Frazenn n° 54631
-
👂 🔗 Keriwallan, ah ya ! ya ! ya ! eu... ya, ya, geo, hennezh zo eu... eno zo... eno zo ur sakre village ivez, Keriwallan, lec'h emañ... eno emañ maer kozh Kaouenneg, Touminet, marteze 'h anavezez anezhañ, 'rez ket ? ah, 'rez ket, zo o chom eno, hag eu... eno zo... pet ti zo 'ba Keriwallan ?
[ˌkɛɹiˈwɑlɑ̃n - a ˌjɑ - ˌjɑ - ˌjɑ - əː - ˌjɑ ˌjɑ ge̞ - ˌhẽˑs so ə - ˌeˑno zo - ˌeˑno zo ˌsɑkɹe viˌlɑʒ ˌiˑe - ˌkɛɹiˈwɑlɑ̃n ˌle̞x mɑ̃ - ˌeˑno mɑ̃ ˌmɛˑɹ ˈkoːs ko̞ˈwenɛk - tuminɛ - maˈtehe hɑ̃ˌveˑɛz ˌneˑɑ̃ ˌres kə - a ˌres kə - zo ˌʃo̞m ˈeːno - ag ə - ˌeˑno zo - ˈpet ti zo bah ˌkɛɹiˈwɑlɑ̃n]
Keriwallan, ah oui ! oui ! oui ! euh... oui, oui, si, ça c'est euh... là il y a... là il y a un sacré village aussi, Keriwallan, là où est... c'est là qu'il y a l'ancien maire de Kaouenneg, Touminet, peut-être que tu le connais, non ? ah, non, qui y habite, et euh... là-bas il y a... combien de maisons y a-t-il à Keriwallan ?
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand ar Meur, ganet e 1933 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tonkedeg.Dastumer : Tangi