Klask
« leve »
Frazennoù kavet : 16
-
👂 🔗 ur park a oa aze ha 'meus ket soñj piv 'na bet prenet anezhañ ha... hag e oa d'an Iliz hañ ! donc eu... met peogwir e oant bet gwerzhet-tout eu... leve an ilichoù aze goude 1805, c'est ça ? ouai, ha donc hennezh a oa bet gwerzhet ivez, Park Sant-Jann, hag e vije renket paeañ eu... penaos e lârfen dit ? an hini 'na prenet anezhañ, a renke reiñ un tamm bep bloaz d'an Iliz bepred, ya ! ha 'meus bet klevet ma dad o lâret, an hini 'na prenet anezhañ, 'na c'hoanteet... 'na... 'na... 'na ket c'hoanteet, 'na dimezet e verc'h, ha 'na c'hoant da gaout tout an enorioù, met 'na ket paeet ar pezh a c'hlee d'an Iliz, ha 'na lâret ar person dezhañ « pa 'to paeet mabig, ar pezh a c'hleez d'an Iliz, emezañ, 'to an enorioù, hag a-raok 'to ket ! », Sant-Jann, Sant-Jann, donc eñ a oa ur park, met aze zo ur cité bremañ hañ ! ya
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɑꝛg ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Penn al Leve, ha mod-all eu...
[ˌpe̞n ə ˈleˑve - ...]
Plounerin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa an Ozhac'h, ganet e 1938 e Plounerin, o chom e Plounerin, marvet e 2023, tud bet ganet e Lohueg / Gwerliskin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Penn al Leve
[ˌpe̞n ə ˈleˑve̞]
Plounerin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa an Ozhac'h, ganet e 1938 e Plounerin, o chom e Plounerin, marvet e 2023, tud bet ganet e Lohueg / Gwerliskin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met feiz, aet eo a-raok ha lesket e draoù war-e-lerc'h, n'eomp ket nemet gant un tamm... c'hwec'h plan... planken a-raokañ, pa vez laket unan 'ba ar foñs ha daou... hag unan war-benn ha mat ! n'eomp ket tout nemet evel-se, kaer e vefomp 'ba... kaout ur bern... leve
[mɛ ˌfe - ˌe̞d e̞ ˌɹo̞ˑg a ˈlɛskəd i ˈdɾɛw waꝛ i ˈlɛx - ˌnɑ̃m kə ˌmɛ gɑ̃n ˌtɑ̃m - hwɛx ˈplɑ̃ŋ - ˈplɑ̃ŋkən ˌɹo̞kɑ̃ - pe ve ˈlɑkə ˈyˑn ba ˈvɔ̃ˑz a ˈdɔw - a ˈyˑn waꝛˈbe̞n a ˈmɑːt - ˌne̞m kə ˈtud ˌmɛ vəˌse̞ - ˈkɛːꝛ vɔ̃m ba - ˌkɑˑd ˌbɛꝛn - ˈlœːve]
mais ma foi, il est décédé et il a laissé son patrimoine derrière lui, nous ne partons qu'avec un peu... six plan... planches, puisqu'on en met une au fond et deux... et une sur le dessus et ça suffit ! nous ne partons que comme ça, nous aurons beau être... avoir beaucoup de... biens
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met amañ e oa bet kalz ivez ha 'na c'hoanteet kas o zud diwar ampich, met renket 'deus degas anezhe d'ar gêr peotramant 'nea debret tout al leve
[mɛ 'ɑ̃mɑ̃ wa be kɑlz ie na hwɑ̃n'te:ɛd kaz o zyd diwaɹ'ɑ̃mpiʃ mɛ 'ɹɛŋkɛ døz djɛz nɛ də ge̞:ɹ pə'tɑ̃m nea 'dɛ:bət tud 'lœ:ve]
mais ici il y en avait eu beaucoup aussi qui avait voulu envoyer leurs parents encombrants [au foyer], mais ils avaient dû les ramener à la maison sinon ils allaient dilapider les biens
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi

👂 🔗 reoù 'da... 'da leve, kar gwezhall e oa tud 'da bernioù leve hañ
[rew da da ’lœ:ve kar gwe’ʒɑl wa tyd da ’bɛrɲo ’lœ:ve ɑ̃]
certains avaient... avaient des biens, car autrefois il y avait des gens qui avaient beaucoup de biens
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met hoñ 'da bern leve, ar re-se 'da leve... 'ba Skiñvieg 'da, 'ba... 'ba euh... 'ba... 'ba ar C'houerc'had 'da ivez, 'ba euh... met ar re-se a oa pinvidik hañ
[mɛ hɔ̃: da bɛrn ’lœ:ve ’reze da ’lœ:ve bah ’skĩ:vjɛg da ba bah ə bah bah ’hwɛrhəd da ’ijə bah ə mɛ ə ’reze wa ’pinviɟ ɑ̃]
mais elle avait beaucoup de biens [fonciers], ceux-là avaient des biens... à Skiñvieg ils en avaient, à... à euh... à... à Ar C'houerc'had ils avaient aussi, à euh... mais ceux-là étaient riches hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa pinvidik, eñ 'na ur bern leve
[hẽ wa pin'vic - hẽ: na bɛʁn 'lœ:ve]
il était riche, il avait beaucoup de biens
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'da ket bern leve
[da kə bɛrn 'lœ:ve]
elle n'avait pas beaucoup de biens
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 leve o zud
['lœ:ve o zyt]
les biens [hérités] de leurs parents
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ 'neus bern leve
[hẽ: nøz bɛrn 'lœ:ve]
il a beaucoup de biens
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 leve e dud
['lœ:ve i dyt]
la rente [l'héritage] de ses parents
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 war e leve
[war i 'lœ:ve]
sur son bien, ses terres, son patrimoine
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ 'neus heritet deus leve e dud
hẽ̞: nəz e'ritəd dəz 'lœ:ve i dyt]
il a hérité des biens de ses parents
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 goude e vezont marv e vo leve da dud
['gu:de vɛɲ mɑrw vo 'lœ:ve də dyt]
après qu'ils soient morts il y aura les biens [l'héritage] des parents
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi