Frazenn n° 70027
-
👂 🔗 Aze e oamp, un devezh, eu... o vont... o vont... o vont da sikour ar reoù a oa 'ba ar C'hroashent aze. E oa... familh L'Anthoen, a oa 'ba... a oa o chom e-barzh. Ha 'dant ur parkad lin, da dennañ. Ha pa 'vije ur parkad lin da dennañ, peogwir e dennez... ur metr ledander, evit lakat anezhe en o gourvezioù da... da sec'hañ. E vije... 'h ae... 'h ae tout bugale eu... ar menajoù all, da... da vachinat. Hag e oamp 'bar ar porzh, eno, un devezh duzh ar beure, oc'h ober ur rendez-vous evit mont goude-merenn da dennañ ar parkad lin-se. Tout asambles.
[ˈhɣwɑsɛn]
Nous étions là, un jour, euh... allant... allant... allant aider ceux de ar C'hroashent là. C'était... la famille L'Anthoen, qui était à... qui y habitait. Et ils avaient un champ de lin, à arracher. Et quand il y avait un champ de lin à arracher, puisque tu arraches... sur un mètre de large, pour les allonger pour... pour sécher. Il y avait... tous les enfants des autres fermes allaient... allaient euh... pour... pour machiner. Et nous étions dans la cour, là-bas, un jour le matin, ayant rendez-vous pour aller l'après-midi arracher ce champ de lin-là. Tous ensemble.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi