Frazenn n° 74584
-
👂 🔗 aze zo ur c'hoad pin, hag eu... e vez graet Koad... war... war al lizher-feurm eo... Koad Lokemo, met Koad Tredraezh a vez graet deus... deus ar menaj amañ, hag ar menaj a oa 'ba ar c'hastell met... me zo bet o terc'hel menaj 'ba ar c'hastell ordin, pase e oan deut deus... tu all ar barrouz, deus Kerc'hamm hañ !
[... - ... - ... - ... - ... ˌkwɑd loˈkemo - ... ˌkwɑjˈdɾe̞ˑz ... - ... - ... - ... ke̞ɾˈhɑm]
Tredraezh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi