Frazenn n° 17897
-
👂 🔗 ha neuze... « o vont da gas an aotrou Doue dezhañ » a vije lâret, hag un devezh e oa Ma... Marsel... Marsel Duval deus Gwenezhan amañ, a oa 'ba... o krapat ar C'hra Gozh aze da vont da Sant-Nikol... da vont da Sant-Laorañs aze, hag e oa ar person o vont da nouiñ unan bennaket, ha Marsel a oa... 'na kroaziet gant ar person, hag ar person a lâras dezhañ « n'oc'h ket kat d'ober sin ar groaz pa vez an aotrou Doue o tremen ? » « daon ! diskouel anezhañ din 'vat ! 'meus ket gwelet anezhañ gwech ebet c'hoazh, emezañ ! », Marsel Duval, eñ a oa un targazh !
[zi:n grwɑ:s - hẽ: wa 'ntɑrgas]
et alors... « lui amener le bon Dieu [au mort] » qu'on disait, et un jour il y avait Ma... Marcel... Marcel Duval de Gwenezhan ici, qui était à... en train de monter ar C'hra Gozh pour aller à Sant-Nikol... pour aller à Sant-Laorañs là, et il y avait le curé qui allait extrémiser quelqu'un, et Marcel était... avait croisé le curé, et le curé lui dit « vous ne pouvez pas faire le signe de croix quand le bon Dieu passe ? » « dame ! eh bien montre-le moi ! je ne l'ai encore jamais vu, dit-il ! », Marcel Duval, lui c'était une flèche !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi (2013-02-25)