Klask
« kerzh »
Frazennoù kavet : 122
-
👂 🔗 aze an Almanted a'deva rekizisionet tout, e-kerzh ar brezel, aze e oant eu... ya... en Ker... en Kerabram amañ e lakent o c'hezeg 'ba ar c'hreñch
[... - ... – ja - ... - ... ˌkɛʁaˈbʁam ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ah, brud vat ? ah, gortoz ! gortozit ma lârin dec'h bremañ petore brud 'meus, peneogwir, ar reoù 'deus bet feurmet amañ e-kerzh an hañv, e-pad bloavejoù... bloavejoù eu... pemp bloaz diouzhtu, 'meus bet ur... ur c'houblad hag a deue da welet ac'hanon, peneogwir e oant bet amañ e-pad pemp bloaz, oc'h esa prenañ un ti, ha 'neusont ket gallet ober, ha bremañ 'deus gallet prenañ unan, e-barzh en Landrelleg, setu aze !
[lɑ̃nˈdɣe̞le̞k]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
🔗 kerzh deus alese !
kès de lésé
[kɛs də lese]
va-t'en de là !
??? Collectage ancien et sujet à caution
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha 'h aent... hag o labour a oa... e-kerzh an hañv 'h aent da gerc'hat dour 'ba eu... 'ba Feunteun ar Werc'hez zo o tisk... pa diskennez da... da blajenn ar Yeoded aze, hag e aoa ur feunteun, hag e-pad an deiz e vijent o-daou, e charreat dour evit an daou otel
[... - ... - ... - ... ˌfœntən a ˈwɛɹhɛs ... - ... - ... ə ˈjɛwdəd ... - ... - ... - ...]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If al Lae, ganet e 1936 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), tud bet ganet e Lanvaeleg / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
🔗 Kerzh da sikour anezhe.
Kès de jikour nè.
[kɛs də ʒikuʁ nɛ]
Va les aider.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Kerzh da diskar ar wezenn-se.
Kès de diskar wéeun-sé.
[kɛs də diskaʁ weən se]
Va abattre cet arbre-ci.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha c'hoazh, e oan o lâret se, hag emañ an hañv ! met e-kerzh ar goañv, pa vez noz abred aze !
[...]
et encore, je disais ça, c'est l'été ! mais en hiver, quand il fait nuit de bonne heure là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pa arriemp er gêr deus ar skol, e hastemp buan da debriñ hom adverenn, ya 'vat ! ah, se a vije war gont ar vugale ! met e-kerzh ar goañv an noz a arrie, ni 'vijemp ket c'hwezhet gant hom charriot, me a lâr dit ! oh la la ! oh ya ! gwechall, gwechall e renke an nen labourat abred, fidambie ! n'eo ket evel bremañ
[... - ˈhɑste̞m ˈbyˑən ˈdiˑbĩ ɔ̃m haˈvɛꝛn - ... - ... - ... - ...]
et quand nous arrivions à la maison de l'école, nous nous dépêchions de prendre notre goûter, mais oui ! ah, ça c'était les enfants qui s'en occupaient ! mais pendant l'hiver, la nuit tombait, nous n'étions pas fiers avec notre charriot, je te le dis ! oh là là ! oh oui ! autrefois, autrefois on devait travailler tôt, bon sang ! ce n'est pas comme maintenant
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met an hent 'oa ket pleustrapl, peogwir e-kerzh ar goañv e vije leun a dour, ha dre evel-se e oa graet ur pasaj bu ur park
[... ˈplœstap - ... - ... - ...]
mais la route n'était pas praticable, puisque pendant l'hiver elle était pleine d'eau, et donc on avait fait un passage par le champ
Gant : Herri Boujed, ganet e 1928 e Beurleudi, o chom e Beurleudi, marvet e 2023, tud bet ganet e Beurleudi / Prad.
bet maer BeurleudiDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ! ya ! damet ! ya ! ya, ya ! hag eu... peogwir e oamp c'hwec'h gwelet a rez, ha pa vije debret... koan, e-kerzh an hañv, evel... evel... evel bremañ, ha peogwir e vije debret koan d'an anjuluz, tro seizh eur, e vije debret koan, setu goude ar vugale n'houllent ket mont da gousket c'hoazh te ! te a lâr ! ha 'h aemp er-maezh da c'hoari
[ja ja ˈdɑ̃mət - ja ja - ... - ... - ... - a pyˌgyˑꝛ ˈviʃe ˈde̞ˑbə ˈkwɑ̃ˑn də nɑ̃ˈʒyˑlys - tɾo ˈsɛjzəꝛ - ˈviʃe ˈde̞ˑbə ˈkwɑ̃ˑn - ... - ...]
oui ! oui ! dame ! oui ! oui, oui ! et euh... puisque nous étions six vois-tu, et quand on prenait... le dîner, l'été, comme... comme... comme maintenant, et puisque on dînait à l'angélus, vers sept heures, on dînait, donc après les enfants ne voulaient pas aller dormir encore pardi ! tu parles ! et nous sortions jouer
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Sant-Bastian, hag aze e vije ur sakre fet, met e-kerzh ar poent-mañ, eu... sul kentañ... 2. juillet 1. juillet 2. miz Gouere a vije lâret
1. [ˌzɑ̃nbasˈtiˑən - ... - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [ˌmiˑzˈgweˑɣən ...]
1. Sant-Bastian, et là il y avait une sacré fête, mais à cette période-ci, euh... le premier dimanche de... 2. juillet 1. juillet 2. le mois de juillet qu'on disait
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Frañsoa ar Gall, ganet e 1937 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.
– Mari-Terez Kallareg, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.
gwreg Frañsoa ar GallDastumer : Tangi (2023-07-05)
-
👂 🔗 ah, ar Poull Vras ! ar Poull Vras, eu... ya ! ar Poull Vras a oa amañ, me 'meus... me 'meus gwelet amañ, pa oamp... pa 'mamp prenet amañ, er bloavezh... oh ! c'hwezhek ha pevar-ugent, hag e oa... e oa dour aze ya, amañ e oa ar Poull Bras e anv, anv... ha... hag an ti zo... hag an ti zo e bord an hent aze, an ti... an ti brav aze, e bord an hent aze, hennezh zo... hennezh zo graet war ar Poull Bras, hag e-kerzh ar goañv 'neus dour 'ba e... 'ba e...
[a ˌpul ˈvɾɑˑs - ˌpul ˈvɾɑˑz əː - ja - ˌpul ˈvɾɑˑz ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌpul ˈbɾɑˑz ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌpul ˈbɾɑˑs - ... - ...]
Ploulec'h
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ! Plasenn ar Forn, Plasenn ar Forn, dre an avani eo tomm aze, aze e-kerzh an hañv, na posupl e vez... pe e-kerzh ar goañv, na posupl e vez yen, aze 'vo ket skorn
[... - ˌplɑsən ˈvɔɹn - ˌplɑsən ˈvɔɹn - ... - ... - ... - ... - ...]
Kerborzh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fernande ar Bever, ganet e 1935 e Kerborzh, o chom e Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant-se, e-kerzh ar goañv, pa vije fall an amzer e vijemp oblijet d'ober an dro, dre Kerangall da... da vont d'ar bourk, da dremen ar Rugello, met pa vije brav an amzer, e arrie... brav an amzer, al Lanneg Vihan aze, e oa Korfeg o chom, hag eu... ar menaj bihan a oa troet e gein d'an hent
[gəˌse - ... - ... - ... ˌke̞ɣɑ̃ˈgɑl ... - ... - ... ɣyˈgelo - ... - ... - ˌlɑ̃nəg ˈviˑən ... - wa ˈkɔꝛfək ... - ... - ...]
Trezeni
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « kof zo, emezañ, boued n'eus ket ! xxx ( ?) », e-kerzh ar goañv neuze « kof zo, boued n'eus ket ! », hag e-kerzh an hañv neuze « boued zo ha kof n'eus ket ! », ar pichon ! pa vijent o kanañ, « boued zo, emezañ, kof n'eus ket ! boued zo, kof n'eus ket ! », hag e-kerzh ar goañv neuze « kof zo eu... pe... « boued zo, kof n'eus ket ! boued zo, kof n'eus ket ! »
[ˈkoˑf so ˌmeˑɑ̃ - ˈbwed nøs ˌket ? - ˌkɛɹz ə ˈgoˑɑ̃ ˌnœhe - ˈkoˑv zo ˈbwed nøs ˌket a ˌkɛɹz ə ˈnɑ̃ˑ ˌnœˑe - ˈbwet so a ˈkoˑf nøs ˌket - ˈpiʃɔ̃n pe viʒɛɲ ˈkɑ̃ːnɑ̃ - ˈbwet so ˌmeˑɑ̃ ˈkoˑf nøs kət - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ket - a ˌkɛɹz ə ˈgoˑɑ̃ ˌnœˑe - ˈkoˑv zo ə pe - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ˌket - ˈbwet so ˈkoˑf nøs ˌket]
« il y a du ventre, dit-il, mais pas de nourriture ! xxx ( ?) », pendant l'hiver alors « il y a du ventre, mais pas de nourriture ! », et pendant l'été alors « il y a de la nourriture mais pas de ventre ! », le pigeon ! quand ils chantaient, « il y a de la nourriture, dit-il, mais pas de ventre ! il y a de la nourriture, mais pas de ventre ! », et pendant l'hiver alors « il y a du ventre euh... ou... « il y a de la nourriture, mais pas de ventre! il y a de la nourriture, mais pas de ventre ! »
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e-kerzh ar goañv, pa vije teñval
[... - ... ˈtẽˑvəl]
et pendant l'hiver, quand il faisait sombre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louis Roparzh, ganet e 1945 e Trezeni, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Rospez / Trezeni.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e oa unan e-kerzh an deizioù all aze, e-fas d'ar feurm, ti ar Gwazh aze
[ˌɑhe wa ˈyn kɛɹz ən ˌdejoˈɑl ˌɑhe - ˌvɑs tə ˈfœɹm ti ˈgwɑːz ˌɑhe]
là il y en avait un [gendarme en train de contrôler] ces jours-ci, en face de la ferme, chez Le Goas là
Gant : Jermen ar Minouz, ganet e 1939 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze eo kap eu... gant... gant e daou droad peogwir zo eu... teir barrouz, Beurleudi, Koadaskorn ha Trezelan, ha gant eu... e lâran dit eu... war... war ar pont kwa, aze e oa ur pont, Pont Morvan a vez graet dioutañ, me zo bet o c'hoari las war... war ar pont-se ha dindan ivez, ar sul, ar sul pa vije... brav e-kerzh an hañv aze 'h aen da vaegnañ da... 'ba ar rinier aze
[ˌɑhe he̞ ˌkɑb ə - gɑ̃n gɑ̃n i ˈdo̞w dwat pyˌgyˑɹ zo ə - tɛɹ ˈbɑɹus - bœˈlœːdi - kwaˈdɑskɔɹn - a tɹeˈzeːlɑ̃n - a gɑ̃n ə - ˌlɑˑɹɑ̃ did ə - waɹ waɹ ˈpɔ̃n kwa - ˌɑhe wa ˌpɔ̃n - ˌpɔ̃n ˈmɔɹvɑ̃n ve gwɛt tʲɔ̃tɑ̃ - ˌme zo be ˌhwɑjə ˈlɑs waɹ - waɹ ˈpɔ̃n ze a diˈnɑ̃ˑn ˌiˑe - ˈzyːl ˈzyːl pa viʒe - ˈbɹɑw kɛɹz ˈnɑ̃ˑ ˌɑhe ˌhɛn də ˈvɛɲɑ̃ də - ba ˈɹɛ̃ɲəɹ ɑhe]
là on peut euh... avec... avec les deux pieds puisqu'il y a... trois communes, Beurleudi, Koadaskorn et Trezelan, et avec euh... je te dis euh... sur... sur le pont quoi, là il y avait un pont, Pont Morvan qu'on l'appelle, moi j'ai été faire le con sur... sur ce pont-là et en dessous aussi, le dimanche, le dimanche quand il faisait... beau pendant l'été là j'allais me baigner à... dans la rivière là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e Kroaz ar Marchosio e oa... ur c'halvar, a-hervez unan... unan... ur c'halvar vras, gant tri groaz vras 'ba ar c'hreiz ha neuze an daou... evel 'teus bet gwelet kwa, hag e-kerzh ar Revolusion, amañ en Plûned ivez, eu... e oa... deiz Gwener ar Groaz, ur menajer 'na staget war ar c'hroaz, 'da... 'da... diskennet, drailhet anezhi tout, e Kroaz ar Marchosio aze, ah met an deiz war-lerc'h beure, e... e... eu... pa oa aet da reiñ boued d'e... d'e gezeg, 'deuint lazhet anezhañ
[ˌkɹwɑˑz maɹʃo̞ˈsiˑo wa - ə ˈhɑlvəɹ - ˈhɛɹwe yn yn - ˌhɑlvəɹ ˈvɹɑːs - gɑ̃n ˌtɹiˑ gɹwɑz ˈvɹɑːz bah ˈhɹɛjz a ˌnœhe ˈndo̞w - we̞l tøz be ˈgwe̞ːlət kwa - a ˌkɛɹz ɹevolyˈsiˑɔ̃n - ˈɑ̃mɑ̃ ɛn ˈplyːnəd ˌiˑe - ə - wa - de ˌgweˑnəɹ ˈgɹwɑˑs - ə meˈnɑːʒəɹ na ˈstɑːgə waɹ ˈhɹwɑˑz da da disˈke̞nəd - ˈdɹɑjə nɛj tut - ˌkɹwɑˑz maɹʃo̞ˈsiˑo ˌɑhe - a mɛ ˌnde waɹˌlɛɹx ˈbœːɹe - i i ə - pwa ˌɛd də ˌɹɛˑĩ ˈbwed di - di ˈgeːzək - dœɲ ˈlɑhə ˌneˑɑ̃]
à Kroaz ar Marchosio il y avait... un calvaire, à ce qu'il parait un... un... un grand calvaire, avec trois grandes croix au milieu et aussi les deux... comme tu as déjà vu quoi, et lors de la Révolution, ici à Plûned aussi, euh... il y avait... le jour du Vendredi Saint, un agriculteur avait attaché la croix, ils avaient... ils avaient... abattu, totalement détruite, à Kroaz ar Marchosio là, ah mais le lendemain matin, ses... ses... euh... quand il était allé donner à manger à ses chevaux, ils l'ont tué
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « ha 'ba an ti, emezañ », pa oa antreet, e oa ur pezh toull, e-fas an toull an nor, « oh, dammet e vo ! prest a-walc'h emezañ, e oan kouezhet e-barzh c'hoazh, hag eñ a vije... 'na kavet skubadur an ti, met eu... aze, aze 'oa ket simantet an tiez na mann ebet, e-kerzh neuze c'hoazh gwelet a rez, bremañ... bremañ int arri met e-kerzh neuze 'oant ket, e oa ul leurenn douar, ya, ya, hag evel-se e vije dañsoù war al leurenn douar-se goude pa... pa vije graet ar wastell
[a bah ˈtiˑ - ˌmeˑɑ̃ - pe wa ɑ̃nˈtɾeˑət - wa pes ˈtul - ˌvɑs ən tulˈnoːɹ - o ˈdɑ̃mət ə vo - ˌpɹest əˈwɑx ˌmeˑɑ̃ wɑ̃n ˌkweˑd ˈbɑɹz ˌhwɑs - a hẽ ˌviʃe - na ˈkɑˑ skyˌbɑˑdyɹ ˈntiˑ - mɛ ə - ˌɑhe̞ ˌɑhe̞ ˌwa kəd ziˌmɑ̃tə ˈntiˑe na ˈmɑ̃n bet - kɛɹz ˌnœhe ˌhwɑs gwe̞ˑs - ˈbɹœmɑ̃ ˈbɹœmɑ̃ he̞ɲ ˌɑj mɛt kɛɹz ˌnœhe ˌwɑ̃ŋ cə - wa ˌlœˑɹən ˈduˑaɹ - ja ja - a vəˈse ˌviʒe ˈdɑ̃so waɹ ˌlœˑɹən ˈduˑaɹ ze ˌguˑde pe - pe ˌviʃe gwɛ ˈwɑstəl]
« et dans la maison, dit-il », quand il était entré, il y avait un grand trou, en face de l'entrée, « oh, bon sang de bonsoir ! j'ai failli, dit-il, tomber dedans en plus, et il était... il avait trouvé les balayures de la maison, mais euh... là, là les maisons n'étaient pas cimentées ni rien, à cette époque-là encore vois-tu, maintenant... maintenant elles le sont mais à l'époque elles n'étaient pas, il y avait un sol en terre, oui, oui, et donc il y avait des danses sur ce sol en terre là après quand... quand on avait fait le repas de fin de moisson
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi