ - ge̞w me - me glɛw nɛ] 1. [jɑ] 2. [plɑs’brɑw nøs kɑ:t - gu:d ə ʁa]
1. là ils sont dans un coin tranquille là de nouveau 2. et leurs bêtes peuvent beugler là, et il n'y a personne pour les entendre, si moi ! moi je les entend 1 ? oui ! 2. il a trouvé une belle ferme, il le sait
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a glev lâret e oa o tresañ an doenn warnañ an deizioù all
[me glɛw 'lɑ:rəd wa 'tresə 'dɔ̃ən warnɑ̃ 'dɛjo ɑl]
j'entends dire qu'on était en train de réparer le toit dessus les autres jours
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini a glev anezhañ da gentañ a veze lâret e veze an hini gaouiatañ
['ni:ni 'glɛw neɑ̃ də 'gentɑ̃ viʒe lɑ:r viʒe 'ni:ni gɔw'jɑtɑ̃]
celui qui l'entend le premier est le plus menteur [le coucou]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 chouchoniñ ? feiz, feiz pac'h arri ur plac'h da... dont d'az taouarn 'ba... fidadoue, e cherisez anezhi hag e rez ur pok dezhi ha neuze... ha mat an traoù, ha neuze... neuze... neu... neuze... neuze daou den en em glev, ya, ya, ya, n'eus ket nemet se ha goude, kez da welet, e vez graet un tamm ruilh, « boudadoum »
[ʃu'ʃɔ̃nĩ fe: fe: pa hɑj plɑh də dɔ̃n des 'tɑwən ba ˌfidə'due ʃe'riʃɛz nɛj a rɛz ə pok dɛj a 'nœhe ha mɑ: ntɾɛw a 'nœhe 'nœhe nœ 'nœhe 'nœhe dɔw de:n nɔ̃n glɛw ja ja ja nøs kə mɛ ze a 'gu:de mɛ'tee kɛs tə wɛld ve gwɛt tɑ̃m ɾyʎ ˌbudə'dum]
câliner ? ma foi, ma foi, quand une fille arrive à... dans tes mains à... bon dieu, tu la câlines et tu lui fais un bisou et alors... ça baigne, et alors... alo... alors... alors... alors deux personnes sont en harmonie quoi, oui oui oui, il n'y a que ça et après, va savoir, on fait une partie de jambes en l'air, « badaboum »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini a glev anezhañ da gentañ a veze lâret e veze an hini gaouiatañ
['ni:ni 'glɛw neɑ̃ də 'gentɑ̃ viʒe lɑ:r viʒe 'ni:ni gɔw'jɑtɑ̃]
celui qui l'entend le premier est le plus menteur [le coucou]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Memestra X, n'eo ket posupl. Ne glevez ket ac'hanon, daon gran avat emezañ, me a glev ac'hanout mat.
Mostra X, n’è ke posup. Glêwes ked añoñ. Dañwn grañ ha méañ, mé glèw hanout mat.
Quand même X, ce n'est pas possible. Tu ne m'entends pas. Si alors, qu'il dit, je t'entends bien.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal