Frazenn n° 56500
-
👂 🔗 ya, ya, alors evit mont deus ar Ribod da bourk Plagad e dremenez 'ba Kroaz an Touz, justamant, evit arriet goude lec'h e oa ar skol Sainte Thérèse gwechall, met n'eus ket... n'eus ket a skol aze ken, eu... 'oaran ket just petra zo, met graet... graet 'deus batimañchou 'meus aon, ya, Kroaz an Touz, Kroaz an Touz
[... kʁwɑzɑ̃ˈtu ... kʁwɑzɑ̃ˈtus - kʁwɑzɑ̃ˈtus]
Plagad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Julied ar Maout, ganet e 1932 e Plagad, o chom e Plagad, marvet e 2022, tud bet ganet e Sant-Jili-plijo / Plagad.Dastumer : Tangi