Frazenn n° 54968
-
👂 🔗 ha bremañ emañ... bepred emañ... 'ba ar chapel emañ bremañ, 'mañ ket ken 'ba ar skol met bremañ... emañ 'ba ar chapel deus eu... deus Peurid, Peurid-ar-Roc'h ya, ya, gwell-a-se ! mat eo ! ya ya (T. : unan bihan eo, ur c'hloc'h bihan) ya ya ya ! n'eo ket... n'eo ket ur pezh kloc'h, nann, gwelet a rez penaos e vez tout eu... oh ! ha bezañ 'meus eu... un tablo deus ar chapel aze, deus da welet anezhañ ma kerez
[a ˈbɹœmɑ̃ mɑ̃ - ˈbopə mɑ̃ - bah ˈʃɑpəl mɑ̃ ˈbɹœmɑ̃ - ˌmɑ̃ kə ken ba ˈskoːl mɛ ˈbɹœmɑ̃ - mɑ̃ bah ˈʃɑpəl dəz ə - dəs ˈpœˑit - ˌpœˑiˈʁɔx ja - ja - ˈwe̞l ə ze - mɑːd e̞ - ja ja - ja ja ja - ˌne̞ kə ˌne̞ kə pesˈklɔx - nɑ̃n gwe̞ːl ə ɹe̞s pəˈnɔ̃ ve tud ə - o a be ˈbe møz ə - ən ˈtɑːblo dəz ə ˈʃɑpəl ˈɑːhe - døs tə we̞ːl ˈneˑɑ̃ ma ˈkeːʁe̞s]
et maintenant elle est [cloche]... elle est toujours... elle est dans la chapelle maintenant, elle n'est plus dans l'école mais maintenant... elle est dans la chapelle de euh... de Peurid, Peurid ar Roc'h, oui, oui, tant mieux ! c'est bien ! oui oui (T. : c'est une petite, une petite cloche ?) oui oui oui ! ce n'est pas... ce n'est pas une grosse cloche, non, tu vois, comment sont toutes euh... oh ! et j'ai euh... un tableau de la chapelle là, viens le voir si tu veux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi