Frazenn n° 53638
-
👂 🔗 daou Ger Uhel a oa, ya, ya, 150 mètres marteze etreze ya, oh ! aze gant an anv a oa e-barzh kwa e vije... (T. : kar 'oa ket ar Ger uhel Vihan hag ar Ger uhel Vras ?) geo ! ya, met... deus an anv e vije laket, ral eo e vije laket ar Ger Uhel Vras kwa met...
[ˌdo̞w gɛˈɹyˑəl wa - ˌjɑ - ˌjɑ - ... maˈteˑe ˌtɹeˑe̞ ˌjɑ - o ˌɑhe gɑ̃n ˈnɑ̃ːno wa ˌbɑɹs kwa ˌviʒe - ge̞ ˌjɑ mɛ - dœz ˈnɑ̃ːno viˌʒe kə ˈlɑkət - ˈɹɑːl e̞ viʒe ˈlɑkəd gɛˌɹyˑəl ˈvɹɑːs kwa mɛt]
il y avait deux ar Ger Uhel, oui, oui, 150 mètres peut-être entre les deux oui, oh ! là avec le nom qu'il y avait dedans quoi on... (T. : car il n'y avait pas ar Ger uhel Vihan et ar Ger uhel Vras ?) si ! oui, mais... on disait selon le nom [de famille], c'est rare de nommer ar Ger Uhel Vras quoi mais...
Ploueg
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi