Frazenn n° 71996
-
👂 🔗 Kroaz ar Gwenanenn ! Kroaz ar Gwenanenn, hag ar Gwenanenn-se, dre an avani, n'eo ket... n'eo ket... unan 'na lâret « c'est les abeilles ! », non ! n'eo ket an « abeilles » eo ! non, non ! moaien e vefe da soñjal se met n'eo ket se eo ! ar Gwenanenn a oa an anv ar reoù... tud-kozh a oa a-hont o chom, 'ba ar c'hartier-se, ha... ar pezh a oa arri eu... e oa bet en em debrouilhet *ma... fall gant ar gazeg ha... ruilhet ar c'hastell-karr warnañ ha bet lazhet ar paotr hag evel-se e oa bet graet, ar groaz zo bet adgraet bremañ zo... tremen ugent vloaz zo, peogwir on bet o sikour oc'h ober anezhi peogwir a-wechoù e vezan 'ba ar patrimoine hag e sikouren tammoù evel-se, ha eo Kroaz ar Gwenanenn
[ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən - ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən - a gweˈnɑ̃ˑnən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - gweˈnɑ̃ˑnən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌkɹwɑˑz gweˈnɑ̃ˑnən]
Pleuveur-Gaoter
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Paul ar Rouzez, ganet e 1956 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Pleuveur-Gaoter, tud bet ganet e Pleuveur / Pleuveur.Dastumer : Tangi