Klask
« kroaziet »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 ha neuze e oa unan bihan, ur mal a oa warni, met n'houllan ket ur mal, petra a ri ! ur mal... ha neuze e oa hemañ, war e vamm ivez, une ponette ivez, ha hennezh zo ur mul, hennezh zo kroaziet gant un azen
[a ˌnœˑe wa ˌyˑn ˈbiˑən ə - ˈmɑːl wa ˌwaɹni - mɛ nuˌlɑ̃ kə ˈmɑːl - ˌpɹɑ ɹi - ˈmɑːl - a ˌnœhe wa ˈhemɑ̃ - waɹ i ˈvɑ̃m ˌiˑe - ... ˌiˑe - a ˌhẽˑs so ˈmyːl - ˈhẽˑs so ˈkɹwɑːʒə kɑ̃n ˈnɑːzən]
et alors il y avait un petit, un mâle à téter la mère, mais je ne veux pas un mâle, que veux-tu ! un mâle... et alors il y avait celui-ci, qui tétait sa mère aussi, une ponette aussi, et lui c'est une mule, lui il est croisé avec un âne
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma eo kroaziet, se zo kurius eu... 'h arrio da vont pelloc'h
[ma he̞ 'kɹwɑ:ʒət ə ze zo ky'ɹy:z ə 'hɑjo də vɔ̃n 'pɛlɔh]
s'il est croisé c'est curieux euh... il arrivera à vivre plus longtemps [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze... « o vont da gas an aotrou Doue dezhañ » a vije lâret, hag un devezh e oa Ma... Marsel... Marsel Duval deus Gwenezhan amañ, a oa 'ba... o krapat ar C'hra Gozh aze da vont da Sant-Nikol... da vont da Sant-Laorañs aze, hag e oa ar person o vont da nouiñ unan bennaket, ha Marsel a oa... 'na kroaziet gant ar person, hag ar person a lâras dezhañ « n'oc'h ket kat d'ober sin ar groaz pa vez an aotrou Doue o tremen ? » « daon ! diskouel anezhañ din 'vat ! 'meus ket gwelet anezhañ gwech ebet c'hoazh, emezañ ! », Marsel Duval, eñ a oa un targazh !
[zi:n grwɑ:s - hẽ: wa 'ntɑrgas]
et alors... « lui amener le bon Dieu [au mort] » qu'on disait, et un jour il y avait Ma... Marcel... Marcel Duval de Gwenezhan ici, qui était à... en train de monter ar C'hra Gozh pour aller à Sant-Nikol... pour aller à Sant-Laorañs là, et il y avait le curé qui allait extrémiser quelqu'un, et Marcel était... avait croisé le curé, et le curé lui dit « vous ne pouvez pas faire le signe de croix quand le bon Dieu passe ? » « dame ! eh bien montre-le moi ! je ne l'ai encore jamais vu, dit-il ! », Marcel Duval, lui c'était une flèche !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi (2013-02-25)