Frazenn n° 59699
-
👂 🔗 laket zo ar Roc'hou Bihan ya, ha 'nije ket gleet ober se, nann ! peogwir eu... amañ, an hent bras amañ a oa ar Roc'hou, hein ! hag amañ, ar Roc'hou Bihan zo laket, bezañ e oa un hent... un hent bihan, ha bremañ eo bet treuzet an hent, ha zo tier ha tout, ha 'dije gleet reiñ eu... e anv 'na a-raok, a-raok e vije lâret « dre belec'h 'h ez-te da Lannon ? dre ar Rochou peotramant dre Hent Prad ar C'hlon ? » Hent Prad ar C'hlon, e oa... e oa an hent-se, ha eo bet laket e galleg Petit Rochou
[... ˌɣɔhu ˈbiˑən ... - ... - ... aꝛ ˈɣɔhu - ... ˌɣɔhu ˈbiˑən ... - ... ə ˈɣɔʃhu ... he̞n ˌpɣɑd ə ˈhlɔ̃ˑn - he̞n ˌpɣɑd ə ˈhlɔ̃ˑn - ... - ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi