Frazenn n° 90618
-
👂 🔗 ah, brud vat ? ah, gortoz ! gortozit ma lârin dec'h bremañ petore brud 'meus, peneogwir, ar reoù 'deus bet feurmet amañ e-kerzh an hañv, e-pad bloavejoù... bloavejoù eu... pemp bloaz diouzhtu, 'meus bet ur... ur c'houblad hag a deue da welet ac'hanon, peneogwir e oant bet amañ e-pad pemp bloaz, oc'h esa prenañ un ti, ha 'neusont ket gallet ober, ha bremañ 'deus gallet prenañ unan, e-barzh en Landrelleg, setu aze !
[lɑ̃nˈdɣe̞le̞k]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)