Frazenn n° 69329
-
👂 🔗 aze zo ur menaj kozh, n'onn ket piv a oa o chom aze, ha neuze e vije derc'het da vont betek Koadig Tomaz, aze e oa tud Denez o chom, Koadig Tomaz, tout an dud a ra Bois Thomas deusontañ, mont a ran da sot pa glevan traoù evel-se, Koadig Tomaz, Koadig, ur c'hoad bihan, Koadig... Tomaz, se a oa Koadig Tomaz hag ar familh Denez a oa o chom aze
[... - ... - ... ˌkwɑjn ˈtomas - ... ˈdeˑnɛs ... - ˌkwɑjn ˈtomas - ... - ˌkwɑjn ˈtomas - ˌkwɑjc - ... - ˌkwɑjc ˈtomas - ... ˌkwɑjn ˈtomas ... ˈdeˑnɛs ...]
Bulien
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janig Bodiou, ganet e 1938 e Bulien, o chom e Bulien, tud bet ganet e Bulien / Rospez.
bet eo o chom e-pad ur pennad brav e Bro-GembreDastumer : Tangi