Frazenn n° 74162
-
👂 🔗 ur park a oa aze ha 'meus ket soñj piv 'na bet prenet anezhañ ha... hag e oa d'an Iliz hañ ! donc eu... met peogwir e oant bet gwerzhet-tout eu... leve an ilichoù aze goude 1805, c'est ça ? ouai, ha donc hennezh a oa bet gwerzhet ivez, Park Sant-Jann, hag e vije renket paeañ eu... penaos e lârfen dit ? an hini 'na prenet anezhañ, a renke reiñ un tamm bep bloaz d'an Iliz bepred, ya ! ha 'meus bet klevet ma dad o lâret, an hini 'na prenet anezhañ, 'na c'hoanteet... 'na... 'na... 'na ket c'hoanteet, 'na dimezet e verc'h, ha 'na c'hoant da gaout tout an enorioù, met 'na ket paeet ar pezh a c'hlee d'an Iliz, ha 'na lâret ar person dezhañ « pa 'to paeet mabig, ar pezh a c'hleez d'an Iliz, emezañ, 'to an enorioù, hag a-raok 'to ket ! », Sant-Jann, Sant-Jann, donc eñ a oa ur park, met aze zo ur cité bremañ hañ ! ya
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɑꝛg ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ʒɑ̃ˈʒɑ̃n - ... - ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi