Frazenn n° 66952
-
👂 🔗 ha neuze, bezañ zo darn zo... 'vez ket brav labourat gante ivez, nann ! hañ ? hañ nann ! bezañ zo darn zo... zo ivez... ya, met n'eo ket war digarez eo ouvrier eo ret dit kemer anezhañ evit ur bouchon memestra ! hañ ? sell aze ! ret eo kaout ar respect memestra, un tamm bihan memestra
[a ˌnœhe ˌbeˑ zo ˈdɑɹn zo - ˌve kə ˈbɹɑw laˌbuːɹət kɑ̃te̞ ˌiˑe - nɑ̃n - ɑ̃ - ɑ̃ ˌnɑ̃n - ˌbeˑ zo ˈdɑɹn zo zo ˌiˑe - ja - mɛ ˌne̞ kə waɹ ˈdjɑːɹe he̞ uˈvɹiˑe he̞ ˌɹɛt tit ˈkeme̞ɹ ˌneˑɑ̃ wid ˈbuʃɔ̃n mo̞sˈtɾɑˑ - ɑ̃ - se̞l ˌɑhe̞ - ˌɹɛd e̞ ˌkɑˑd ə ˈɹɛspɛ mo̞sˈtɾɑˑ - tɑ̃m ˈbiˑən mo̞sˈtɾɑˑ]
et aussi, il y en a certains qui sont... ce n'est pas agréable de travailler avec eux, non ! hein ? hein non ! il y en a certains qui sont... sont aussi... oui, mais ce n'est pas sous le prétexte qu'il est ouvrier qu'il faut que tu le prennes pour un bouchon quand même ! hein ? voilà ! il faut avoir le respect quand même, un petit peu quand même
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi