Klask
« ibil »
Frazennoù kavet : 29
Pajennoù : 1 2
-
🔗 kalfichañ un ibil
kalfichan nibi
[kalfiʃã nibi]
tailler une cheville
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 un ibil houarn
nibi houarn
[nibi huaʁn]
cheville en fer
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 un ibil koad
nibi kwat
[nibi kwat]
cheville en bois
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Fiñvin ket un ibil.
Vi win ket nibi.
[vi wɛ̃ køt nibi]
Il ne bouge pas d'un pouce.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 1. aze e vije graet « seizh ibil troad » 2. « seizh ibil troad » ya 1. ordinal e vije kignet da... an askorn amañ 3. ah ben ya, ben ya ! 1. « seizh ibil troad » a vije graet douzh se 3. ha 'vije ket chaosonoù 'ba... geo ? d'ar c'houlz-se e oa plouz... 2. ah, da vont d'ar skol marteze e vije chaosonoù bepred 1. « seizh... seizh... seizh ibil troad », evel-se e vije lâret ya 3. ah, ya ! 1. ya, an askorn aze ya 3. ya, ya ! 1. a-wechoù e vije arri yac'h ha neuze... 2. gant da... gant da votez... 1. 'h ae an drouskenn a-raok adarre
[se̞jˌziˑbisˈtwɑt]
1. là on disait « sept chevilles [blessure à la cheville provoquée par les sabots de bois] » 2. « sept chevilles » oui 1. ton... l'os ici était toujours écorché 3. ah ben oui, ben oui ! 1. « sept chevilles » qu'on appelait ça 3. et il n'y avait pas de chaussons dans... si ? à cette époque-là c'était de la paille... 2. ah, pour aller à l'école peut-être qu'il y avait des chaussons quand même 1. « sept... sept... sept chevilles », on disait comme ça oui 3. ah, oui ! 1. oui, l'os là oui 3. oui, oui ! 1. parfois il guérissait et... 2. avec ton... avec ton sabot... 1. la croûte partait de nouveau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Gwilhom Kariou, ganet e 1936 e Planiel, o chom e Lezardrev, marvet e 2025, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Pierre-Yves Arzul, o chom e Lezardrev.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ar c'hardenn-se a arri ti Aogust Korr. Hag e oa « Mari Bizenn »... o chom e-barzh. Mari ar Razaved e oa. Met... Louis ar Marreg 'na lâ... lakeet ur parkad... lized, en plas... en plas lakat plant lized, evel e vije graet gant un ibil, e lakee div pe deir hadenn... hadenn... lized. Lized. Ha peogwir « Mari Bizenn » 'na div vuoc'h, 'na lâret Louis ar Marreg dezhi peogwir e oa antre he fark duzh toull an nor... « Mari Bizenn ».
[ʁaˈzɑˑwət]
Ce chemin-là arrive chez Auguste Le Corre. Et il y avait « Marie au Pois »... qui y habitait. Marie Le Razavet que c'était. Mais... Louis Le Marrec avait d... mis un champ de... lisette, en place... en place, mettre des plants de lisette, comme on faisait avec un plantoir, il mettait deux ou trois graines... graines... de lisette. De la lisette. Et puisque « Marie au Pois » avait deux vaches, Louis Le Marrec lui avait dit puisque l'entrée de son champ était à l'entrée de sa maison... à « Marie au Pois ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 hag ar c'hostez all, ti Mari-Louiz Morev, 'oa ket nemet ur vur, ur vur ha... ha... ha 'ba ar vur, e oa Job Gwicher, ha... ha... hag en tu all d'ar vur, e oa... e oa... e oa ur menaj bihan ivez, Pont Koailh, Pont Koailh, ha... hag eu... Mari-Louiz ben... Mari-Louiz Morev a denne dour gant ur sailh, duzh ar puñs gant un trabouilh en tu-mañ, hag egile a denne dour duzh ar memes puñs, gant un trabouilh all en tu all, goût a rez... goût a rez petra eo un trabouilh ? ur machin ront gant... gant pevar ibil... pevar ibil koad aze ya, hag e degasez en-dro ha... hag e deue ar gordenn d'en em enrouliñ... en-dro d'ar machin
[ˌpõnˈkwaj - ˌpõnˈkwaj]
et de l'autre côté, chez Marie-Louise Moreau, il n'y avait qu'un mur, un mur et... et... et de l'autre côté du mur, il y avait Joseph Guicher, et... et... et de l'autre côté du mur, il y avait... il y avait... il y avait une petite ferme aussi, Pont Koailh, Pont Koailh, et... et euh... Marie-Louise ben... Marie-Louise Moreau tirait de l'eau avec le seau, du puits avec le treuil de ce côté-ci, et l'autre tirait de l'eau du même puits, avec un autre treuil de l'autre côté, tu sais... tu sais ce qu'est un treuil ? un machin rond avec... avec quatre chevilles... quatre chevilles en bois là oui, et tu le ramènes et... et la corde venait s'enrouler... autour du machin
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha hoñ a oa gant eu... gant ur machin koad da... pe... un ibil koad aze dezhi da digoriñ ha da serriñ, gouvezout a rez eu...
[ˈdjɔˑĩ - ˈzɛj]
et elle [porte] avait... un machin en bois pour... ou... une cheville en bois pour qu'elle ouvre et ferme, tu sais eu...
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ya, ibil he zroad ya
[ja 'i:biʎ i dwɑ:d ja]
oui, sa cheville oui
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. un ibil kig 'ba un toull kig, ha pa deu er-maez e ra « flip », petra eo ? 2. da c'hwitell 1. ul leue o tenañ e vamm
1. ['ni:biʎ kic ban tul kic a pa da me̞:z ra flip prɑ hɛ] 2. [də 'hwitəl] 1. [ə 'lue 'biən 'te:nɑ̃]
1. une cheville de chair dans un trou de chair, et quand il sort ça fait « flip », qu'est-ce que c'est ? 2. ton pénis [litt. sifflet] 1. un veau tétant sa mère
Gant :
– Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
– Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fallañ ibil 'ba ar c'harr a gomañs da wigourat da gentañ
['vɑlɑ̃ 'hi:biʎ zo bah hɑɹ 'komɑ̃z də wi'ɟu:ɹad də 'gentɑ̃]
la plus mauvaise cheville de la charrette commence à grincer en premier [personne qui se plaint]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Kalfichañ un ibil ront da lakat 'ba un toull karrez.
Kalfichan nibi ron-n de lak bar toul karé.
[kal'fiʃã 'nibij 'ʁõn də 'lakə bah tul 'kaʁe]
Faire les choses en désordre. [Normalement il faut tailler une cheville carré pour la placer dans un trou rond.]
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Sonn evel an ibil.
Zon-n wèl nibi.
[zõn wɛl nibi]
Bien droit.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Fallañ ibil a vez 'ba ar c'harr a wigour da gentañ.
Valan ibi vé bar har wiyou de gèntan.
[’valã ibij ve baʁ haʁ ’wijur də ’gentã]
La plus mauvaise cheville de la charrette grince la première.
IT : ne connaît pas la signification mais l’a entendu
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Fallañ ibil a vez 'ba ar c'harr a wigour da gentañ.
Valan ibi vé bar har wid-yo de gèntan.
[’valã ’ibij ve baʁ haʁ ’widjo də ’gentã]
La plus mauvaise cheville de la charrette grince la première.
Petit florigène des proverbes breton Coop Breizh Lukian Kergoat page 58 : Fallañ ibil a zo er c’harr a wigour da gentañ. C’est la plus mauvaise cheville de la charrette qui grince la première.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 « Buoc'h-skabell » zo un drouskenn war an ibil troad gant botoù-koad. Pa vije yac'h un tamm bihan e vije adgloaziet.
Buc’h skarbeut zo drouskeun war nibi toat gan-n boto kwat. Pé vijé yac’h tan-m bieun, vijé hadglajeut.
[byh 'skaʁbət zo 'dʁuskən waʁ nibi'twat gãn boto'kwat] [pe viʒe jah tãm 'biən viʒe had'gla:ʒət]
« la blessure du coup de pied » est une croûte au niveau de la cheville avec les sabots. Quand ça guéri un peu, ça se blessait de nouveau
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 ibil e droad
ibill i toa-t
[i biji twat]
sa cheville
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 ibil troad
ibil toad
[ibil twad]
cheville
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 an ibil troad
nibi toa-t
[nibi twat]
la cheville
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 un ibil da blantañ pour
['ni:biʎ da 'blɑ̃ntɑ̃ pu:ʁ]
un plantoir pour piquer les poireaux
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2